An ti Satanazet : diforc'h etre ar stummoù
Ouzhpennañ ur rann... |
→Liamm diavaez: Wikimammenn |
||
Linenn 35: | Linenn 35: | ||
==Liamm diavaez== |
==Liamm diavaez== |
||
{{Wikimammenn}} |
|||
*[https://br.wikisource.org/wiki/An_ti_satanazet/a-bezh '''''An ti Satanazet''''' a-bezh war Wikimammenn] |
|||
[[Rummad:Levrioù brezhonek|Ti Satanazet, An]] |
[[Rummad:Levrioù brezhonek|Ti Satanazet, An]] |
Stumm eus an 9 Mae 2016 da 18:32
An Ti satanazet zo ur romantig brezhoneg gant Jakez Riou, savet etre 1930 ha 1931.
Istor
Er gazetenn bemdeziek Le Courrier du Finistère, e 1930 ha 1931, an hini eo e oa bet embannet, da gentañ-penn, an ugent pennad a ya d'ober troioù-kaer an daou genderv-kompez Job ha Lom. Adembannet e voe ar skrid e stumm ul levrig, kant teir fajenn ha tregont ennañ, – An ti Satanazet an titl anezhañ – gant Skridoù Breizh e 1944 ; skeudennaouet e oa bet gant Pierre Péron.
Adembannadurioù
Adembannet e oa bet al levr e miz Gwengolo 1999 gant Brud Nevez hag e miz Gwengolo 2012 gant An Alarc'h embannadurioù.
Ar romant
Emañ Job ha Lom o chom e kêr Lanurgad ha krediñ a ra dezhe eo beuzet Herri, o eontr. Ha diwar neuze ne bado ket an daou istrogell gant ar c'hoant lakaat o c'hrabanoù war an hêrezh... evit d'o moereb bezañ bev c'hoazh ha yac'h-pesk.
Ar pennadoù
Setu an ugent pennad :
- Raklavar
- Daou istrogell
- Meû-eûh !
- O ! moereb, moereb muiañ-karet...
- Evel e rimadell ar gazeg wenn
- Falz an dic'harzher
- Teñzor burzhudus Beg-ar-C'hraneg
- Al loar he sklerijenn gamm
- Litanioù an diaoul
- Ar c'hazh gouez
- An daou gilhog-raden
- An Anken e kalon ar baotred
- Ar spont a ren
- Satanazet !... Ar c'hleñved dañjerus !...
- Un afer fall
- Un afer falloc'h c'hoazh
- Daou besketaer eus an dibab
- Bodadeg vras e Landremel hag en hent war-du Karreg-al-Louarn
- An emgann etre ar marichal ha Satanaz
- D'ar Gwener c'hoarzhadeg, d'ar sadorn leñvadeg