Aostria-Hungaria : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 132: Linenn 132:
----
----
<references/>
<references/>
== Notennoù ha daveennoù ==

{{Daveoù}}
{{Aostria}}
{{Aostria}}



Stumm eus an 21 Meu 2016 da 11:14

Österreichisch-ungarische Monarchie
Die im Reichsrat vertretenen Königreiche und Länder und die Länder der heiligen ungarischen Stephanskrone (alamaneg)

Osztrák-Magyar Monarchia
A birodalmi tanácsban képviselt királyságok és országok és a magyar szent korona országai (hungareg)
Banniel Aostria Banniel Hungaria
(Banniel kozh Aostria) (Banniel Hungaria)
Restr:Schildoh.png
Skoed-ardamez Aostria-Hungaria

Kanoù broadel Volkshymne (Aostria)
Himnusz (Hungaria)
Yezhoù ofisiel Aostria: Alamaneg, Tchekeg, Poloneg, Ukraineg, Italianeg, Roumaneg, Sloveneg, Kroateg... (12 yezh en holl)
Hungaria: Hungareg, Latin
Kêr-benn Vienna (Wien)
Gorread 680,887 km² (1907)
Poblañs 48,592,000 (1907)
Unpennoù Franz Joseph Iañ (1867-1916)
Karl Iañ (1916-1918)
Moneiz Kurunenn Aostrian (adalek 1892)


Aostria-Hungaria, distaget (LFE) [ɔsˌtriayŋga'riːa] [1], e oa kevredad an div stad meneget en anv ar vro. Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806 - 1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918. Dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl Iañ Habsbourg-Loren er bloavezh-se, e voe dispennet ar c'hevredad. Diazezet e voe meur a stad war e dachenn: Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Kouezhañ a rae rannvroioù zo e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.

Anv ofisiel ar c'hevredad a dalveze kement hag "Ar rouantelezhioù ha broioù dezho kannaded e Breujoù an Impalaeriezh ha broioù kurun santel hungarian Sant István". "Monarkiezh K & K" (diwar an alamaneg kaiserlich & königlich, "impalaerel ha roueel") a veze graet anezhañ ivez.

Yezhoù Aostria-Hungaria

Niver ha dregantad a yezherien er boblañs a-bezh e 1910

Yezh Niver a yezherien
Dregantad
Alamaneg 12.006.521 23,36
Hungareg 10.056.315 19,57
Tchekeg 6.442.133 12,54
Poloneg 4.976.804 9,68
Serbeg ha kroateg 4.380.891 8,52
Ukraineg 3.997.831 7,78
Roumaneg 3.224.147 6,27
Slovakeg 1.967.970 3,83
Sloveneg 1.255.620 2,44
Italianeg 768.422 1,50
Yezhoù all 2.313.569 4,51
En holl 51.390.223 100,00

Kartenn:Bevennoù yezhoù Aostria-Hungaria e 1911

Roll broioù Aostria-Hungaria

Kartenn broioù Aostria-Hungaria e 1907

Broioù Cisleithania (Aostria)

Broioù Transleithania (Hungaria)

Bro dindan melestradurezh voutin Aostria hag Hungaria


Liammoù diavaez


  1. Simboloù SAMPA brezhoneg /Os%triayNga"ri:a/

Notennoù ha daveennoù


 Aostria