Paul Ladmirault : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
==Buhezskrid== |
==Buhezskrid== |
||
Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "[[Jili Raez]]" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh [[Gabriel Fauré]], ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton ezel e oa bet |
Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "[[Jili Raez]]" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh [[Gabriel Fauré]], ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton, ezel e oa bet e [[Strollad Broadel Breizh (1931-1944)|Strollad Broadel Breizh]]. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel [[Seizh Breur]] e oa. D’e heul e emezelas buan [[Georges Arnoux]] ha diwezhatoc'hik [[Paol ar Flemm]]. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "[[Barddas]]", levr ar Varzhed. Marvel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944. |
||
Katolik don, ne skrivas nemet ur pezh sonerezh sakr "Oferenn verr", 60 vloaz e oa pa skrivas anezhi evit e vab Daniel pa yeas da veleg. <ref>[http://paolig.ladmirault.pagesperso-orange.fr/francais/index.htm ''Lec'hienn paolig.ladmirault.pagesperso-orange.f''r]</ref> |
Katolik don, ne skrivas nemet ur pezh sonerezh sakr "Oferenn verr", 60 vloaz e oa pa skrivas anezhi evit e vab Daniel pa yeas da veleg. <ref>[http://paolig.ladmirault.pagesperso-orange.fr/francais/index.htm ''Lec'hienn paolig.ladmirault.pagesperso-orange.f''r]</ref> |
||
Linenn 67: | Linenn 67: | ||
{{DEFAULTSORT:Ladmirault, Paol}} |
{{DEFAULTSORT:Ladmirault, Paol}} |
||
[[Rummad:Sonaozourien Breizh]] |
[[Rummad:Sonaozourien Breizh]] |
||
[[Rummad:Tud Naoned]] |
[[Rummad:Tud eus Naoned]] |
||
[[Rummad:Ganedigezhioù 1877]] |
[[Rummad:Ganedigezhioù 1877]] |
||
[[Rummad:Marvioù 1944]] |
[[Rummad:Marvioù 1944]] |
Stumm eus an 17 Mez 2016 da 15:05
Paol Ladmirault (pe Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer breizhat, ganet e Naoned d'an 8 a viz Kerzu 1877, ha marvet d'an 30 a viz Here 1944 e Kamoel (Mor-Bihan), war-lez ar stêr Gwilun.
Buhezskrid
Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "Jili Raez" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh Gabriel Fauré, ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton, ezel e oa bet e Strollad Broadel Breizh. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel Seizh Breur e oa. D’e heul e emezelas buan Georges Arnoux ha diwezhatoc'hik Paol ar Flemm. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "Barddas", levr ar Varzhed. Marvel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.
Katolik don, ne skrivas nemet ur pezh sonerezh sakr "Oferenn verr", 60 vloaz e oa pa skrivas anezhi evit e vab Daniel pa yeas da veleg. [1]
Oberenn
Awenet eo oberenn Ladmirault gant mojennoù ar Gelted. Brudet eo evit e varzhonegoù siñfoniek, en o zouez emañ "Breselien diouzh ar mintin" hag "Ar Briwer". Oberennoù all a zo bet savet gantañ diwar-benn Breizh end-eeun pe bed ar Gelted "Heuliad brezhon" e 1903, ha "Rapsodienn ouezel" e 1909, pe sonerezh Tristan hag Izold. N'eo ket bet c'hoariet gwech ebet e eil opera Myrdhin (Marzhin). Pezhioù sonerezh relijiel kaer-kenañ a zo bet savet gantañ ivez.
Oberoù pennañ
Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
- Heuliad Breizh
- Belegez Korydwenn, gourc'horoll
- Ar Briwer, barzhoneg siñfoniek
- Er c'hoad, barzhoneg siñfoniek
- Valsenn drist evit piano ha laz-seniñ
- Bresilien diouzh ar mintin, barzhoneg siñfoniek
- Dimeziñ evit laz-seniñ ha piano
- Yaouankiz Cervantès evit laz-seniñ
- Sinfonienn en Ut
- Heuliad Breizh 1903
- Rapsodienn ouezel 1909
- Tristan hag Izold, sonerezh leurenn 1929
Oberoù sonerezh kambr
- Argemm war tonioù binioù evit piano pevar dorn
- Marc'hekadenn, faltazienn war "reeloù" skos, triad evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Tenergan evit pevarad-kerdin
- Triad "ar Stêr" evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Faltazienn evit violoñs ha piano 1899
- Kanaouennoù ar mor evit usvoud ha piano 1906
- Sonatenn evit violoñs ha piano 1931
- Pempad-kerdin 1933
- Pevarad-kerdin 1933
- Eus an Disheol d’ar Sklêrijenn evit violoñs ha piano 1935
- Koral hag argemm evit piano ha pempad-c'hwezh 1936
- Sonatenn evit gaolvioloñs ha piano 1939
- Sonatenn evit klerinell ha piano 1942
Oberoù piano ha kanaouennoù
- Daou zañs
- Pevar fezh
- Eñvor un azen
- Peder damskeudenn evit piano
- Valsenn drist evit daou biano, 1901
- Brimbalerezh, 1929.
Oberoù mouezh ha relijiel
- Tantum ergo evit mouezh, orglez ha laz-seniñ
- Oferenn verr evit kor ha orglez
- Myrdhin, opera
- Jili Raez, opera 1893
- Tonioù kozh evit tenor, pevarad-kerdin ha piano 1897
- Glycères, operetenn 1928