Stalinouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 43 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q179121 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12: Linenn 12:
:*''Ar sokialouriezh en ur vro nemetken''. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posubl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an ''dispac'h diehan'' kelennet gant Trotski.
:*''Ar sokialouriezh en ur vro nemetken''. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posubl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an ''dispac'h diehan'' kelennet gant Trotski.


:*An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar stourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh dispac'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizout live ar [[gomunouriezh]] er bed-holl.
:*An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar stourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh dispac'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizout live ar [[komunouriezh|gomunouriezh]] er bed-holl.


Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en [[Unaniezh Soviedel]] er bloavezhioù 20 ha 30. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an [[houarn]] hag ar [[glaou]].
Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en [[Unaniezh Soviedel]] er bloavezhioù 1920 ha 1930. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an [[houarn]] hag ar [[glaou]].


Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.
Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.


Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an XXvet kantved meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en [[Unaniezh Soviedel]] evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al [[leninouriezh]] da gentañ ha war ar [[stalinouriezh]] war-lerc'h.
Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an {{XXvet kantved}} meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en [[Unaniezh Soviedel]] evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al [[leninouriezh]] da gentañ ha war ar [[stalinouriezh]] war-lerc'h.


Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour [[Nikita C'hrouchtchov]] hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da ''distalinikaat'' ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.
Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour [[Nikita C'hrouchtchov]] hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da ''distalinikaat'' ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.
Linenn 31: Linenn 31:


==Gwelet ivez==
==Gwelet ivez==

:*[[Maoouriezh]]
:*[[Maoouriezh]]
:*[[Marksouriezh-leninouriezh]]
:*[[Marksouriezh-leninouriezh]]
:*[[Enver Hoxha]]
:*[[Enver Hoxha]]



==Liammoù diavaez:==
==Liammoù diavaez:==

*[http://www.marxists.org/reference/archive/stalin/index.htm] Oberennoù Stalin
*[http://www.marxists.org/reference/archive/stalin/index.htm] Oberennoù Stalin
*[http://www.plp.org/books/Stalin/book.htmlAnother] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg)
*[http://www.plp.org/books/Stalin/book.htmlAnother] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg)

Stumm eus an 30 Kzu 2015 da 18:19

Kentoc'h evit un ideologiezh politikel ez eo ar 'stalinouriezh an doare da lakaat e pleustr ar varksouriezh-leninouriezh bet diorroet gant Stalin d'ar mare ma oa e penn an Unaniezh Soviedel.

Stalin. Poltred ofisiel

Abalamour da se e c'heller kompren neuze ez eo un termen a vez implijet dreist-holl gant ar re (komunourion pe get) n'emaint ket a-du gant ar varksouriezh-leninouriezh evit deskrivañ ar re a gred ne reas Stalin nemet chom feal d'al linenn bolitikel bet ijinet ha diorroet gant Marx ha Lenin. Un diforc'h a zo avat etre ar varksourion-leninourion a savas a-du gant politikerezh Mao Zedong diouzh un tu hag ar re a savas a-du gant hini Enver Hoxha goude an disparti politikel etre Republik Poblek Sina hag Albania hag a-wechoù e vez implijet an termen stalinourien evit ober dave d'an eil re.

Hervez ar stalinourion e oa Stalin gwir hêr Lenin hag e chomas feal d'al linenn bolitikel bet diorroet gantañ. Gant an drotskourion avat, a sav a-enep groñs d'ar stalinouriezh, e oa Trotski a hini a ranke degouezhout e penn ar Strollad Komunour goude marv Stalin. Enebiezh vras ez eus bet - hag ez eus c'hoazh - etre ar stalinourion hag an drotskourion diouzh un tu ha war-lerc'h etre ar stalinourion e-keñver an eurogomunouriezh hag an adwelouriezh.


E tezennoù pennañ ar stalinouriezh e kaver:

  • Ar sokialouriezh en ur vro nemetken. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posubl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an dispac'h diehan kelennet gant Trotski.
  • An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar stourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh dispac'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizout live ar gomunouriezh er bed-holl.

Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en Unaniezh Soviedel er bloavezhioù 1920 ha 1930. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an houarn hag ar glaou.

Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.

Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an XXvet kantved meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en Unaniezh Soviedel evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al leninouriezh da gentañ ha war ar stalinouriezh war-lerc'h.

Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour Nikita C'hrouchtchov hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da distalinikaat ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.

Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an Unaniezh Soviedel dindan beli C'hrouchtchof o vont war hent an eurogomunouriezh hag o leuskel war lerc'h diazennoù ar varksouriezh-leninouriezh.

Republik Poblek Sina avat a savas a-nep da bolitikerezh adwelour o kenderc'hel da zifenn ar varksouriezh-leninouriezh hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar vaoouriezh da ideologiezh ofisiel Sina e lec'h ar varksouriezh-leninouriezh-rik e savas Enver Hoxha a-enep dezhañ. Ur renad stalinour-rik e oa hini Albania neuze.

Efedoù ar stalinouriezh

  • kanañ a rae mil meuleudi d'al labour evel ideologiezh, pa oa ar varksouriezh da echuiñ gant al labour, chadenn al labourerien: komz a reer ivez eus stakanovouriezh;
  • diorren a reas ar vroadelouriezh rusian war un dro gant an estrengasoni hag an enepyuzeviezh, a-enep diazezoù an etrebroadelouriezh.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez:

  • [1] Oberennoù Stalin
  • [2] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg)