Afonso Portugal (1475-1491) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{pennad zo|Afonso Portugal}}
{{pennad zo|Afonso Portugal}}
'''Afonso Portugal''' (1475-1491), a oa infant Portugal, ha dezhañ e oa kurunenn [[rouantelezh Portugal]] da zegouezhout.
'''Afonso Portugal''' (1475-1491), a oa infant Portugal, ha dezhañ e oa kurunenn [[rouantelezh Portugal]] da zegouezhout pa varvas en ur gwallzarvoud.


==E vuhez==
==E vuhez==

Stumm eus an 21 Mez 2016 da 09:38

Ur pennad Afonso Portugal zo ivez.

Afonso Portugal (1475-1491), a oa infant Portugal, ha dezhañ e oa kurunenn rouantelezh Portugal da zegouezhout pa varvas en ur gwallzarvoud.

E vuhez

Ganet e oa d'an 18 a viz Mae 1475 e Lisboa. Mab e oa da João II (1455–1495), roue Portugal, ha d'e bried Leonor de Viseu (1458-1525). En enor dezhañ e voe anvet an inizi nevez dizoloet São Tomé ha Príncipe.

Dimeziñ a reas e 1490, da bemzek vloaz, d'an infantez spagnol Izabel Kastilha hag Aragon (1470-1498), 20 vloaz anezhi. Mervel a reas ar priñs tri miz goude an eured en ur gwallzarvoud.

Marv ar priñs Afonso Portugal

Goude e varv

Gant marv Afonso e chome dibennhêr ar roue Joaõ II. Klask a reas envel e vab bastard, Jordi de Lencastre, da bennhêr, met aner e voe. Mont a reas ar gurunenn gant e dostañ kar hervez al lezenn, ha hennezh e oa breur e wreg, ha sede penaos e teuas Manuel Iañ da vout roue Portugal e 1495. Hag en 1497, ec'h addimezas intañvez Afonso da Manuel Iañ Portugal, (1469-1521).