Skol Ober : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Fazi kodiñ H3.
Linenn 20: Linenn 20:
*''Herve ha Nora'', levrenn I, gant [[Armañs ar C'halvez]]
*''Herve ha Nora'', levrenn I, gant [[Armañs ar C'halvez]]
*''Brezhoneg buan hag aes'', gant [[Pêr Denez]]
*''Brezhoneg buan hag aes'', gant [[Pêr Denez]]
*''[[Ni a gomz brezhoneg]]'', gant [[Mark Kerrain]]
*''[[Ni a gomz brezhoneg]]''<ref>Un ali desker : http://ecureuildanslechene.blogspot.fr</ref>, gant [[Mark Kerrain]]
*''Le breton sans peine'', levrenn I, gant [[Divi Kervella]]
*''Le breton sans peine'', levrenn I, gant [[Divi Kervella]]

===Live 2===
===Live 2===
Da zibab zo evit kenderc'hal da zeskiñ ar yezh :
Da zibab zo evit kenderc'hal da zeskiñ ar yezh :

Stumm eus an 27 Ebr 2016 da 12:07

Brudañ Skol Ober
"Alo, an Douar ?
Ret-mat e vo lakaat ma anv e Skol Ober !"
Riwanon Kervella,
bet renerez Skol Ober,
Prezidantez Kuzul ar Brezhoneg

Skol Ober zo ur gevredigezh hag a ro kentelioù brezhoneg dre lizher.
Krouet e oa bet e 1932 e Douarnenez gant Marc'harid Gourlaouen, ha renet e oa bet ganti e-doug 40 vloaz. Vefa de Bellaing da gentañ-penn ha Riwanon Kervella a gemeras he fenn da-c'houde.

Digor eo kentelioù Skol Ober d'an holl dud a fell dezho kregiñ da studiañ pe wellaat o brezhoneg. Bez' e c'heller kregiñ pa garer.
Ar skoliad(ez) a gas (e/he) labour skrivet da reizhañ pa fell (dezhañ/dezhi). Difaziañ, reiñ alioù hag evezhiadennoù eo kefridi ar gelennerien (ar c'helennerezed).
Gant ur 80 den a-youl-vat bennak e vez reizhet ar poelladennoù. Un darn anezho a c'hell difaziañ ar poelladennoù dre bostel.

Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol ; o labour a c'hell bezañ notennet pa vez a-du renerezh ar skol.

Skol Ober zo ezel eus ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg (krouet e 1958) a vod kevredigezhioù gouestlet da zifenn ar brezhoneg.

Embannet ez eus bet levrioùigoù gant Skol Ober evit o c'hentelioù ivez, da skouer dornlevrioù kembraeg hag iwerzhoneg.

Liveoù e brezhoneg

C'hwec'h rummad a ya da sevel ar c'helc'hiad studioù dre Skol Ober. Levrioù-deskiñ zo evit pep hini anezho.

Live 1

Evit kregiñ gant ar brezhoneg e c'hall an dud dibab unan eus an hentennoù mañ :

Live 2

Da zibab zo evit kenderc'hal da zeskiñ ar yezh :

  • Herve ha Nora, levrenn II
  • Hent nevez d'ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella
  • Le breton sans peine, levrenn II

Live 3

Ul levr-studi hepken :

  • Ur voutailh war an traezh, gant Mark Kerrain

Live 4

Ul levr-studi hepken ivez :

  • Mont war-raok gant ar brezhoneg, gant Pêr Denez

Live 5

Da zibab zo etre daou levr :

  • Skol an trede derez
  • Kentelioù brezhoneg

Live 6

Ul levr hepken :

  • Troidigezhioù, ennañ skridoù lennegel gallek klasel bet dibabet gant Frañsez Kervella da dreiñ e brezhoneg.

Liammoù diavaez

  1. Un ali desker : http://ecureuildanslechene.blogspot.fr