Bianca Cappello : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 11 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q258111
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
[[File:Lavinia fontana Bianca Cappello.jpg| thumb| Bianca Cappello poltredet gant [[Lavinia Fontana]]. ]]
[[File:Lavinia fontana Bianca Cappello.jpg| thumb| Bianca Cappello poltredet gant [[Lavinia Fontana]]. ]]
[[File:Alessandro Allori - Portrait of Grand Duchess Bianca Capello de Medici.jpg|left|thumb|Bianca hag [[Antonio de' Medici]] ]]
[[File:Alessandro Allori - Portrait of Grand Duchess Bianca Capello de Medici.jpg|left|thumb|Bianca hag [[Antonio de' Medici]] ]]
'''Bianca Cappello''' a oa un itron eus [[Firenze]] er XVIvet kantved. [[Serc'h]] e oa da [[Francesco Iañ de' Medici ]] 1574-1587, eil [[dug-meur Toskana]]. Hennezh a oa dimezet, ha pemp bugel dezhañ. Goude marv e wreg e 1578 e timezas an dug-meur ha Bianca Capello
'''Bianca Cappello''' a oa un itron eus [[Firenze]] er XVIvet kantved. [[Serc'h]] e oa da [[Francesco Iañ de' Medici ]] 1574-1587, eil [[dug-meur Toskana]]. Hennezh a oa dimezet, ha pemp bugel dezhañ. Goude marv e wreg e 1578 e timezas an dug-meur ha Bianca Capello.


==He buhez==
==He buhez==
Linenn 14: Linenn 14:


[[Cosimo Iañ de' Medici]] a varvas en [[1574]] ha Francisco a renas war e lerc'h. Staliañ a reas Bianca en ur palez eus ar re gaerañ, tostik d'e hini, diseblant ouzh an dichekadenn a rae d'e bried war un dro: hennezh eo ar [[Palazzo di Bianca Cappello]], savet gant an tisavour [[Bernardo Buontalenti]].
[[Cosimo Iañ de' Medici]] a varvas en [[1574]] ha Francisco a renas war e lerc'h. Staliañ a reas Bianca en ur palez eus ar re gaerañ, tostik d'e hini, diseblant ouzh an dichekadenn a rae d'e bried war un dro: hennezh eo ar [[Palazzo di Bianca Cappello]], savet gant an tisavour [[Bernardo Buontalenti]].
Mervel a reas Janed en [[1578]] ha dimeziñ a reas Francisco didrouz gant Bianca e Mezheven [[1579]]. Diwezhatoc'h e voe graet ar banvez eured.
Mervel a reas Janed en [[1578]] ha dimeziñ a reas Francisco didrouz gant Bianca e Mezheven [[1579]]. Diwezhatoc'h e voe graet ar banvez eured.

<!--

o estaban enfermos de Expertos [[forense]]s y [[Toxicología|toxicólogos]] de la Universidad de Florencia reportaron evidencias de envenenamiento [[arsénico]], en un estudio publicado en diciembre de [[2006]] el ''British Medical Journal''; muestras del [[hígado]] de Francisco, tomadas de la cripta indicaron niveles de arsénico "muy superiores" a los normales.<ref>"Uccisi con l'arsenico: risolto il giallo dei Medici"; ''Corriere della Sera'', 28 de diciembre de 2006.</ref><ref>[http://www.clarin.com/diario/2007/01/04/elmundo/i-02801.htm Tras cuatro siglos de misterio, se supo que fueron envenenados] ''Clarín'', 4 de enero de 2007.</ref>

la fanciulla venne infatti ingannata circa le reali possibilità economiche del marito, a cui aveva affidato a cuor leggero i preziosi gioielli della sua dote. Il governo veneto cercò di farla rimpatriare forzatamente, ma la protezione di [[Cosimo I]] alla coppia impedì che il provvedimento venisse attuato. La coppia ebbe una figlia di nome Virginia, o secondo altre fonti Pellegrina, come la madre di Bianca.

