Barzhaz Breizh : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Skeudenn:LessériesBarzazbreiz.jpg |
[[Skeudenn:LessériesBarzazbreiz.jpg|thumb|300px|Ar Rannoù, kan kentañ '''Barzhaz Breizh''']] |
||
'''Barzhaz Breizh''' (hervez an doare-skrivañ a vremañ), pe '''Barzaz Breiz''' (hervez an doare-skrivañ orin), zo anv ul levr savet gant Kervarker ([[Théodore Hersart de la Villemarqué]]), hag embannet e [[1839]]. Ennañ ez eus gwerzioù dastumet gantañ, pe gant e vamm evit darn, troet e galleg gantañ, hag embannet gant displegadurioù gallek a-zivout pep [[gwerz]] hag an tonioù da-heul. En amzer-se e oa war e studi diellour e [[Skol an Dielloù]], e [[Pariz]]. |
'''Barzhaz Breizh''' (hervez an doare-skrivañ a vremañ), pe '''Barzaz Breiz''' (hervez an doare-skrivañ orin), zo anv ul levr savet gant Kervarker ([[Théodore Hersart de la Villemarqué]]), hag embannet e [[1839]]. Ennañ ez eus gwerzioù dastumet gantañ, pe gant e vamm evit darn, troet e galleg gantañ, hag embannet gant displegadurioù gallek a-zivout pep [[gwerz]] hag an tonioù da-heul. En amzer-se e oa war e studi diellour e [[Skol an Dielloù]], e [[Pariz]]. |
||
Linenn 156: | Linenn 156: | ||
== Liammoù Internet == |
== Liammoù Internet == |
||
{{wikimammenn}} |
|||
*[http://perso.orange.fr/per.kentel/index_barzaz_breiz.htm Ar skrid brezhonek kinniget gant Per Kentel] |
*[http://perso.orange.fr/per.kentel/index_barzaz_breiz.htm Ar skrid brezhonek kinniget gant Per Kentel] |
||
*[http://books.google.fr/books?id=UvsFAAAAQAAJ&printsec=titlepage Barzaz Breiz en pdf], 4vet embannadur, 1846 (heñvel ouzh hini 1845). |
*[http://books.google.fr/books?id=UvsFAAAAQAAJ&printsec=titlepage Barzaz Breiz en pdf], 4vet embannadur, 1846 (heñvel ouzh hini 1845). |
||
{{Wikimammenn}} |
|||
[[Rummad: Sonerezh Breizh]] |
[[Rummad: Sonerezh Breizh]] |
||
[[Rummad: Sevenadur Breizh|Barzaz Breiz]] |
[[Rummad: Sevenadur Breizh|Barzaz Breiz]] |
Stumm eus an 18 Gen 2016 da 15:08
Barzhaz Breizh (hervez an doare-skrivañ a vremañ), pe Barzaz Breiz (hervez an doare-skrivañ orin), zo anv ul levr savet gant Kervarker (Théodore Hersart de la Villemarqué), hag embannet e 1839. Ennañ ez eus gwerzioù dastumet gantañ, pe gant e vamm evit darn, troet e galleg gantañ, hag embannet gant displegadurioù gallek a-zivout pep gwerz hag an tonioù da-heul. En amzer-se e oa war e studi diellour e Skol an Dielloù, e Pariz.
Embannadurioù a bep seurt
Embannet e voe ar Barzaz Breiz evit ar wech kentañ e 1839 e Pariz gant an embannadurioù Delloye e stumm 2 levr in-8. Adembannet e voe e 1840, e 1845, ha da c’houde e 1846, gant an Embannadurioù Didier et Cie, hag e 1867 adarre e Pariz.
Embannadur 1867 a voe adembannet meur a wech gant al levraoueg akademikel Perrin. Troet eo bet ar Barzhaz Breizh meur a wech e saozneg (Taylor, Fleay…), en alamaneg (Keller-Seckendorf), en italianeg (Pascoli), e poloneg h.a.
E 1981 e voe embannet ar Barzhazh Breiz e stumm ul levr-godell gant un embanner nevez.
E 1989 eo gant Mouladurioù Hor Yezh, un ti-embann staliet neuze e Lesneven ha renet gant Yann Desbordes, e teuas er-maez kentañ embannadur hollvrezhonek ar Barzhaz Breizh, skrivet en doare-skrivañ peurunvan.
