Bageerezh-dre-lien : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Rummad
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Ur vag-dre-lien''' a zo ur [[bag|vag]] az a war-raok war vor pe war ul lenn gant nerzh an [[avel]]. En amzer gozh e veze implijet evit an [[treuzdougen]], ar [[kenwerzh|c'henwerzh]] hag evel-just evit brezeliñ. Bez' e oa kalz a emgannoù war vor etre [[Bro-Saoz]], [[Bro-C'hall]], [[Bro-Spagn]] hag an [[Izelvroioù]].
'''Ur vag-dre-lien''' a zo ur [[bag|vag]] az a war-raok war vor pe war ul lenn gant nerzh an [[avel]]. En amzer gozh e veze implijet evit an [[treuzdougen]], ar [[kenwerzh|c'henwerzh]] hag evel-just evit brezeliñ. Bez' e oa kalz a emgannoù war vor etre [[Bro-Saoz]], [[Bro-C'hall]], [[Bro-Spagn]] hag an [[Izelvroioù]].


Erlec'hiet int bet e-pad an XIXvet hag an XXvet kanved gant bigi o doa ur c'heflusker gant aerhenn. Bremañ emañ ar re gant kefluskerien o kemer o flas. Ar bigi dre lien a vez imlijet dreistholl evit bale pe evit ar gourenadegoù sport. An holl bigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern o tougen ar [[Gouel (bageal)|gouelioù]].
Erlec'hiet int bet e-pad an XIXvet hag an XXvet kantved gant bigi o doa ur c'heflusker gant aerhenn. Bremañ emañ ar re gant kefluskerien o kemer o flas. Ar bigi dre lien a vez implijet dreist-holl evit bale pe evit ar gourenadegoù sport. An holl bigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern o tougen ar [[Gouel (bageal)|gouelioù]].


== Ar bagoù ==
== Ar bagoù ==
=== En Henamzer ===
=== En Henamzer ===


Ar [[galeenn|galeoù]] oa ar re anavezetañ. Implijet e oant gant ar [[Romaned]]. Gant gouelioù karrez e kerzent. Ar galeoù a oa dreist-holl evit brezeliñ pa veze ar Romaned er [[Mor Kreizdouar]]. Pa ne oa ket an avel eus an tu mat e veze lakaet ar sklaved da roeñvat. Met bez e oa galeroù hiroc'h a servije evit ar c'henwerzh a-benn treuzdougen peulvanoù eus Bro-Ejipt betek [[Roma.]]
Ar [[galeenn|galeoù]] oa ar re anavezetañ. Implijet e oant gant ar [[Romaned]]. Gant gouelioù karrez e kerzent. Ar galeoù a oa dreist-holl evit brezeliñ pa veze ar Romaned er [[Mor Kreizdouar]]. Pa ne oa ket an avel eus an tu mat e veze lakaet ar sklaved da roeñvat. Met bez e oa galeoù hiroc'h a servije evit ar c'henwerzh a-benn treuzdougen peulvanoù eus Bro-Ejipt betek [[Roma.]]


Er memes mare o doa ar Sinaïz ijinet unan eus ar bagoù ar re solutañ : ar [[jonk]] implijet c'hoazh hiziv gant ar pobloù eus Gevred Asia. N'he deus ar jonk a foñs plat kein ebet. Kreñvaet eo he framm gant ur reizhiad speurennoù e-barzh ar c'horf. Setu eo gwarezet ouzh ar peñseoù. [[Marco Polo]] en doa graet anv eus ar jonkoù en e zanevelloù beaj.
Er memes mare o doa ar Sinaiz ijinet unan eus ar bagoù ar re solutañ : ar [[jonk]] implijet c'hoazh hiziv gant ar pobloù eus Gevred Azia. N'he deus ar jonk a foñs plat kein ebet. Kreñvaet eo he framm gant ur reizhiad speurennoù e-barzh ar c'horf. Setu eo gwarezet ouzh ar peñseoù. [[Marco Polo]] en doa graet anv eus ar jonkoù en e zanevelloù beaj.


=== Er Grennamzer ===
=== Er Grennamzer ===
Linenn 14: Linenn 14:
Bez e oa ar c'hog, ur vag gant ur wern hag ur ouel garrez, implijet evit ar c'henwerzh pe al laerezh vor e [[Mor an Norzh]].
Bez e oa ar c'hog, ur vag gant ur wern hag ur ouel garrez, implijet evit ar c'henwerzh pe al laerezh vor e [[Mor an Norzh]].