Devenu veuf, il finit par l'épouser, après lui avoir fait décerner par les Vénitiens le titre honorifique de ''Fille de la république'', [[1579]]. Il ne l'épousa cependant que quatre mois après qu'eut lieu la publication du mariage et la proclamation de Bianca Capello comme Grande-duchesse de [[Toscane]].
-->


==Marv==
==Marv==

Stumm eus an 22 Kzu 2015 da 09:13

Poltred Bianca Cappello , gant Alessandro Allori, Uffizi
Bianca Cappello poltredet gant Lavinia Fontana.
Bianca hag Antonio de' Medici

Bianca Cappello a oa un itron eus Firenze er XVIvet kantved. Serc'h e oa da Francesco Iañ de' Medici 1574-1587, eil dug-meur Toskana. Hennezh a oa dimezet, ha pemp bugel dezhañ. Goude marv e wreg e 1578 e timezas an dug-meur ha Bianca Capello.

He buhez

Merc'h e oa da Pellegrina Morosini ha Bartolomeo Cappello, un denjentil pinvidik-mor eus Venezia. Brudet e oa he c'hened hag he deskadurezh.

Da 15 vloaz ec'h orgedas ouzh Pietro Bonaventuri, ur paotr yaouank eus kêr Firenze, hag a laboure e Bank ar Salviati e Venezia. E miz Du 1563 e tec'has an daou yaouank da Firenze, gant bravigoù ar plac'h. E 1564 e voe lidet an eured. Ur verc'h o doe, anvet Virginia.

Gouarnamant Venezia a reas e seizh gwellañ da adtapout ar plac'h hag ar braverioù, met gwarezet e oa an daou yaouank gant an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici. A-benn ar fin e voent laosket sioul.

Fall e troe an traoù gant tud he fried, labourerien baourtroet gant hec'h arc'hant. Ouzhpenn-se e oa krog mab an dug-meur Francisco da ober war-dro Bianca, goude ma oa dimezet da Janed Aostria, pe Janed Habsbourg, nizez d'an Impalaer Karl V, ha da ginnig bravigoù hag arc'hant d'ar Venezianez koant. Evit sioulaat ar gwaz e voe roet labour dezhañ el lez ha lakaet merc'hed all war e dro. Un deiz, e 1572, e voe lazhet Pietro e straedoù Firenze.

Cosimo Iañ de' Medici a varvas en 1574 ha Francisco a renas war e lerc'h. Staliañ a reas Bianca en ur palez eus ar re gaerañ, tostik d'e hini, diseblant ouzh an dichekadenn a rae d'e bried war un dro: hennezh eo ar Palazzo di Bianca Cappello, savet gant an tisavour Bernardo Buontalenti. Mervel a reas Janed en 1578 ha dimeziñ a reas Francisco didrouz gant Bianca e Mezheven 1579. Diwezhatoc'h e voe graet ar banvez eured.

Marv

Mervel a eurejont o daou d'an 19 a viz Here 1587, ha pell amzer e voe kredet e oa marteze gant ar malaria, goude ma oa diskred e c'halle bezañ goude lonkañ kontamm. Lavaret ez eus bet e oa Ferdinando Iañ de' Medici (1587-1609), breur d'he fried an dug-meur Francesco ha dug-meur war e lerc'h, an hini a oa kiriek da se: en e di o devoa koaniet ha kasoni a vage ouzh Bianca.

E miz Kerzu 2006 e oa kaoz e kazetennoù Italia eus dielfennadur avuoù an daou bried ha kavet roud eus arsenik. E 2007 eo bet kadarnaet ar c'hontammadur, gant ur studienn embannet er British Medical Journal. Ar muntr avat n'eo ket prouet.

C'hoariva

Gant buhez Bianca Cappello eo bet awenet Thomas Middleton da skrivañ Women Beware Women.

Lennadurezh

  • Romanin. Samuele, Lezioni di storia Veneta, vol. ii. (Florence, 1875)
  • Saltini, G. E. Tragedie Medicee domestiche (Florence, 1898)
  • Stedman, Elizabeth Clementine Bianca Capello, A Tragedy (1873)
  • Steegman, Bianca Cappello (Baltimore, 1913)