Lizher da Ditoz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Al lizher da Ditoz''' ([[Sant Titus | Titus]] e anv latin) zo anezhañ unan eus skridoù an [[Testamant Nevez]] en embannadur brezhonek [[Maodez Glanndour]] e ti [[Al Liamm]] e 1971.
'''Al lizher da Ditoz''' ([[Sant Titus |Titus]] e anv latin) zo anezhañ unan eus skridoù an [[Testamant Nevez]]<ref name="MG356" />.


==Lizher an abostol==
==Lizher an abostol==

Stumm eus an 10 Eos 2016 da 07:56

Al lizher da Ditoz (Titus e anv latin) zo anezhañ unan eus skridoù an Testamant Nevez[1].

Lizher an abostol

Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant Paol Tars hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », a-gevret gant an daou lizher da Dimozeoz.

Skrivet e vefe bet e Makedonia e-kerzh ur veaj dre Greta (gant Titoz), Azia-Vihanañ, Makedonia ha Gres war-dro ar bloavezh 65[2] goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e Roma (61-63, hervez La Bible de Jérusalem, pe e 60-62 hervez Maodez Glanndour).

Titoz ha Timozeoz a oa e-touez diskibled fealañ an abostol. Titoz a zeue eus ar baganiezh.

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :

« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha kenlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a aspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù er fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh... »[1]

Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iliz e dibenn mare an ebestel : « El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Prebiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […] E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet en Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion , da virout an urzh vat... »[1]

Kemmet e voe an traoù a-c'houde marv an ebestel hag o c'hannaded.

Notennoù ha daveennoù

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (br) Maodez Glandour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356;
  2. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488.