Yese : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[File:Dublin Christ Church Cathedral Nave West Window Tree of Jesse 2012 09 26.jpg|thumb|Gwezenn Yese-Gwerenn-livet-Christ Church Cathedral e Dulenn]]
[[File:Dublin Christ Church Cathedral Nave West Window Tree of Jesse 2012 09 26.jpg|thumb|Gwezenn Yese ; Gwerenn-livet ; Christ Church Cathedral e Dulenn]]

Hervez [[Kentañ Levr Shmouel|kentañ levr Shmouel]] eo Yese<ref>Troidigezh Aviel Sant Mazhev renet gant [[Maodez Glanndour]], Al Liamm, 1969, p 9</ref> pe Ïsai pe Yishai (hebraeg יִשַׁי ) tad [[David (roue Israel)|David]] hag a vez alies anvet "mab Yese" (Ben Yshai). Kavout a reer ar stumm "Isaï" e troidigezh ar Bibl gant [[Gwilh ar C'hoad]] (p 252).

Stumm eus an 4 Ebr 2016 da 14:03

Gwezenn Yese ; Gwerenn-livet ; Christ Church Cathedral e Dulenn

Hervez kentañ levr Shmouel eo Yese[1] pe Ïsai pe Yishai (hebraeg יִשַׁי ) tad David hag a vez alies anvet "mab Yese" (Ben Yshai). Kavout a reer ar stumm "Isaï" e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad (p 252).

Mab oa Yese da Obed a oa eñ mab da Voaz ha Rout. E Betlehem e Bro Yehouda e oa o chom. Saver deñved oa. Eizh mab en doa. Tri anezho a vez meneget e kentañ Levr Shmouel (Eliab, Abinadab,Shamma[2]). David oa an hini yaouankañ. Goulenn a reas Shmouel gwelet holl vibien Yese a-raok oleviñ David evel ma c'hourc'hemennas Doue dezhañ [3].

Alies e kaver en ilizoù "Gwezenn Yese" a ziskouez lignez douarel Jezuz peogwir ee eo Jezuz un lignez David hervez an Eil Testamant[4]

Daveoù

  1. Troidigezh Aviel Sant Mazhev renet gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 9
  2. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, p 251
  3. 1S 16,1-13
  4. Mazh1, 1-17; Luk 3,23-38