Adverb : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34: Linenn 34:


==Adverboù brezhonek==
==Adverboù brezhonek==
Sed amañ un toullad adverboù ha troiennoù adverbel.
Sed amañ un toullad adverboù ha troiennoù adverbel (


===Adverboù-amzeriañ===
===Adverboù-amzeriañ===
Linenn 41: Linenn 41:
*Gant an amzer-dremenet: ''dec'h, dilun, gwechall, kentaou ... biskoazh...''
*Gant an amzer-dremenet: ''dec'h, dilun, gwechall, kentaou ... biskoazh...''
*A verk ar boaz (hag a c'hall bezañ implijet gant ne vern pe amzer-verb) : ''alies, a-wechoù, bemdez, bemnoz, peurliesañ ...''
*A verk ar boaz (hag a c'hall bezañ implijet gant ne vern pe amzer-verb) : ''alies, a-wechoù, bemdez, bemnoz, peurliesañ ...''


===Adverboù-doareañ==
Darn eus an adverboù-se zo anvioù-gwan ivez:
*''abred, a-daol-trumm, a-greiz-holl, buan, espes-kaer, evel-hen, fall, mat, tamm-ha-tamm,


===Adverboù-eren===
===Adverboù-eren===
Linenn 46: Linenn 51:
*''A-benn ar fin, a dra sur, evel-se, gant-se, goude-se, koulskoude, neuze, ouzh-penn-se, setu perak'', etc.
*''A-benn ar fin, a dra sur, evel-se, gant-se, goude-se, koulskoude, neuze, ouzh-penn-se, setu perak'', etc.
*''Avat, eta, ivez,'' zo, ouzhpenn-se, adverboù diabarzh dre ma n'hallont ket bezañ implijet e deroù ar frazenn evel an adverboù ordinal.
*''Avat, eta, ivez,'' zo, ouzhpenn-se, adverboù diabarzh dre ma n'hallont ket bezañ implijet e deroù ar frazenn evel an adverboù ordinal.

===Adverboù-lec'hiañ===
*''amañ, aze, ahont, eno... ''
*Adverboù orin : ''ac'hann, alese, aleshont...''


== Gwelit ivez: ==
== Gwelit ivez: ==

Stumm eus an 27 Kzu 2015 da 09:32

Er yezhoniezh e vez implijet an termen adverb pe rakverb (saoz: adverb) evit komz eus ur rummad gerioù yezhadurel hag a dalvez da gemmañ pe da resisaat ster gerioù eus n'eus forzh peseurt rummad yezhadurel all estreget an anvioù ma vez implijet doareerien hag anvioù-gwan, da lâret eo da skouer dreist-holl verboù, anvioù-gwan (en o zouez an niverennoù), pe c'hoazh frazennoù a-bezh.

Respont a ra an adverboù peurliesañ d'ar goulennoù "penaos?" ha "pegoulz?". Graet e vez an arc'hwel adverbel eus an dra-mañ ha gallout a ra bezañ kaset da benn gant adverboù pe c'hoazh gant rannfrazennoù adverb.

E brezhoneg, daoust ha ma c'heller sevel adverboù a-wezhioù dre stagañ ar rakger ez- pe er- ouzh deroù un anv-gwan, ne vez ket graet dre ret atav un diforc'h ken splann all etre stumm morfologel an anvioù-gwan hag hini ar rakverboù ha ma reer e yezhoù all evel ar galleg da skouer, keñveriit:


Anv-gwan
Brezhoneg
Un dra vat
Galleg
Une bonne chose
Saozneg
A good thing
Adverb
Brezhoneg
graet Mat eo bet
Galleg
Il a été bien fait
Saozneg
It was well done

Dont a ra an tremen adverb diwar an tremenoù implijet ez-hengounel evit deskrivañ yezhadur al latin hag implijet war-lerc'h evit deskrivañ fedoù yezhadurel yezhoù all. Meur a arc'hwel disheñvel diouzh re al latin a c'hell kaout an adverboù a yezh da yezh avat hag ur rummad yezhadurel ledan-tre an hini eo e gwirionez. N'heller ket implijout an holl adverboù evit ober dave d'ur frazenn a-bezh ("adverboù frazennek") da skouer.

