Eos : diforc'h etre ar stummoù
D Robot Ouzhpennet: sh:Eos |
D Robot Ouzhpennet: no:Eos |
||
Linenn 49: | Linenn 49: | ||
[[lt:Eos]] |
[[lt:Eos]] |
||
[[nl:Eos (mythologie)]] |
[[nl:Eos (mythologie)]] |
||
[[no:Eos]] |
|||
[[pl:Eos]] |
[[pl:Eos]] |
||
[[pt:Eos]] |
[[pt:Eos]] |
Stumm eus an 1 Mez 2007 da 16:06
Eos (Έως pe Αύως e gregach) a oa un Ditanez, doueez tarzh an deiz ha mamm an Anemoi, an avelioù, e mojennoù kozh Hellaz.
Mojenn
Merc'h eo da Hiperion ha Teia, ha c'hoar eo da Helios (an Heol) ha da Selene (al Loar).
Dimezet eo da d-Titon, ha gantañ e krou Memnon hag Emation. Karet he deus Ares, ha gant-se he deus sachet warni kasoni Afrodit. Kondaonet eo bet gant an doueez da vezañ atav e karantez.
He c'harantezioù
E-touez ar re a garas:
- Orion,
- Kefal
- Aeolos, doue an avelioù
- an Titan Astraeos, a grou ganti ar pevar avel (Boreas, Notos, Euros ha Zefiros), hag ar stered.
Emañ o chom e-tal Okean, a zalc'h bed an dud. Bemdez, pa vez ar c'houlz d'an noz da echuiñ, e kuita gwele Titon, hag en he c'harr e red war-zu an Oabl da gemenn d'an doueed donedigezh he breur Helios. Hervez Homeros e vez Eos gantañ a-hed e zevezh. Da noz e tiskenn eus an Olimp da vont d'ar gêr, ha ganti e vez an Eurioù. En trajediennoù e klot gant Hemera, an deiz.
Alies e vez graet ῥοδοδάκτυλος / rhododáktylos (bizied ar roz) anezhi, pe κροκόπεπλος / krokópeplos (sae safranek) pe c'hoazh ἠριγένεια}} / êrigéneia (bugel ar beure).
War al listri pri e vez divaskell peurvuiañ. A-wechoù ivez he gweler gwisket gant ur ouel hag azezet en ur c'harr sachet gant pevar a gezeg.