Lizheroù Paol : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bianchi-Bihan en deus kaset ar bajenn Lizheroù Sant Paol da Lizheroù Paol: neptuekaat
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Meu 2016 da 14:08

Lizheroù Sant Paol a zo ar re niverusañ eus lizheroù an Ebestel a gaver en Testamant Nevez. Setu amañ ar roll anezho :


En e zigoradur skriv Maodez Glanndour : "Ur fazi e vefe lenn Lizheroù Sant Paol diouzh ar renk o devez en dornskridoù kozh ha diwar-se e mouladurioù an Testamant Nevez. Rak diouzh o hirder int bet steudet, hep derc'hel kont eus ar mare ma oant bet savet. Evel-se eo an hini ponnerañ-holl a gavomp da gentañ, al lizher d'ar Romaned, ha war e-lerc'h emañ al lizheroù d'ar Gorintidi ha n'int ket ken aes-se kennebeud-all. Setu perak eo hon dever en Digoradur-mañ kemer Lizheroù Sant Paol diouzh o urzh istorek. Ha m'hor befe un ali da reiñ evit o studi, e kemerfemp moarvat da gentañ ar re ziwezhañ, al lizheroù Pastorel da Dimozeoz ha da Ditos, evit addont tamm-ha-tamm war-zu ar re vras"

Setu an urzh kinniget gantañ : Al lizheroù d'an Desalonikidi ; Al lizheroù d'ar Gorintidi ; Al lizher d'ar Chalated ; Al lizher d'ar Romaned ; Lizheroù Paol prizoniet (al lizher d'ar Filipidi ; al lizher d'ar Golosidi ; al lizher d'an Efezidi ; Al lizher da Filemon) ; al lizheroù pastorel.

Sellout ar pennad a-zivout Al lizher d'an Hebreed evit kompren e blas e-touez lizheroù Sant Paol.

Setu urzh kronologek al lizheroù roet gant André Chouraki en e droidigezh eus ar Bibl[15]:

  • Lizheroù d'an Desalonikidi : 50-51
  • Lizher Filipidi : 55-57
  • Lizher d'ar C'halated : 55-57
  • Lizhiri d'ar Gorintidi : 55-57
  • Lizher d'ar Romaned : 57-58
  • Lizher d'ar Goloseidi : 61-63
  • Lizher d'an Efezidi : 61-63
  • Lizher da Filmon :61-63
  • Kentañ lizher da Dimozeoz : 63-65
  • Lizher da Ditoz :63-65
  • Eil lizher da Dimozeoz :64-66


Daveoù

  1. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 357-385
  2. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 387-413
  3. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 415-432
  4. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 433-443
  5. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971 pp. 445-454
  6. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 455-462
  7. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 463-469
  8. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 471-477
  9. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 479-482
  10. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 483-490
  11. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 491-496
  12. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 497-500
  13. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 501-502
  14. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 503-528
  15. La Bible traduite et présentée par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1989, 2432 bajenn, ISBN 2-220-03083-0