Ar [[karag|c'harag]] a zo bet ijinet e fin ar Grennamzer. Unan eus ar bigi europat a c'helle mont war ar mor bras e oa. Setu eo bet ar c'harag bigi ar Bortugaliz hag ar Spanoliz e-pad an dizoloadegoù bras. Ar garavellenn a oa ivez implijet evit-se.
Ar [[karag|c'harag]] a zo bet ijinet e fin ar Grennamzer. Unan eus ar bigi europat a c'helle mont war ar mor bras e oa. Setu eo bet ar c'harag bigi ar Bortugaliz hag ar Spagnoled e-pad an ergerzhadegoù bras. Ar garavellenn a oa ivez implijet evit-se.


Bag ar Vikinget, an [[drakkar]] a zo anavezet mat evit e foñs plaen. Setu e oa posubl dezho mont war ar meurvioù met ivez war ar stêrioù-meur. Bez en deus ur ouel garrez hag un dra disheñvel eus ar re all betek henn: ur c'hein.
Bag ar Vikinged, an [[drakkar]] a zo anavezet mat evit e foñs plaen. Setu e oa posupl dezho mont war ar meurvorioù met ivez war ar stêrioù-meur. Bez en deus ur ouel garrez hag un dra disheñvel eus ar re all betek henn: ur c'hein.


Ar flut, bet ijinet en 18{{vet}} kanved gant an Hollandiz a oa implijet evit treuzdougen marc'hadourezh.
Ar flut, bet ijinet en 18{{vet}} kantved gant an Hollandiz a oa implijet evit treuzdougen marc'hadourezh.


=== An Azginivelezh ===
=== An Azginivelezh ===
==== Ar garavellenn ====
==== Ar garavellenn ====
Ar garavellenn a oa implijet gant ar Bortugaliz dreist-holl er 15{{vet}} kantved evit dizoloeiñ Afrika. Bihan a-walc'h e oa gant ur fard gwanaet. Bez he doa teir pe beder gwern dant telloù met gouelioù karrez war ar wern vihan. War ar garavellenn eo e oa [[Kristof Goulm]] aet betek Amerika.
Ar garavellenn a oa implijet gant ar Bortugaliz dreist-holl er 15{{vet}} kantved evit dizoleiñ Afrika. Bihan a-walc'h e oa gant ur fard gwanaet. Bez he doa teir pe beder gwern dant telloù met gouelioù karrez war ar wern vihan. War ar garavellenn eo e oa [[Kristof Goulm]] aet betek Amerika.


==== Ar [[galion|c'halion]] ====
==== Ar [[galion|c'halion]] ====
Implijet e Europa (e Bro-Spagn ar muiañ) e-pad ar 16{{vet}} ha 18{{vet}} kantved, ur vag vrezeliñ e oa. Gant teir pe bemp gwern, e oa ar galionoù un emdroadur eus ar c'harak gant arouezennoù eus ar garavellenn (ar penn a-dreñv karrez). Finoc'h eo he c'houc'h. Meur a bont he doa renkennoù kanolioù (betek 120 anezho). Bez' e oa ganti bigi bihanoc'h evel ar [[fourgadenn]]où (fregatoù) hag ar [[korvetenn|c'horvetennoù]]. Al lestroù-se o doa 36 kanol, lakaet war ar pont kontrol d'ar c'halionnoù.
Implijet e Europa (e Bro-Spagn ar muiañ) e-pad ar 16{{vet}} ha 18{{vet}} kantved, ur vag vrezeliñ e oa. Gant teir pe bemp gwern, e oa ar galionoù un emdroadur eus ar c'harak gant arouezennoù eus ar garavellenn (ar penn a-dreñv karrez). Finoc'h eo he c'houc'h. Meur a bont he doa renkennoù kanolioù (betek 120 anezho). Bez' e oa ganti bigi bihanoc'h evel ar [[fourgadenn]]où (fregatoù) hag ar [[korvetenn|c'horvetennoù]]. Al listri-se o doa 36 kanol, lakaet war ar pont kontrol d'ar c'halionnoù.


Etre an 18{{vet}} hag an 19{{vet}} kantved e oa deuet war wel batimantoù bihan milourel all evel ar [[brick]], ar [[brigantin]], ar [[goueletenn|c'houeletenn]] ha c'hoazh al [[loutr]].
Etre an 18{{vet}} hag an 19{{vet}} kantved e oa deuet war wel batimantoù bihan milourel all evel ar [[brick]], ar [[brigantin]], ar [[goueletenn|c'houeletenn]] ha c'hoazh al [[loutr]].
Linenn 31: Linenn 31:
=== Ar bagoù a-hiziv ===
=== Ar bagoù a-hiziv ===


Diaes eo rummata ar bigi a-hiziv. Moian'zo rummata anezho diouzh niver o c'houc'hoù (bigi ur c'houc'h, hag all) pe o fardaj (niver a wernioù, stumm ar gouelioù...), pe c'hoazh diouzh o gouetoni da vont war ar mor bras d'ober un dreuzadenn, pe da chom e-kichen an aod. Tu zo ivez ober rummadoù en ur daoler kont eus o imlij (evit ar redadegoù, pe evit ar bale).
Diaes eo rummata ar bigi a-hiziv. Moaien zo rummata anezho diouzh niver o c'houc'hoù (bigi ur c'houc'h, hag all) pe o fardaj (niver a wernioù, stumm ar gouelioù...), pe c'hoazh diouzh o gouestoni da vont war ar mor bras d'ober un dreuzadenn, pe da chom e-kichen an aod. Tu zo ivez ober rummadoù en ur daoler kont eus o implij (evit ar redadegoù, pe evit ar bale).


==== Ar [[plankenn-dre-lien]] ====
==== Ar [[plankenn-dre-lien]] ====
Ar plankenn-dre-lien pe windsurf he deus ur flojenn hag ul lien libr da lavaret eo ul lien otaget d'ur wern a c'hell treiñ warni he unan. Bez' e c'hell mont kenkoulz war an dour plat ha war ar mor rust.
Ar plankenn-dre-lien pe windsurf he deus ur flojenn hag ul lien libr da lavaret eo ul lien staget ouzh ur wern a c'hell treiñ warni he unan. Bez' e c'hell mont kenkoulz war an dour plat ha war ar mor rust.


==== An [[driver]] ====
==== An [[driver]] ====
An driver'zo ur vag hep kein ebet met gant un driv (ur seurt kilhenn a c'hell bezañ tennet). Implijet e vez evit ober gourenadegoù er regatoù pe evit pourmen. Bez' ez eus driverion disheñvel :
An driver zo ur vag hep kein ebet met gant un driv (ur seurt kilhenn a c'hell bezañ tennet). Implijet e vez evit ober gourenadegoù er regatoù pe evit pourmen. Bez' ez eus driverion disheñvel :
* an driver e-unan, gant ur ouel nemetken. Ar re anavezetañ eo an [[Optimist]] krouet e 1947 a zo dreist-holl evit ar vugale dindan 15 bloaz, an Europa (evit ar grennarded hag an oadourien , al [[laser radiazl]] (evit ar merc'hed) pe [[laser standart|standart]].
* an driver e-unan, gant ur ouel nemetken. Ar re anavezetañ eo an [[Optimist]] krouet e 1947 a zo dreist-holl evit ar vugale dindan 15 bloaz, an Europa (evit ar grennarded hag an oadourien , al [[laser radiazl]] (evit ar merc'hed) pe [[laser standart|standart]].
* an [[driver doubl]] en deus un [[gouel vras|ouel vras]], ur [[fok]], ur [[spinnaker]]. Ar re bennañ e Breizh eo ar C'holl-boued ( ar [[Vaurien]]), an [[Ekip]], ar [[420 (bag)|420]], ar [[470 (bag)|470]] (olempek), ar [[Fireball]], ar [[5O5 (bag)|5O5]], ar [[Snipe]].
* an [[driver doubl]] en deus un [[gouel vras|ouel vras]], ur [[fok]], ur [[spinnaker]]. Ar re bennañ e Breizh eo ar C'holl-boued ( ar [[Vaurien]]), an [[Ekip]], ar [[420 (bag)|420]], ar [[470 (bag)|470]] (olempek), ar [[Fireball]], ar [[5O5 (bag)|5O5]], ar [[Snipe]].

Stumm eus an 27 Ebr 2016 da 12:41

Ur vag-dre-lien a zo ur vag az a war-raok war vor pe war ul lenn gant nerzh an avel. En amzer gozh e veze implijet evit an treuzdougen, ar c'henwerzh hag evel-just evit brezeliñ. Bez' e oa kalz a emgannoù war vor etre Bro-Saoz, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag an Izelvroioù.

Erlec'hiet int bet e-pad an XIXvet hag an XXvet kantved gant bigi o doa ur c'heflusker gant aerhenn. Bremañ emañ ar re gant kefluskerien o kemer o flas. Ar bigi dre lien a vez implijet dreist-holl evit bale pe evit ar gourenadegoù sport. An holl bigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern o tougen ar gouelioù.

Ar bagoù

En Henamzer

Ar galeoù oa ar re anavezetañ. Implijet e oant gant ar Romaned. Gant gouelioù karrez e kerzent. Ar galeoù a oa dreist-holl evit brezeliñ pa veze ar Romaned er Mor Kreizdouar. Pa ne oa ket an avel eus an tu mat e veze lakaet ar sklaved da roeñvat. Met bez e oa galeoù hiroc'h a servije evit ar c'henwerzh a-benn treuzdougen peulvanoù eus Bro-Ejipt betek Roma.

Er memes mare o doa ar Sinaiz ijinet unan eus ar bagoù ar re solutañ : ar jonk implijet c'hoazh hiziv gant ar pobloù eus Gevred Azia. N'he deus ar jonk a foñs plat kein ebet. Kreñvaet eo he framm gant ur reizhiad speurennoù e-barzh ar c'horf. Setu eo gwarezet ouzh ar peñseoù. Marco Polo en doa graet anv eus ar jonkoù en e zanevelloù beaj.

Er Grennamzer

Bez e oa ar c'hog, ur vag gant ur wern hag ur ouel garrez, implijet evit ar c'henwerzh pe al laerezh vor e Mor an Norzh.

Ar c'harag a zo bet ijinet e fin ar Grennamzer. Unan eus ar bigi europat a c'helle mont war ar mor bras e oa. Setu eo bet ar c'harag bigi ar Bortugaliz hag ar Spagnoled e-pad an ergerzhadegoù bras. Ar garavellenn a oa ivez implijet evit-se.

Bag ar Vikinged, an drakkar a zo anavezet mat evit e foñs plaen. Setu e oa posupl dezho mont war ar meurvorioù met ivez war ar stêrioù-meur. Bez en deus ur ouel garrez hag un dra disheñvel eus ar re all betek henn: ur c'hein.

Ar flut, bet ijinet en 18vet kantved gant an Hollandiz a oa implijet evit treuzdougen marc'hadourezh.

An Azginivelezh

Ar garavellenn

Ar garavellenn a oa implijet gant ar Bortugaliz dreist-holl er 15vet kantved evit dizoleiñ Afrika. Bihan a-walc'h e oa gant ur fard gwanaet. Bez he doa teir pe beder gwern dant telloù met gouelioù karrez war ar wern vihan. War ar garavellenn eo e oa Kristof Goulm aet betek Amerika.

Ar c'halion

Implijet e Europa (e Bro-Spagn ar muiañ) e-pad ar 16vet ha 18vet kantved, ur vag vrezeliñ e oa. Gant teir pe bemp gwern, e oa ar galionoù un emdroadur eus ar c'harak gant arouezennoù eus ar garavellenn (ar penn a-dreñv karrez). Finoc'h eo he c'houc'h. Meur a bont he doa renkennoù kanolioù (betek 120 anezho). Bez' e oa ganti bigi bihanoc'h evel ar fourgadennoù (fregatoù) hag ar c'horvetennoù. Al listri-se o doa 36 kanol, lakaet war ar pont kontrol d'ar c'halionnoù.

Etre an 18vet hag an 19vet kantved e oa deuet war wel batimantoù bihan milourel all evel ar brick, ar brigantin, ar c'houeletenn ha c'hoazh al loutr.

Ar bagoù a-hiziv

Diaes eo rummata ar bigi a-hiziv. Moaien zo rummata anezho diouzh niver o c'houc'hoù (bigi ur c'houc'h, hag all) pe o fardaj (niver a wernioù, stumm ar gouelioù...), pe c'hoazh diouzh o gouestoni da vont war ar mor bras d'ober un dreuzadenn, pe da chom e-kichen an aod. Tu zo ivez ober rummadoù en ur daoler kont eus o implij (evit ar redadegoù, pe evit ar bale).

Ar plankenn-dre-lien

Ar plankenn-dre-lien pe windsurf he deus ur flojenn hag ul lien libr da lavaret eo ul lien staget ouzh ur wern a c'hell treiñ warni he unan. Bez' e c'hell mont kenkoulz war an dour plat ha war ar mor rust.

An driver

An driver zo ur vag hep kein ebet met gant un driv (ur seurt kilhenn a c'hell bezañ tennet). Implijet e vez evit ober gourenadegoù er regatoù pe evit pourmen. Bez' ez eus driverion disheñvel :

Ar c'hatamaran

Ar c'hatamaran eo ur vag he deus daou gouc'h. Setu eo rummataet evel ur vag lieskouc'h. Bez' en deus ur ouel vras hag ur fok. Implijet e vez evit ar bale a dizh bras hag ivez evit ar gourenadegoù hir war ar mor bras. E stabilded zo un avañs.

Porched:Ar mor