Bartolome (abostol) : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[File:L'apôtre saint Barthélemy.jpg|thumb|250px|Sant Bartolome, abostol, Penniliz Sant-Yann-Latran, [[Roma]], [[Italia]].]] |
[[File:L'apôtre saint Barthélemy.jpg|thumb|250px|Sant Bartolome, abostol, Penniliz Sant-Yann-Latran, [[Roma]], [[Italia]].]] |
||
'''Bartolome''', pe '''Bartelame'''<ref>Daou stumm d'an anv zo roet e [[Geriadur Hemon-Huon]] : [[Bartelame]], evel anv ur gumun, ha [[Bertele]].</ref>, pe '''Bartelemi'''<ref> Troidigezh ar Bibl gant [[Gwilh ar C'hoad]], 1897, p 840</ref>, pe '''Bertele'''<ref>Skrivet '''Berthele''' e [[Buhez ar Sent]] ; padal |
'''Bartolome''', pe '''Bartelame'''<ref>Daou stumm d'an anv zo roet e [[Geriadur Hemon-Huon]] : [[Bartelame]], evel anv ur gumun, ha [[Bertele]].</ref>, pe '''Bartelemi'''<ref> Troidigezh ar Bibl gant [[Gwilh ar C'hoad]], 1897, p 840</ref>, pe '''Bertele'''<ref>Skrivet '''Berthele''' e [[Bue ar Zent (1912)| Buhez ar Sent]] e 1912 ; padal e ra [[Marigo]] gant '''Barteleme''' ; a-hend-all e kaver '''Bertheleme''' e-giz anv-familh.</ref>, a oa unan eus daouzek diskibl [[Jezuz]] hervez [[Aviel Mazhev]] ('''10''', 2,3), [[Aviel Mark]] ('''3''',16-19) hag [[Aviel Lukaz]] ('''6''',13-16)<ref>Troidigezh ar pevar Aviel dindan renerezh [[Maodez Glanndour]], [[Al Liamm]], 1969, p 27, p 91 ha p 151</ref>. |
||
Meneget eo ivez e levr [[Oberoù an Ebestel]] (Ober. '''1''',13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid <ref>Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 282</ref>. |
Meneget eo ivez e levr [[Oberoù an Ebestel]] (Ober. '''1''',13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid <ref>Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 282</ref>. |
Stumm eus an 12 Mez 2016 da 21:52
Bartolome, pe Bartelame[1], pe Bartelemi[2], pe Bertele[3], a oa unan eus daouzek diskibl Jezuz hervez Aviel Mazhev (10, 2,3), Aviel Mark (3,16-19) hag Aviel Lukaz (6,13-16)[4].
Meneget eo ivez e levr Oberoù an Ebestel (Ober. 1,13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid [5].
Bibliourien zo a lavar ez eo ar memes den hag an Natanael a voe kinniget da Jezuz gant Filip (Yn 1, 45-51) met dizemglev a zo war ar poent-se.
Er mammennoù e sirieg e vez anvet pe Bartolome, pe Natanael bar (mab) Tolmai pe Natanael Bartolome Natanael[6].
Bet eo lakaet gant an iliz katolik war roll ar sent.
Istor ha hengoun
Avielet en defe Arabia, Persia ha marteze kornôg Indez gant an abostol Tomaz[7]. Tri hengoun disheñvel, hini Aleksansdria (gant Euzebius Kaesareia ha Hieronimos), levrioù kozh a-zivout ar verzherien, « Pasion » sant Bartolome a liamm avielerezh Bartolome ouzh Indez.
Hervez Euzebius Kaesareia e kavas Panten a Aleksandria pa yeas da Indez skouerennoù eus Aviel Mazhev bet lezet e ti tud zo gant Bartolome pa oa deuet di da avielañ[8]. Memes titour a voe roet Jerom a Stridon a lavar ouzhpenn e tistroas Panten gant ur skouerenn eus al levr [9].
Hervez an hengoun kristen e vefe bet oc'h avielañ Armenia gant Tomaz ha Jud ivez [10]. Kaget evefe bet Bartolome da avielañ bro Albanopolis. Merzheriet e vefe bet er gêr-se avefe per ur gêr eus Armenia Vihan, pe ur gêr eus su menezioù ar C'haokaz[11]. Hervez al Legenda aurea, e vefe bet digroc'henet ez-vev, staget ouzh ur groaz ha dibennet.
Treuzkaset e vez an hengounioù-se gant Iliz apostolek Armenia.
Azaouet e vez e relegoù en Penniliz San Bartolomeo all'Isola e Roma.
Sant-paeron ar gigerien, ar givijerien hag ar geinerien levrioù eo Sant Batolome. Lidet e vez d'ar 24 a viz Eost gant ilizoù kristen ar C'hornôg ha d'ar 25 gant ilizoù ar Reter. Liammet eo an deiziadoù-se eus a deiz ma voe kaset e relegoù da Enez Lipari e 580GJK moarvat.
Lidet e vez deiz-ha-bloaz e verzherinti d'an 11 a viz Mezheven gant ilizoù ar Reter.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Daou stumm d'an anv zo roet e Geriadur Hemon-Huon : Bartelame, evel anv ur gumun, ha Bertele.
- ↑ Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p 840
- ↑ Skrivet Berthele e Buhez ar Sent e 1912 ; padal e ra Marigo gant Barteleme ; a-hend-all e kaver Bertheleme e-giz anv-familh.
- ↑ Troidigezh ar pevar Aviel dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 27, p 91 ha p 151
- ↑ Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 282
- ↑ (fr)Don Régis Moreau, Thomas en Chine : les sources in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, emabannadurioù AED, Pariz, 2013, p 41.
- ↑ (fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 67-69.
- ↑ (fr)Euzebius Kaesareia, Istor an Iliz, 10, 3, meneget gant Ilaria Ramelli, e L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie,embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 65
- ↑ (fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 66
- ↑ (fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p129
- ↑ (fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 130