Zeroubavel : diforc'h etre ar stummoù
agai |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 5 Ebr 2016 da 21:59
Zeroubavel pe Zorobabel [1] (hebraeg : זְרֻבָּבֶל ; gresianeg: Ζοροβαβέλ (Zorovavel); latin: Zorobabel) oa gouarnaour proviñs persat Yehud Medinata (Hagai 1, 1) ha mab-bihan Yehoyac'hin an eil diwezhañ eus rouaned Yehouda. Unan eus levierien ar strollad kentañ a Yuzevien(war-dro 536-522) ha zistroas eus Babilon e penn kentañ ren Koresh e voe gant ar beleg Yehoshoua. Dre vras e soñjer e c'hoarvezas an distro-se etre 536 ha 522 KJK.
Skoazellet e voe gant an daou profed Hagai ha Zec'haria. Deskrivañ a ra Zec'haria Zeroubavel ha Yehoshoua evel "an daou olevad en em zalc'h e-kichen Aotroù an douar a-bezh" (Ze 4, 11-14)[2].
Kregiñ a reas ar gouarnour hag ar beleg-meur da adsevel an Templ. Ma kreder Zec'haria (Ze 6,11) e voe soñjet gant lod adsevel rouantelezh Yehouda pe gant ar priñs Zeroubavel pe gant ar beleg-meur met hep ober berzh.
Mazhev ha Lukas a laka Zeroubavel e-touez hendadoù Jezuz (Mzh 1,12 ha Lk 3,27). [3]
Lenn a reer diwar e benn e Levr Ezra, e Levr Hagai hag e Levr Zec'haria.
Daveoù
- ↑ {br}Troidigezh Aviel Sant Mazhev didan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 9
- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, levrenn3, pp 355-356
- ↑ {fr} Dictionnaire culturel dela bible, cerf/Nathan, 1990, p 362