E meur a yezh evel ar brezhoneg dre vras, n'eus stumm morfologel arbennik ebet evit merkañ an adverbioù hag o diforc'hañ diouzh rummadoù yezhadurel all, evel da skouer an alamaneg gut ("mat") = adverb/anv-gwan. Kemmañ a ra kalz ivez a yezh da yezh an doare da sevel adverboù, da skouer:

  • E saozneg e implijer alies al lostger "-ly" ouzh un anv-gwan evit sevel ur rakverb diwarnañ, da skouer happy ("laouen") > happily ("en un doare laouen");
  • Er yezhoù romanek e implijer alies al lostger -mente na rank ket bezañ adimplijet e heuliadoù adbverboù renk-ouzh-renk dre ret e yezhoù evel ar spagnoleg, da skouer pobre y triste ("paour ha trist") > "pobre y tristemente" = "pobremente y tristemente" ("en un doare paour ha trist");
  • E japaneg e c'heller sevel adverboù dre kemmañ silabenndiwezhañ un anv-gwan い > く pe dre gemmañ ar rannig な > に. N'heller ket sevel adverboù diwar an holl anvioù-gwan atav avat.
  • En iwerzhoneg e stager ar verb "mont" (hag a dalvez "betek") ouzh deroù un anv-gwan;
  • E gresianeg a-vremañ e saver adverboù peurliesañ dre stagañ al lostgerioù -α pe -ως ouzh gwrizienn un anv-gwan. A-wezhioù e c'hell bezañ disheñvel ster adverb pe adverb hervez al lostger resis implijet evit e sevel, da skouer καλός ("mat" pe "reizh") > καλά ("en un daore mat") ha καλώς ("en un doare reizh");
  • E latveg e saver adverboù diwar anvioù-gwan dre lakaat al lostger -i e lec'h an dibennoù gourel ha benel -s hag -a, da skouer labs ("good") > labi ("ervat"; "en un doare mat").

Adverboù brezhonek

Sed amañ un toullad adverboù ha troiennoù adverbel (

Adverboù-amzeriañ

  • Gant an amzer-vremañ: bremañ, hiriv... kammed, morse,
  • Gant an amzer-da-zont: arc'hoazh, a-benn neuze, da-vloaz ..., biken ...
  • Gant an amzer-dremenet: dec'h, dilun, gwechall, kentaou ... biskoazh...
  • A verk ar boaz (hag a c'hall bezañ implijet gant ne vern pe amzer-verb) : alies, a-wechoù, bemdez, bemnoz, peurliesañ ...


=Adverboù-doareañ

Darn eus an adverboù-se zo anvioù-gwan ivez:

  • abred, a-daol-trumm, a-greiz-holl, buan, espes-kaer, evel-hen, fall, mat, tamm-ha-tamm,

Adverboù-eren

An adverboù-eren, pe ereadurezh, pe kenereerien, zo adverboù ha ne gemmont ket ster ur verb met hini ul lavarenn a-bezh, pe hini ur frazenn zoken. Evel stagelloù int.

  • A-benn ar fin, a dra sur, evel-se, gant-se, goude-se, koulskoude, neuze, ouzh-penn-se, setu perak, etc.
  • Avat, eta, ivez, zo, ouzhpenn-se, adverboù diabarzh dre ma n'hallont ket bezañ implijet e deroù ar frazenn evel an adverboù ordinal.

Adverboù-lec'hiañ

  • amañ, aze, ahont, eno...
  • Adverboù orin : ac'hann, alese, aleshont...

Gwelit ivez: