Kastell-Nevez-ar-Faou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 70: Linenn 70:


* '''Feunteun Santig Gouenoù''' :
* '''Feunteun Santig Gouenoù''' :
* '''Feunteun plasenn ar Blomenn''' : 1831.
* '''Feunteun plasenn ar Blomenn''' : 1831. Bet diblaset e 1936.


== Darvoudoù istorel ==
== Darvoudoù istorel ==

Stumm eus an 22 Mae 2016 da 12:53

Kastell-Nevez-ar-Faou
Ar ganol, Pont ar Roue ha Chapel I.-V. ar Porzhoù
Ar ganol, Pont ar Roue ha Chapel I.-V. ar Porzhoù
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Châteauneuf-du-Faou
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kastellin
Kanton ar C'hastell-Nevez (betek 2015)
Brieg (abaoe 2015)
Kod kumun 29027
Kod post 29520
Maer
Amzer gefridi
Jean-Pierre Rolland
2014-2020
Etrekumuniezh KK Kerne-Uhel
Bro velestradurel Kornôg Kreiz-Breizh
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 650 ann. (2020)[1]
Stankter 86 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 11′ 15″ Norzh
3° 48′ 47″ Kornôg
/ 48.1875, -3.813056
Uhelderioù bihanañ m — brasañ m
Gorread 42,58 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kastell-Nevez-ar-Faou

Kastell-Nevez-ar-Faou, anvet ar C'hastell-Nevez hepken dre gomz peurvuiañ, a zo ur gêr hag ur gumun e departamant Penn-ar-Bed e Breizh. Lec'hiet eo war ribl kanol Naoned-Brest pe ar Stêr Aon, etre Menez Are en norzh hag ar Menez Du er su. Emañ er vroig Dardoup.

Ardamezioù

En glazur e gastell digor en argant, didoullet ha mogeriet en sabel, eilet ouzh beg gant un dreustell gommek en argant.[2]

Savadurioù ha lec'hioù istorel :

  • Ar c'hastell: eus ar c'hastell ma teu e anv d'al lec'h-mañ ne chom netra koulz lâret, war-bouez dismantroù ur voger bennak hag un tourig. An anv a gaver testeniekaet evit ar wech kentañ en ur skrid latin eus 1217: Castrum Novum. A-hervez e vije bet lakaet sevel ar savadur-kreñv-mañ etre 1162 ha 1184, gant beskonted ar Faou.
  • Chapel ar Vouster : en XIIIvet kantved e oa un oratouer eus ar savadur, ha tra ken. Testeniekaet eo ar chapel e 1575, evel kreizenn-lid trev ar Vouster. Peursavet eo e 1628. Kouezhet en he foull e deroù an XXvet kantved eo renevezet gant izili a youl vat ar gevredigezh "Mibien ar Mein Kozh" azalek 1982. Dibar eo ar chapel-se evit he maen-badez, he delwennoù liesliv hag he c'halvar eus kreiz ar XVvet kantved.
  • Chapel Itron-Varia ar Porzhoù : gant e dour moan ha sonn e ren ar savadur-mañ war draoñienn don, kildro ha glas ar stêr Aon, abaoe ur c'hant vloaz bennak 'zo. Adsavet eo bet er bloavezhioù 1892-1893 ha dek vloaz diwezhatoc'h eo bet lakaet an tour en e blas. Eus ar chapel kent, he deus graet brud al lec'h-se, e chom c'hoazh ar porched, eus ar XVvet kantved, doare gotek anezhañ. Savet e oa bet ar chapel gozh-se e 1438, war intrudu ar beleg Yann ar Prad, gant sikour an Dug Yann V. Gouestlet eo d'an Itron Varia, dre ma oa bet kavet eno, e foñs kef un dervenn, un delwenn a zeuas da vezañ burzhudus. War honnezh e oa skeudennet poltred ar Werc'hez ha war he c'hont e veze lakaet burzhudoù. Azalek ar mare-se eo bet dalc'het - hag e vez bepred - unan eus brasañ pardonioù Breizh, eil sulvezh diwezhañ miz Eost.
  • Iliz-parrez Sant Juluan : ar savadur a c'haller gwelet hiriv an deiz a zo bet savet e 1878. Eus an iliz a oa el lec'h-se a-raok e chom an tour bet savet e 1737, war intrudu Nouel Furig, person ar C'hastell-Nevez etre 1717 ha 1774. En XVIIIvet kantved e voe dibabet ivez gouestlañ an iliz da Sant Juluan, pa oa betek-henn, dindan maeroniezh un Itron-Varia Tresmaven dianav hag amsklaer he orin. E-touez an elfennoù a ya da ober pinvidigezh ar monumant-se emañ murlivadurioù Paul Sérusier.
  • Ar C'hoc'hui : bet diskaret e 1921.
  • Feunteun dindan douar Sant Yann-Vadezour : savet er XVvet kantved moarvat.
  • Feunteun Santig Gouenoù :
  • Feunteun plasenn ar Blomenn : 1831. Bet diblaset e 1936.

Darvoudoù istorel

  • 1490: emsavadeg kouerien e Kastell-Nevez-ar-Faou.
  • wd 1592: krogad etre ar Gevreerien ha dalc’hidi ar Roue e Poulodron, kêriadenn lec’hiet war bord an hent a gas da Garaez.
  • 23 a viz Meurzh 1593: ar c’habiten roueler Liskoed zo er C'hastell-Nevez gant e soudarded. Spontañ a ra ar boblañs. Evel-se eo lazhet ur beleg - Tepod Derrien e anv war a seblant - gant unan eus e soudarded war-bouez un taol kleze.
  • Gouere 1675: emsavadeg ar Bonedoù Ruz; tud ar C’hastell-Nevez a zo en o zouesk. Ganto eo pulluc’het maner Keranmoal o lakaat tan ennañ, hini ar Werje a zo preizhet ivez. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Kastell-Nevez-ar-Faou, Cornéli e anv, goude an emsavadeg[3].
  • 8 a viz Even 1791: manifestadeg zo e kêr a-enep d’ar veleien o deus graet le da "Vonreizh foran ar gloer".
  • Genver 1792: trubuilh zo war ar maez e Laz hag e Sant-Wazeg, an eil hag eben parrez stok ouzh ar C'hastell-Nevez. Peizanted ar parrezioù-se a embann bezañ e soñj tagañ tud ar C'hastell-Nevez gant o fuzuilhoù, ferc’hier hag o zrañchoù.
  • 1añ a viz Gouere 1815: chouanted a zeu da Gastell-Nevez da lakaat reuz. Tec’hout a reont kuit o klevet ez eus ur gompagnunezh martoloded dre ar vro.
  • 1845: prenet eo domani Trevare (Sant-Wazeg) gant ar vreudeur Kerjegu (ouzhpenn 4 000 devezh-arat) a laka ekonomiezh an trowardroioù da ziorren: en-dro da skluz Kastell-Nevez-ar-Faou e kresk an oberiantiz, traezh ha merl a vez degaset d’al labourerien-douar gant ar bigi a samm ganto patatez, koad ha mein-to meinglazegi ar Rick (S. Wazeg) ha Kerliou (ar C'hastell-Nevez).
  • 8 a viz Eost 1896: ar Prezidant Félix Faure a zo e kêr.
  • 1906: dont a ra Paul Sérusier da chom da Gastell-Nevez-ar-Faou.
  • 26-31 a viz Eost 1910: kendalc'h an URB (Kevredigezh Broadel Breizh).
  • 1960: divizet e vez gant ar C’huzul-kêr, a-unvouezh, lakaat panelloù heñchañ nevez, reizhskrivet anvioù ar c'hêriadennoù warno, hervez reolennoù ar brezhoneg, daoust da urzh kontrol isprefed Kastellin, war zigarez e teufe an “tech“-se eus ar c’hiz.
  • 1976: kentañ gwech ma'z eus eus Nevezamzer ar C’hastell-Nevez, festival sonerezh hengounel Breizh a ro tro, bep bloaz da Sul Fask, da wellañ sonerien ha kanerien ar vro da vont war al leurenn.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Skeudennoù

Tud

Tud ganet eno

Tud marvet eno

Tud liammet gant ar gumun

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • Ur c'hlas divyezhek publik kentañ derez zo bet digoret er gumun e 2003.
  • E distro-skol 2015 e oa 63 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (16,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].

Buhez foran

Lec'hanvadurezh

  • Reizhskrivet eo bet an anvioù-lec'h forzhik war ar panelloù war ar maez ha panelloù divyezhek zo un tammig e kêr ivez.
  • Stank eo ar ger brezhoneg "Roz" e-barzh anvioù-lec'h trowardroioù ar C'hastell-Nevez hag a bep tu da draonienn ar Stêr Aon. Implijet e vez kentoc'h evit eñvel ur grec'henn pe un dinaou serzh a-us d'ur gilblegenn pe d'ur stumm. Ar ger-se a zo bet amprestet gant brizhgalleg ar C'hastellneveziz pa vez anv eus "la rosière de Notre-Dame des Portes" ganto, evit kozeal eus ar roz ma kaver war e lein chapel I.-V. ar Porzhoù hag a zo a-us d'ur stumm eus Kanol Naoned-Brest. N'eus mann ebet da welet gant ar ger gallek evit Korzeg[5].

Livadurezh

Al livour Paul Sérusier (1863-1927) a deue ingal da Gastell-Nevez-ar-Faou azalek 1893. Ken bamet e oa deuet da vezañ gant maezioù kaer an trowardroioù ma tivizas prenañ un ti eno e 1906, daoust ma ne oa ket gwall binvidik (Kustumet e veze da livañ taolennoù evit ostizien ostalirioù Kastell-Nevez evit kaout un dra bennak da zebriñ pe gounit un tamm gwenneg bennak).

Dre se ha dre an darempredoù mat en devoa gant Kastellneveziz eo bev-kenañ e levezon er gêr-se bepred. Un toullad eus e oberennoù a c'haller sellet outo c'hoazh, evel e vurlivadurioù e iliz-parrez sant Juluan pe e vurlivadur brudet ouzh moger diabarzh an ti-kêr. Al levezon-se a zispleg ivez e kaver, hiriv an deiz, forzhig tud o livañ evit o flijadur menezioù, traoñiennoù pe koadoù ar vro o klask kenderc'hel an erv bet boulc'het gant Sérusier.

Gevelliñ

Bro Kêr Abaoe
Bro-Saoz South Brent (Devon) 1976
Spagn Chinchón 2000

Levrlennadur

  • Raymond Delaporte, La Sénéchaussée de Châteauneuf-du-Faou, Huelgoat et Landeleau, et les juridictions seigneuriales du ressort, emb. A. Pedone, Pariz, 1905, 240 p.
  • Christian MENARD, Châteauneuf-du-Faou, son histoire, sites, monuments et notes sur la région, 1991.
  • Georges ar Meur ha Henry Masson, Châteauneuf-du-Faou et ses alentours, Kistinid, emb. L'aventure carto, 1996, 192 p.
  • Yann MOULIN, Kastell Nevez : les tribulations d'un Bidard en pays Dardoup, emb. Coop Breizh, Speied, 1997, 208 p.
  • Jean-François BOEDEC, Histoire secrète des Montagnes Noires, kenemb. Coop Breizh-Keltia Graphic, Speied-Gourin, 2000, 224 p.
  • Henry MASSON, Châteauneuf-du-Faou : images, Histoire et histoires, emb. CA Laz, 2004, 76 p.
  • Christian MENARD, Châteauneuf-du-Faou, des origines à 1900, emb. ATR L’Edition Originale, Kemper, 1983; ademb. kresket C.A. de Laz, Laz, 2008, 104 p.

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 17 a viz Gouere 1978.
  3. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  4. Ofis Publik ar Brezhoneg
  5. Frañsez Kervella, "Anvioù-lec'h Breizh e-keñver an douaroniezh", e-barzh Hor Yezh, niv. 253, Meurzh 2008, p. 11