Lev (muzul) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: simple:League (unit)
Linenn 18: Linenn 18:
[[es:Legua]]
[[es:Legua]]
[[fr:Lieue]]
[[fr:Lieue]]
[[he:ליגה (יחידת מידה)]]
[[it:Lega (unità di misura)]]
[[it:Lega (unità di misura)]]
[[ja:リーグ (単位)]]
[[ja:リーグ (単位)]]
[[la:Leuga]]
[[la:Leuga]]
[[nrm:Lue]]
[[pl:Liga lądowa]]
[[pl:Liga lądowa]]
[[pt:Légua terrestre]]
[[pt:Légua terrestre]]

Stumm eus an 30 Mae 2007 da 22:57


Un unanenn hed kozh eo al lev (reizh benel, liester levioù, eus al latin leuca deuet eus ar galianeg). Implijet e veze e meur a vro e Europa ha Suamerika. Talvezout a rae al lev-post etre 3 ha 6 kilometrad. Met hedoù liesseut a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. Er 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E Breizh e talveze al lev 4 800 metr evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev vor, houmañ 3 wech ur mil mor (5,516 m).

E 1791 e tivizas Bodadeg Vonreizhañ broadel gall e vo graet gant reizhiad ar metr ken e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.

E Breizh e vez kavet anvioù-lec'h gant lev enno. Div traezhenn hir kenañ a vez anvet al Lev-Draezh : unan e foñs Bae Douarnenez e kumunioù Ploudiern ha Sant-Vik hag an eil e Kornôg Bro-Dreger e kumunioù Plistin ha Lokmikael-an-Traezh.

Gerioù deveret

  • leviata : beajiñ da bell
  • leviad : hedad al lev
  • bannlev : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e Bro-C'hall e veze paet tailhoù bihannoc'h dindan 4 lev tro-dro da Bariz.
  • kardlev : kard al lev