Hent : diforc'h etre ar stummoù
Lañs |
D Robot Ouzhpennet: da, fi, it, nl, no, sl, sv, zh-yue |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
⚫ | |||
⚫ | |||
⚫ | |||
⚫ | |||
[[Rummad:Kehenterezh]] |
[[Rummad:Kehenterezh]] |
||
Linenn 34: | Linenn 29: | ||
*riboul : un hent strizh |
*riboul : un hent strizh |
||
*ribin, un hent strizh pe hentig goude tremen ul loen bras |
*ribin, un hent strizh pe hentig goude tremen ul loen bras |
||
[[da:Sti (vej)]] |
|||
⚫ | |||
⚫ | |||
[[fi:Polku]] |
|||
[[it:Sentiero]] |
|||
⚫ | |||
[[nl:Pad (weg)]] |
|||
[[no:Sti]] |
|||
⚫ | |||
[[sl:Pot]] |
|||
[[sv:Gångstig]] |
|||
[[zh-yue:小路]] |
Stumm eus an 30 Mae 2007 da 18:59
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un egorenn m'eo posubl d'an dud mont da vale warnañ eus ul lec'h d'un all eo an hent (liester : hentoù, heñchoù e meur a rannyezh). Terket e vezont diouzh ezhommoù an dud hag en ur tennañ kont eus ar skoilhoù naturel pe denel. Dre vras e vez an hentoù hentoù war an douar noazh pe kaledet gant mein bilet. Dre astenn e vez kaoz eus an hentoù war vor koulz ha, dre skeudenn, pep tra a seblant ober e hent evel war hentoù difetis er spered hag ar vuhez kevredigezhel. Dre skeudenn ivez e veze gwelet (hag e vez c'hoazh) un hent en oabl steredennet, Hent (pe Heñchoù) Sant-Jakez (pe Sant-Jalm), da lavaret eo un darn hor steredenneg.
Eus an hentoù koshañ digoret gant an dud kentañ, marteze o heuliañ reoù al loened bras ha gouez betek hor c'hevredigezhioù modern ez eus bet ezhomm eus ar c'hehentiñ (ken+hentiñ) dalavaret eo kaout darempredoù etre an dud ha mont d'ar parkoù evit gounid ar boued. Dre m'eo bet an Denelezh o kreskiñ e-keñver ar boblañs ez eus bet muioc'h-muiañ a hentoù evit mont da bep lec'h anavezet hag eus pep lec'h da n'eus forzh peseurt lec'h all ken eo an holl hentoù o c'hroaziañ an eil egile. Pa vez daou pe vuioc'h hent o c'hroaziann ez eus ur c'hroashent. War ar c'hroashentoù e vez staliet peurvuiañ meur a dolpadur-annez bihan ha bras.
Da vezañ kendalc'het
Gerioù deveret pe gant gant hent enno
- gourhent
- hentad
- hentadur
- hentaouiñ
- hent-bras
- hent-dall
- hent don
- hent ar Groas
- hent-houarn
- hent-meur
- hent-treuz
- hent-troad
- karrhent (hent-karr)
- kroashent
Sell ouzh ivez
- ode
- riboul : un hent strizh
- ribin, un hent strizh pe hentig goude tremen ul loen bras