Naomi (Bibl) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
'''Naomi''' (pe '''Noemi''' e troidigezh [[An Tour-Tan]]) eo pried [[Elimelec'h]], er [[Bibl]], e [[Levr Rout]]. Mamm eo da [[Mahelon|Vahelon]] ha [[Kileyon]], o mibion. Ganto e tivroas da [[Moab|Moav]].
'''Naomi''' (pe '''Noemi''' e troidigezh [[An Tour-Tan]]) eo pried [[Elimelec'h]], er [[Bibl]], e [[Levr Rout]]. Mamm eo da [[Mahelon|Vahelon]] ha [[Kileyon]], o mibion. Ganto e tivroas da [[Moab|Moav]].



Goude marv Elimelec'h e timezas e vibion da vaouezed eus Moab : Mahelon da [[Ruth (Bibl)|Ruth]] ha Kileyon da [[Orpa]].
Naomi zo dimezet da Elimelech. Naonegezh zo er vro, ma tivro an daou bried hag o daou vab eus [[Judea]] da [[Moab]]. Mervel a ra Elimelec'h ha dimeziñ a ra e vibion da vaouezed eus o bro nevez, Moab : Mahelon da [[Ruth (Bibl)|Ruth]] ha Kileyon da [[Orpa]]. Mervel a ra an daou vab ivez, ha setu Naomi da zistreiñ d'he bro c'henidik, Judea, gant ur verc'h-kaer, [[Ruth (Bibl)|Ruth]]<ref name=je>[http://jewishencyclopedia.com/articles/11308-naomi "Naomi", ''Jewish Encyclopedia'']</ref>, tra ma chom eben, [[Orpah]], en Moab.

Ken kemmet eo Naomi gant ar baourentez hag ar glac'har ma n'eo ket he mignonezed kozh evit hec'h anavezout ken.

[[File:Jan van Scorel 006.jpg|thumb|left|200px|[[Jan van Scorel]], ''Ruth ha Naomi e parkeier Boaz''.]]

Koulz an eost eo pa zegouezh Naomi ha Ruth en Bethlehem. Naomi a ro aotre da Ruth da bennaouiñ er parkeier ma vo lezet da vont enne. O labourat emañ e park [[Boaz]], pa'z eo anavezet gant ur vatezh hag a lavar eo merc'h-kaer Naomi. Boaz a zo kar da bried Naomi. Se zo kaoz e lavar da Ruth pennaouiñ a-gevret gant e vitizhien hag e kemenn d'ar vevelien chom hep hegañ anezhi, ha neuze, da goulz merenn, e lavar dezhi dont da zebriñ ganto.

Pa glev Naomi eo bet degemeret mat Ruth gant Boaz, e lavar da Ruth en em gempenn da sachañ e selloù warni, ha tostaat outañ.

A-benn ar fin e timez Ruth da v-[[Boaz]], ur mab o deus, ha Naomi a ra war e dro, ma lavar tud ar vro he deus bet Naomi ur mab.


[[Rummad:Tud eus ar Bibl]]
[[Rummad:Tud eus ar Bibl]]

Stumm eus an 27 C'hwe 2016 da 15:52

Naomi o lavarout da Rout hag Orpa distreiñ da Moab, gant William Blake, 1795

Naomi (pe Noemi e troidigezh An Tour-Tan) eo pried Elimelec'h, er Bibl, e Levr Rout. Mamm eo da Vahelon ha Kileyon, o mibion. Ganto e tivroas da Moav.


Naomi zo dimezet da Elimelech. Naonegezh zo er vro, ma tivro an daou bried hag o daou vab eus Judea da Moab. Mervel a ra Elimelec'h ha dimeziñ a ra e vibion da vaouezed eus o bro nevez, Moab : Mahelon da Ruth ha Kileyon da Orpa. Mervel a ra an daou vab ivez, ha setu Naomi da zistreiñ d'he bro c'henidik, Judea, gant ur verc'h-kaer, Ruth[1], tra ma chom eben, Orpah, en Moab.

Ken kemmet eo Naomi gant ar baourentez hag ar glac'har ma n'eo ket he mignonezed kozh evit hec'h anavezout ken.

Jan van Scorel, Ruth ha Naomi e parkeier Boaz.

Koulz an eost eo pa zegouezh Naomi ha Ruth en Bethlehem. Naomi a ro aotre da Ruth da bennaouiñ er parkeier ma vo lezet da vont enne. O labourat emañ e park Boaz, pa'z eo anavezet gant ur vatezh hag a lavar eo merc'h-kaer Naomi. Boaz a zo kar da bried Naomi. Se zo kaoz e lavar da Ruth pennaouiñ a-gevret gant e vitizhien hag e kemenn d'ar vevelien chom hep hegañ anezhi, ha neuze, da goulz merenn, e lavar dezhi dont da zebriñ ganto.

Pa glev Naomi eo bet degemeret mat Ruth gant Boaz, e lavar da Ruth en em gempenn da sachañ e selloù warni, ha tostaat outañ.

A-benn ar fin e timez Ruth da v-Boaz, ur mab o deus, ha Naomi a ra war e dro, ma lavar tud ar vro he deus bet Naomi ur mab.

  1. "Naomi", Jewish Encyclopedia