ER (skinwel) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:
[[Rummad:heuliadennoù skinwel]]
[[Rummad:heuliadennoù skinwel]]
[[Rummad:Stiradoù skinwel]]
<!--
<!--
Cette série met en scène la vie du service des [[urgences]] de l'[[hôpital universitaire]] ''Cook County'' de [[Chicago]], et par extension celle des personnes qui le fréquentent.
Cette série met en scène la vie du service des [[urgences]] de l'[[hôpital universitaire]] ''Cook County'' de [[Chicago]], et par extension celle des personnes qui le fréquentent.

Stumm eus an 1 Gen 2016 da 18:06

Trummadoù, Urgences e galleg, ER evit Emergency Room e saozneg, a zo ur stirad skinwel amerikan a 331 rann a 46 munutenn pep hini bet krouet gant Michael Crichton ha skignet etre an 19 a viz Gwengolo 1994 hag an 3 a viz Ebrel 2009 war rouedad an NBC, National Broadcasting Company.

Skignet eo bet ar stirad e Frañs adalek ar 27 a viz Mezheven1996 war France 2, adskignet France 4 hag adalek an 30 aviz Du 2014 war TV Breizh hag adalek ar 5 a viz Genver 2015 war HD1.

Orin ar stirad

Michael Crichton wearing a suit.
Michael Crichton, krouer ar stirad.

E 1974 e skrivas ar skrivagner Michael Crichton ur senario diazezet war e skiant prenet pa oa mezeg diabarzhiad e Frañs en ur servij trummadoù revec'hiet. Ne yeas ket pelloc'h an traoù ha tremen a reas da raktresoù all. E 1990 e embannas ar romant Jurassic Park a voe azasaet evit ar sinema gant Steven Spielberg e 1993. Kenlabouret o doa mat-tre an daou zen. Kinnig a reas neuze Crichton da Spielberg senario Trummadoù. Divizet o deus aozañ ur film stur evit ur stirad skinwel kentoc'h eget ur film evit ar sinema. N'eus bet degaset kemm ebet pe dost da skript kentañ Crichton. An dudenn a vo Susan Lewis er stirad a oa ur paotr koulskoude ha ne oa ket Peter Benton un amerikan du.

An istor