Adverb : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 48: Linenn 48:


===Adverboù-doareañ===
===Adverboù-doareañ===
Darn eus an adverboù-se zo anvioù-gwan ivez:
Darn eus an adverboù-se zo [[anv-gwan| anvioù-gwan]] ivez:
*''abred, buan, fall, mat,...''
*''abred, buan, fall, mat,...''
Anvioù-gwan a gaver e troiennoù adverbel zo:
Anvioù-gwan a gaver e troiennoù adverbel zo:
* ''a galon vat, a vouezh uhel, a wir galon''
* ''a galon vat, a vouezh uhel, a wir galon''


Kalz adverboù ha troiennoù adverbel zo savet diwar araogennoù:
Kalz adverboù ha troiennoù adverbel zo savet diwar [[araogenn]]où:
*a : ''a-benn ar fin'', a-daol-trumm, a-greiz-holl,...
*a : ''a-benn ar fin'', a-daol-trumm, a-greiz-holl,...
*dre: ''dre chañs'', ...
*dre: ''dre chañs'', ...

Stumm eus an 28 Kzu 2015 da 11:14

Er yezhoniezh e vez implijet an termen adverb pe rakverb (saoz: adverb) evit komz eus ur rummad gerioù yezhadurel hag a dalvez da gemmañ pe da resisaat ster gerioù eus n'eus forzh peseurt rummad yezhadurel all estreget an anvioù ma vez implijet doareerien hag anvioù-gwan, da lâret eo da skouer dreist-holl verboù, anvioù-gwan (en o zouez an niverennoù), pe c'hoazh frazennoù a-bezh.

Respont a ra an adverboù peurliesañ d'ar goulennoù "penaos?" ha "pegoulz?". Graet e vez an arc'hwel adverbel eus an dra-mañ ha gallout a ra bezañ kaset da benn gant adverboù pe c'hoazh gant rannfrazennoù adverb.

E brezhoneg, daoust ha ma c'heller sevel adverboù a-wezhioù dre stagañ ar rakger ez- pe er- ouzh deroù un anv-gwan, ne vez ket graet dre ret atav un diforc'h ken splann all etre stumm morfologel an anvioù-gwan hag hini ar rakverboù ha ma reer e yezhoù all evel ar galleg da skouer, keñveriit:


Anv-gwan
Brezhoneg
Un dra vat
Galleg
Une bonne chose
Saozneg
A good thing
Adverb
Brezhoneg
graet Mat eo bet
Galleg
Il a été bien fait
Saozneg
It was well done

Dont a ra an tremen adverb diwar an tremenoù implijet ez-hengounel evit deskrivañ yezhadur al latin hag implijet war-lerc'h evit deskrivañ fedoù yezhadurel yezhoù all. Meur a arc'hwel disheñvel diouzh re al latin a c'hell kaout an adverboù a yezh da yezh avat hag ur rummad yezhadurel ledan-tre an hini eo e gwirionez. N'heller ket implijout an holl adverboù evit ober dave d'ur frazenn a-bezh ("adverboù frazennek") da skouer.

E meur a yezh evel ar brezhoneg dre vras, n'eus stumm morfologel arbennik ebet evit merkañ an adverbioù hag o diforc'hañ diouzh rummadoù yezhadurel all, evel da skouer an alamaneg gut ("mat") = adverb/anv-gwan. Kemmañ a ra kalz ivez a yezh da yezh an doare da sevel adverboù, da skouer:

  • E saozneg e implijer alies al lostger "-ly" ouzh un anv-gwan evit sevel ur rakverb diwarnañ, da skouer happy ("laouen") > happily ("en un doare laouen");
  • Er yezhoù romanek e implijer alies al lostger -mente na rank ket bezañ adimplijet e heuliadoù adbverboù renk-ouzh-renk dre ret e yezhoù evel ar spagnoleg, da skouer pobre y triste ("paour ha trist") > "pobre y tristemente" = "pobremente y tristemente" ("en un doare paour ha trist");
  • E japaneg e c'heller sevel adverboù dre kemmañ silabenndiwezhañ un anv-gwan い > く pe dre gemmañ ar rannig な > に. N'heller ket sevel adverboù diwar an holl anvioù-gwan atav avat.
  • En iwerzhoneg e stager ar verb "mont" (hag a dalvez "betek") ouzh deroù un anv-gwan;
  • E gresianeg a-vremañ e saver adverboù peurliesañ dre stagañ al lostgerioù -α pe -ως ouzh gwrizienn un anv-gwan. A-wezhioù e c'hell bezañ disheñvel ster adverb pe adverb hervez al lostger resis implijet evit e sevel, da skouer καλός ("mat" pe "reizh") > καλά ("en un daore mat") ha καλώς ("en un doare reizh");
  • E latveg e saver adverboù diwar anvioù-gwan dre lakaat al lostger -i e lec'h an dibennoù gourel ha benel -s hag -a, da skouer labs ("good") > labi ("ervat"; "en un doare mat").

Adverboù brezhonek

Sed amañ un toullad adverboù ha troiennoù adverbel ( She sang loudly (loudly modifies the verb sang, indicating the manner of singing) We left it here (here modifies the verb phrase left it, indicating place) I worked yesterday (yesterday modifies the verb worked, indicating time) You often make mistakes (often modifies the verb phrase make mistakes, indicating frequency) He undoubtedly did it (undoubtedly modifies the verb phrase did it, indicating certainty)

Adverboù-amzeriañ

  • Gant an amzer-vremañ: bremañ, hiriv... kammed, morse,
  • Gant an amzer-da-zont: arc'hoazh, a-benn neuze, da-vloaz ..., biken ...
  • Gant an amzer-dremenet: dec'h, dilun, gwechall, kentaou ... biskoazh...
  • A verk ar boaz (hag a c'hall bezañ implijet gant ne vern pe amzer-verb) : alies, atav, a-wechoù, bemdez, bemnoz, bepred, dalc'hmat, peurliesañ ...

Adverboù-doareañ

Darn eus an adverboù-se zo anvioù-gwan ivez:

  • abred, buan, fall, mat,...

Anvioù-gwan a gaver e troiennoù adverbel zo:

  • a galon vat, a vouezh uhel, a wir galon

Kalz adverboù ha troiennoù adverbel zo savet diwar araogennoù:

  • a : a-benn ar fin, a-daol-trumm, a-greiz-holl,...
  • dre: dre chañs, ...
  • e : emberr, e gwirionez, ...
  • evel : evel-hen,
  • hep: hepdale, hep mar
  • ouzh: ouzhpenn, skoaz-ouzh-skoaz,
  • rak : rag-eeun, raktal
  • war : war-blaen, war-raok

Adverboù-eren

An adverboù-eren, pe ereadurezh, pe kenereerien, zo adverboù ha ne gemmont ket ster ur verb met hini ul lavarenn a-bezh, pe hini ur frazenn zoken. Evel stagelloù int.

  • A-benn ar fin, a dra sur, evel-se, gant-se, goude-se, koulskoude, neuze, ouzh-penn-se, setu perak, etc.
  • Avat, eta, ivez, zo, ouzhpenn-se, adverboù diabarzh dre ma n'hallont ket bezañ implijet e deroù ar frazenn evel an adverboù ordinal.

Adverboù-lec'hiañ

  • amañ, aze, ahont, eno...
  • Adverboù orin : ac'hann, alese, aleshont...

Gwelit ivez: