Dardoup : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Dizober kemmoù 1620433 a-berzh Teñsor Jambou (kaozeal)
Linenn 9: Linenn 9:


== Tachenn ==
== Tachenn ==
Ar vro Dardoup a ya kumunioù [[Kastell-Nevez-ar-Faou]], [[Plonevez-ar-Faou]], [[Koloreg]], [[Sant-Wazeg]] da ober anezhi, hag ivez re [[Laz]] ha [[Santoz]], daout ma n'eo ket ken kreñv ar santimant da vezañ Dardoup e spered an dud en div gumun-mañ. A-wechoù e vez staget [[Tregourez]] outi ivez, daoust hag e [[Bro C'hlazig]] e seblant bezañ e gwirionez. Ar [[Stêr Wanez]] a ra an disparti etre bro ar Vidared hag hini an Dardouped.
Ar vro Dardoup a ya kumunioù [[Kastell-Nevez-ar-Faou]], [[Plonevez-ar-Faou]], [[Koloreg]], [[Sant-Wazeg]] da ober anezhi, hag ivez re [[Laz]] ha [[Santoz]], daoust ma n'eo ket ken kreñv ar santimant da vezañ Dardoup e spered an dud en div gumun-mañ. A-wechoù e vez staget [[Tregourez]] outi ivez, daoust hag e [[Bro C'hlazig]] e seblant bezañ e gwirionez. Ar [[Stêr Wanez]] a ra an disparti etre bro ar Vidared hag hini an Dardouped.


== Rimadelloù ==
== Rimadelloù ==

Stumm eus an 22 Mae 2016 da 16:48

Dardoup a zo anv ur vro hengounel e kreiz Kerne ha Penn-ar-Bed, e Breizh, en-dro da gêr ar C'hastell-Nevez.

Anv

N'ouzer ket eus pelec'h e teu an anv just. Hervez kont en defe un dra bennaket da welet gant ar c'hoef a veze douget gant ar merc'hed gwechall hag a zo anavezet evit ur roued brodet ispisial hag he stroñsoù. Ha just a-walc'h e vez graet Dardoupenn, Dardoupez pe c'hoazh Dardoupezenn, eus ur plac'h o chom er vro-se. Ar baotred a vez graet Dardouped anezho. Diouzh an etnologour Reun Kreston e veze graet "Bardoupeizant" ivez eus ar c'hoef-se, peadra da soñjal eo disoc'het ar ger Dardoup diwar Bardou marteze, hep na vefer gouest da zisplegañ petra a dalvez hemañ.

Hervez lod-all e vefe mat klask e anv ar vro vihan stok outi er c'hornôg anvet Bidar, tro-dro da Bleiben. Evito e vefe heñvel eil silabenn ar ger Bidar ha silabenn gentañ ar ger Dardoup.

Dardoup a zo anv un dañs hengounel eus ar vro-se ivez, Gavotenn pe Dañs-tro Dardoup end-eeun. Bet ez eus bet tud o serriñ kanaouennoù ha kontadennoù digant brezhonegerien a-vihanik dre eno er bloavezhioù 1970 a oa bodet er strollad anvet Despunerien Bro Dardoup.

Tachenn

Ar vro Dardoup a ya kumunioù Kastell-Nevez-ar-Faou, Plonevez-ar-Faou, Koloreg, Sant-Wazeg da ober anezhi, hag ivez re Laz ha Santoz, daoust ma n'eo ket ken kreñv ar santimant da vezañ Dardoup e spered an dud en div gumun-mañ. A-wechoù e vez staget Tregourez outi ivez, daoust hag e Bro C'hlazig e seblant bezañ e gwirionez. Ar Stêr Wanez a ra an disparti etre bro ar Vidared hag hini an Dardouped.

Rimadelloù

Un dardoup
Pa vramm ra proup.
E Skeud Tour Bras Sant Jermen, 1978/228