Normandi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{pennad zo |Normandi (rannvro)}}
'''Normandi''' pe '''Normandia''' <ref>Normandia eo an anv hervez [[Geriadur Hemon-Huon]], Normandi eo a gaver er c'hanaouennoù-pobl.</ref> (''Nouormandie'' e [[normaneg]], ''Normandie'' e [[galleg]] ha ''Normandy'' e [[saozneg]]) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober [[Bro-C'hall]], war-bouez an inizi [[Aldernez]], [[Gwernenez]], [[Jerzenez]], [[Sark]] hag a zo perc’hennet gant kurunenn [[Breizh-Veur]], hep bezañ un darn eus ar [[Rouantelezh-Unanet]], dre ma'z eo rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi ivez.

Stumm eus an 8 Gen 2016 da 16:24

Ur pennad Normandi (rannvro) zo ivez.

Normandi pe Normandia [1] (Nouormandie e normaneg, Normandie e galleg ha Normandy e saozneg) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober Bro-C'hall, war-bouez an inizi Aldernez, Gwernenez, Jerzenez, Sark hag a zo perc’hennet gant kurunenn Breizh-Veur, hep bezañ un darn eus ar Rouantelezh-Unanet, dre ma'z eo rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi ivez.

Dizalc'h eo bet e-pad meur a gantved, a-raok kouezhañ etre krabanoù Bro-C'hall. Etre 1956 ha 2015 e oa rannet etre div rannvro velestradurel, Normandi-Izel ha Normandi-Uhel. E 2016 eo bet anvet kentañ prezidant rannvro Normandi unvanet, Hervé Morin [2].

Kartenn Normandi

Orin an anv

Normandi a zeu eus al latin Normandia , savet diwar ar ger Northmen, paotred an Norzh.

Istor

Gwelit ar pennad Istor Normandi.
Pennadoù da welout ivez : Duged Normandi, Gwilherm an Alouber. Eil Brezel Bed : Oberiadenn Overlord.

Yezh

Normaneg a vez lavaret eus yezh Normandi.

Kêrioù pennañ

Boued Normandi

Boued mod Normandi zo diazezet war pevar produi : an avaloù, al laezh, ar c'hig hag ar boued-mor. Gounezet vez avaloù evit ober chistr ha Calvados hag a zo implijet er gegin ivez. Produiñ a reer ivez formajoù, ha kregin evel istr, meskl ha kregin Sant-Jakez.

Dave ha notennoù

  1. Normandia eo an anv hervez Geriadur Hemon-Huon, Normandi eo a gaver er c'hanaouennoù-pobl.
  2. http://lepeuplebreton.bzh/2016/01/06/herve-morin-etre-fier-detre-normand-comme-on-est-fier-detre-breton/