E 1996 ez embannas Coop Breizh doare gallek ar Barzhaz Breizh, da lavaret eo hep skridoù brezhonek, evel ma oa bet skrivet
E 1999, gant an embannadurioù Éditions du Layeur e oa bet adembannet ar Barzaz Breiz bet embannet e 1867. Kinniget eo al levr-se gant Yann-Fañch Kemener, kaner brezhonek bet dastumet kalz a ganaouennoù gantañ ivez. Rakskridoù 1839, 1845, 1867 a oa bet embannet el levr-se, ma’z eo bet lakaet ar skridoù gallek hag ar skridoù brezhonek keñver-ha-keñver, en doare da aesaat lenn ar gwerzioù en div yezh. Da-heul al levr ez eus bet lakaet ur bladenn-arc’hant zo bet enrollet warni 12 kanaouenn gant Yann-Fañch Kemener ha Maîtrise de Bretagne, a gan o-unan pe a-gevret.
Ul levr brudet-kenañ
Brudet-kenañ e oa bet ar Barzaz Breiz e bed al lennegezh e Pariz. Skrivañ a reas George Sand ur ger bennak a-zivout « Diamantoù ar Barzhaz Breizh en ur skrid bet savet ganti ha keñveriañ a reas unan eus kanaouennoù ar Barzhaz Breizh, anvet « Droukkinnig Neumenoiou », gant ar bennoberenn « Ilias » bet savet gant Homeros. Kervarker, a oa 24 bloaz d’ar mare-se, a voe uhelaet e stadud sokial hag e-se e voe tu dezhañ studiañ donoc’h ar brezhoneg ha trajediennoù kozh Breizh. Ur wech deuet da vezañ anaoudek e teuas Kervarker da vezañ ezel eus Académie des inscripions et belles-lettres e 1856.
Ur bennoberenn heverk eo ar Barzhaz Breizh , ma’z eus unan, ken evit a sell al lennegezh, ar skiantoù, ken evit a sell ar politikerezh. Awenet e vez kalz a arzourien gant al levr-se, en o zouez ar sonerien a blij dezho ar c’hevrollennoù embannet a-gevret gant ar c’hanaouennoù.
Tabutoù a-zivout ar « Barzaz Breiz »
Pell goude embannadur ar Barzhaz Breizh e kavas Fañch an Uhel abeg el labour bet kaset da benn gant Kervarker, daoust m’en doa bet tro da gomz gantañ da-heul ur c’hendalc’h gouizieien e 1868. Soñjal a rae dezhañ e oa bet savet ar c’hanaouennoù penn-da-benn hervez stil James MacPherson rak biskoazh n’en doa lennet kanaouennoù bet savet ken mat hep gerioù gallek enno.
Skrivet en doa Francis Gourvil en e dezenn bet embannet e 1960 ne oa ket ar Barzaz Breiz ur barzhaz kananouennoù pobl gwririon.
Disteurel a reas Donatien Laurent an tamalladennoù-se evit darn en e dezenn bet kaset da benn gantañ e 1974. Diskouez a ra en e dezenn, bet embannet goude e 1989, e oa bet dastumet ar gwerzioù evit gwir gant Kervarker goude bezañ bet dizoloet e garnedoù dastum e 1964. Kervarker en doa, sur a-walc’h, kempennet ar gwerzioù evit kinnig kanaouennoù stummet-mat hag evit sevel doareoù-skouer eus ar c’hanaouennoù evel ma veze graet d’ar mare-se, da skouer gant ar breudeur Grimm.
