Diforc'hioù etre adstummoù "Alan Stivell"

Aller à la navigation Aller à la recherche
photos
(photos)
==E vuhez==
===E yaouankiz - an delenn he c'herdin nilon, Bagad Bleimor, sonerezh hag sevenadurezh keltiek...===
[[File:Bagad Bleimor début des années 1960.jpg|thumb|Bagad Bleimor e 1961-1962]]
 
Ganet oa d’ar [[6 Genver|6 a viz Genver]] [[1944]] e [[Riom]] (Aovergn), en ur familh a orin eus [[Gourin]] ha [[Pondi|Pondivi]]. Tremen a reas e yaouankiz e Pariz. <br>
 
 
===1972-1976 : Alan Stivell / Gabriel Yacoub / Dan Ar Braz, etc. Ar pop keltiek en e vog ===
[[File:FIL 2012 - Dan ar Braz Celebration concert 52.JPG|thumb|[[Dan Ar Braz]]]]
Etre 1972 ha 1975 e voe embannet peder fladenn hag a zigasas un dispac'h sevenadurel bihan e Breizh.
 
E 1978 e voe embannet "Un dewezh 'ba 'gêr". Ur bladenn siouloc'h da vat hag a denn un tamm da "e Langoned". Ur bladenn blaz ar jazz un disterañ warni, ma vez roet plas d'ar "sonerezh hervez an imor" (= primaozadennoù). Evit ar wezh kentañ e tizoloer un ton a Vreizh-Uhel hag ur ganaouenn kanet e Kerneveureg.
 
[[File:Symphonie Celtique Stivell Lorient 1980 02.jpg|thumb|"Symphonie celtique", [[Emvod ar Gelted en Oriant]]]]
E 1979 e voe embannet "International tour - Tro ar Bed". Ur bladenn enrollet "live". Homañ zo gwall-zisheñvel diouzh an div bladenn "live" all bet enrollet gant Alan Stivell. Kontrol d'an div bladenn-se e kaver war homañ tonioù ha kanaouennoù a gaver war ar pladennoù studio kent ("Raok dilestra" dreist-holl). Kalite an enrolladenn n'eo ket eus ar re wellañ-holl siwazh. Unan eus pladennoù nebeutañ gwerzhet hag anavezet Alan Stivell.
 
E 1979 e enrollas Alan Stivell e "Symphonie Celtique - Tír na nÓg". Ur bladenn doubl ma voe bet pedet un niver bras a sonerien, dezho orinoù disheñvel. Savet an holl donioù ha kanaouennoù gant Alan e-unan, ha troet e yezhoù liesseurt (iwerzhoneg, brezhoneg, saozneg, tibeteg, berbereg, etc). Paotr ar "world music" hag ar sonerezh "cross-over" (jazz-rock, klasel, rock, pop) a gaver amañ.
 
D'an 3 a viz Eost 1980, e c'hoarias e "Symphonie celtique" gant kantadoù a sonerien dirak 10 000 a dud en Oriant da geñver [[Emvod ar Gelted en Oriant|Gouel etrekeltiek an Oriant]]. Siwazh ne voe ket peurechuet ar sonadeg abalamour d'ar glav.
 
D'an 3 a viz Eost 1980, e c'hoarias e "Symphonie celtique" gant kantadoù a sonerien dirak 10 000 a dud en Oriant da geñver Gouel etrekeltiek an Oriant. Siwazh ne voe ket peurechuet ar sonadeg abalamour d'ar glav.
=== 1981 - Hiziv an deiz : Alan hag an "diz-Alan" - Variété, New age, Teknno, Elektro ===
[[File:Stivell Nurernberg 2007.jpg|thumb|''Explore Tour'' e 2007, [[Nuremberg]]]]
 
Ur mare nevez a grogas adalek ar bloazioù 80 evit Alan Stivell, ur mare siouloc'h, evel ma tigouezhas da galz a ganerien bet en o bog er bloazioù 70 (daoust d'ar sonedagoù stank pe stankoc'h e Frañs hag en estrenvro). Aet ar sonerezh folk-rik e-maez ar c'hiz e ergerzhas Alan Stivell-Cochevelou ar sonerezhioù nevez a ziwanas er bloazioù 80, 90 ha 2000. "Variété" - "Variété française" a-wezhiou (''Bed an dud vew, 1 douar, Back to Breiz''h), New Age (''Harpe du nouvel age, The Mist of Avalon, Au-delà des mots, Mojenn''), Rock keltiek (''Bed an dud vew, Brian Boru''), Tekno (''Brian Boru''), Elektro ha hip-hop (''Explore, 1 Douar''), Folk ar bloazioù 1990 (''Brian Boru''). Meur a hini a baouezas da heuliañ Alan Stivell adalek ar mare-se. Re zisheñvel, a lavaro lod, diouzh Alan Stivell ar bloazioù 70. Gwir eo n'haller ket kavout na kanaouenn, na pladenn "kult" ebet e-mesk an traoù bet enrollet ha savet war-lerc'h 1980. Met chomet ez eus un tamm mat a ''aficionados'' feal ouzh o [[idolenn]].
 
 
== Alan Stivell hag ar brezhoneg ==
[[File:Bretagne Réunie Nantes septembre 2014 03.JPG|thumb|Stivell e [[Naoned]]]]
 
N'eo ket war ar sonerezh hepken e santer efed berzh Alan Stivell ar bloavezhioù 1971-1974 e Breizh. War ar brezhoneg ivez. Daoust ma n'eo ket ar brezhoneg ur yezh mestroniet re vat gant an arzour e-unan (pouez-mouezh galleg, gallekadurioù ha fazioù stank) en deus sikouret ha brudet ar brezhoneg muioc'h eget den all ebet er bed en e raok, dre reiñ anezhañ da glevet er bed-holl ha dre-se dedennañ milieroù a dud d'ar brezhoneg. Bras eo an niver a vrezhonegerien nevez hag a bennoù brezhoneg hag a lavar bezañ kroget da studiañ ar yezh war-lerc'h bezañ bet boemet gant e sonerezh.
 
 
== Dibab tonioù ==
[[File:Bagad Stivell Olympia.jpg|thumb|Olympia 2012 gant Bagad Quic-en-Groigne]]
* [[1975]] : ''Grand Succès d'Alan Stivell''
* [[1993]] : ''Again'' (N'eo ket ur gwir gompilasion avat, tonioù kozh brudet bet adenrollet kentoc'h)
==Liammoù diavaez==
{{Commons|Category:Alan Stivell}}
* [http://www.alan-stivellalanstivell.bzh Lec’hienn ofisiel]
* [http://alan-stivell.discuforum.info/index.php Alan Stivell blog]
* O kanañ e [[Karaez]] [http://www.youtube.com/watch?v=Z593IhlhR4s Youtube]
228

modifications

Lañser merdeiñ