Taolenn ar Barzaz Breizh – Embannadur Mouladurioù Hor Yezh - 1988
Gwerzioù
- Ar Rannoù
- Diougan Gwenc’hlan
- An Aotrou Nann hag ar Gorrigan
- Ar Bugel Lec’hiet
- Ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Iz
- Gwin ar C’hallaoued ha Koroll ar C’hleze
- Bale Arzhur
- Bosenn Eliant
- Marzhin
- I. Marzhin en e gavell
- II. Marzhin Divinour
- III. Marzhin Barzh
- IV. Distro Marzhin
- Lez-Breizh
- I. Ar C’himiad
- II. An Distro
- III. Marc’heg ar Roue
- IV. Morian ar Roue
- V. Ar Roue
- VI. Al Lean
- Droukkinnig Neumenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- Ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- An Distro esu a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- An Eostig
- Ar Plac’h Dimezet gant Satan
- Ar Breur Mager
- Kloareg Roc’han
- An Tri Manac’h Ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- An Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotrou Gwesklen
- Gwaz an Aotrou Gwelsklen
- An Alarc’h
- Ar Seizenn Eured
- Azenorig C’hlas
- Paotred Plouieou
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia ar Folgoad
- Ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrezh Keroulaz
- Floc’h Loeiz Trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an Aotrou Neved
- Emzivadez Lannuon
- Marv Pontkalleg
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolvan
- I. Ar Gwalldaol
- II.Truez an Ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al Levier
- Al Labourerien
- Ar Beleg Forbannet
- Ar Re C’hlas
- Ar Chouanted
- Ur Gentel Vat
- Bleunioù Mae
- An Amzer Dremenet
Sonioù
- Ar Goulenn
- Ar Gouriz
- Son an Daol
- Kentel ar Beorien
- Son Fest an Arvell
- Son Fest miz Even
- Son al Leur Nevez
- Kentel Fest ar Vugale
- An Hollaika
- Troiad an Eginane
- Ar C’hakouz
- Milinerez Pontaro
- An Droug-Hirnez
- Ar C’hloareg Paour
- Melezerioù Arc’hant
- Kroaz an Hent
- An Droukrañs
- Ar Gwennilied
Kanennoù
- Buhez Sant Ronan
- Sant Eflamm hag ar Roue Arzhur
- Tour an Arvor
- Kimiad an Ene
- Kanaouenn an Anaon
- An Ifern
- Ar Baradoz
Stagadenn
- Klemmvan Itron Nizon
Levrlennadurezh
- BARZAZ BREIZ, chants populaires de la BRETAGNE, recueillis, traduits et annotés pr le vicomte Hersart de la Villemarqué, 6ème édition, Pariz, Librairie académique, Didider et Cie, Libraires éditeurs 1867.
- Donatien Laurent,Aux sources du Barzaz Breiz ArMen 1989
- Francis Gourvil :" Théodore-Claude-Henri Hersart de la Villemarqué (1815 - 1895) et le Barzaz-Breiz Embannadurioù Oberthur - Roazhon. 1960.
- La question du Barzaz-Breiz ne serait-elle pas encore liquidée ?' 'Dastumad randaeloù" a-zivout ar Barzaz-Breiz. Tennet eus "La Dépêche de Brest", Mizioù Meurzh-Ebrel-Mezheven 1930
- Sur un passage de la neuvième série du Barzaz-Breiz. Embannadurioù Granvillaise – Roazhon. 1954. Tennet eus Ogam hengoun keltiek
- La littérature arthurienne dans le Barzaz-Breiz. Tennet eus Cahiers de l'Iroise. Brest. 1956.
- La langue du Barzaz-Breiz et ses irrégularités. Solecismes, syntaxe, tournures insolites. Imprimeries Réunies - Roazhon. 1966
- Nouvelles contributions à l'histoire du Barzaz-Breiz. 1982.
- L'authenticité du Barzaz-Breiz et ses defenseurs. A la rescousse d'un mauvais livre
- "En ur lenn ar Barzhaz Breizh", teir levrenn gant Abeozen embannet gant Preder (levrenn gentañ e 1959) diwar gentelioù Abeozen war ar Barzhaz Breizh e-pad an eil brezel bed e skol Emil Ernod Roazhon.
Sonerezh Breizh
- Sonerien ha kanerien Breizh a-leizh zo bet levezonet gant ar Barzaz Breiz. En o zouez, Alan Stivell en deus sonet ha kanet meur a ganaouenn tennet eus al levr brudet-se : « Marv Pontkalleg », « An Alarc’h », « Silvestrig », « Jenovefa », « Bale Arzhur » ha « Diougan Gwenc’hlan », ar strollad Tri Yann en deus enrollet meur a werz ivez Marv Pontkalleg, An Alarc’h, An Distro eus ar Vro-Saoz… Menegomp ivez Gilles Servat, Andrea ar Gouilh, EV, [[Bernard Benoît] h.a.
Levrioù all
Barzaz-Breiz - Les chanteurs et les puissances morales dans les montagnes, kelaouenn ar C.G.H..P, 14 a viz Mezheven 2005
Liammoù Internet
- Ar skrid brezhonek kinniget gant Per Kentel
- Barzaz Breiz en pdf, 4vet embannadur, 1846 (heñvel ouzh hini 1845).