Job Jaffre : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
astennig
Linenn 1: Linenn 1:
[[File:L'Heure bretonne, journal hebdomadaire nationaliste breton.jpg|thumb|''L'Heure bretonne'' niv. 120
21 a viz Here 1942]]
[[File:L'Heure bretonne, journal hebdomadaire nationaliste breton.jpg|thumb|''L'Heure bretonne'' niv. 120
21 a viz Here 1942]]
'''Joseph-Marie Jaffré''' lesanvet '''Job Jaffre''', pe c'hoazh '''Jos Pempoull''' (1906- 1986), '''Mabedad''' e [[anv-pluenn]], zo ur c'hazetenner [[breizhat]] hag ur skrivagner [[brezhonek]] hag en deus skrivet e-barzh ''[[L'Heure Bretonne]]'' ha ''[[La Liberté du Morbihan]]''.
'''Joseph-Marie Jaffré''', lesanvet '''Job Jaffre''', pe c'hoazh '''Jos Pempoull''', ganet e 1906 e [[Berne]] ha marvet e 1986 en [[Alre]], '''Mabedad''' e [[anv-pluenn]], zo ur c'hazetenner [[breizhat]] hag ur skrivagner [[brezhonek]] hag en deus skrivet e-barzh ''[[L'Heure Bretonne]]'' ha ''[[La Liberté du Morbihan]]''.

==E vuhez==
D'ar [[6 a viz Mae]] [[1906]] e voe ganet Job Jaffre en un tiegezh labourerien-douar, en ur gêriadenn anvet Manepil e kumun [[Berne]]. Bet eo er skol e [[Kernaskledenn|Karnasen]] a-raok bezañ bet kaset da [[Redon]] da skol Sant-Salver gant [[person]] ar [[Parrez|barrez]]. Eno e lennas ul levr nevez embannet anvet ''Ar en Deulin'' gant [[Yann-Bêr Kalloc'h]]. Un dizoloadenn e voe ar skrid-se evitañ.
D'ar [[6 a viz Mae]] [[1906]] e voe ganet Job Jaffre en un tiegezh labourerien-douar, en ur gêriadenn anvet Manepil e kumun [[Berne]], war lez lenn ar Pont-Kalleg. Bet eo er skol e [[Kernaskledenn|Karnasen]] a-raok bezañ bet kaset da [[Redon]] da skol Sant-Salver gant [[person]] ar [[Parrez|barrez]]. Eno e lennas ul levr nevez embannet anvet ''Ar en Deulin'' gant [[Yann-Bêr Kalloc'h]]. Un dizoloadenn e voe ar skrid-se evitañ.

Da 16 vloaz e krogas Job Jaffre da genlabourat gant [[Loeiz Herrieu]] er gelaouenn [[Dihunamb]]. Dianav e oa e anv-pluenn d'ar mare-se gant an dud.

Da 16 vloaz e krogas Job Jaffre da genlabourat gant [[Loeiz Herrieu]] er gelaouenn [[Dihunamb]]. Dianav e oa e anv-pluenn d'ar mare-se gant an dud.

Mont a reas da skolaer e skol [[Kernaskledenn]] a-raok mont da labourat er gazetenn bemdeziek ''[[Le Nouvelliste du Morbihan]]'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.
Mont a reas da skolaer e skol [[Kernaskledenn]] a-raok mont d'an arme. goude e labouras e korn Pariz.
E 1931 e tistroas da Vreizh, d'an Oriant, da labourat er gazetenn bemdeziek ''[[Le Nouvelliste du Morbihan]]'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.

Ezel eo bet eus [[Strollad Broadel Breizh]]. E miz Kerzu [[1940]] ez eas kuit eus ar gazetenn ''Le Nouvelliste du Morbihan'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn [[kenlabourerezhouriezh|genlabourerezhour]] ''[[L'Heure Bretonne]]''.

Ezel eo bet eus [[Strollad Broadel Breizh]]. E miz Kerzu [[1940]] ez eas kuit eus ar gazetenn ''Le Nouvelliste du Morbihan'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn [[kenlabourerezhouriezh|genlabourerezhour]] ''[[L'Heure Bretonne]]''.

Stumm eus an 20 Kzu 2015 da 15:13

Restr:L'Heure bretonne, journal hebdomadaire nationaliste breton.jpg
L'Heure bretonne niv. 120
21 a viz Here 1942

Joseph-Marie Jaffré, lesanvet Job Jaffre, pe c'hoazh Jos Pempoull, ganet e 1906 e Berne ha marvet e 1986 en Alre, Mabedad e anv-pluenn, zo ur c'hazetenner breizhat hag ur skrivagner brezhonek hag en deus skrivet e-barzh L'Heure Bretonne ha La Liberté du Morbihan.

E vuhez

D'ar 6 a viz Mae 1906 e voe ganet Job Jaffre en un tiegezh labourerien-douar, en ur gêriadenn anvet Manepil e kumun Berne, war lez lenn ar Pont-Kalleg. Bet eo er skol e Karnasen a-raok bezañ bet kaset da Redon da skol Sant-Salver gant person ar barrez. Eno e lennas ul levr nevez embannet anvet Ar en Deulin gant Yann-Bêr Kalloc'h. Un dizoloadenn e voe ar skrid-se evitañ.

Da 16 vloaz e krogas Job Jaffre da genlabourat gant Loeiz Herrieu er gelaouenn Dihunamb. Dianav e oa e anv-pluenn d'ar mare-se gant an dud.
Mont a reas da skolaer e skol Kernaskledenn a-raok mont d'an arme. goude e labouras e korn Pariz.

E 1931 e tistroas da Vreizh, d'an Oriant, da labourat er gazetenn bemdeziek Le Nouvelliste du Morbihan, rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.

Ezel eo bet eus Strollad Broadel Breizh. E miz Kerzu 1940 ez eas kuit eus ar gazetenn Le Nouvelliste du Morbihan, rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn genlabourerezhour L'Heure Bretonne.
Rebechet e vez dezhañ un nebeud frazennoù vil en dije bet skrivet er gazetenn-se, evel À la porte les Juifs & les enjuivés, a embannas d'an deiz goude skrapadeg ar Vel' d'Hiv a c'hoarvezas d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Gouere 1942, hag eñ rener L'Heure Bretonne.
Goude-se e voe kelaouenner er gazetenn La Liberté du Morbihan ma tifennas sevenadur Breizh.

E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 mizvezh ha leusket da vont da Nedeleg 1945 rak ne oa netra da damall dezhañ.
Kazetenner e voe adarre e 1955 e La Liberté du Morbihan, ma voz lakaet da aozañ pennadoù evit bro an Alre. Betek 1973 e chomas kazetenner eno. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg Bro-Wened, gant Diwan, Dastum ha kalz a gevredigezhioù all. Bep Gwener e skrivas e bennad Etrezomp e brezhoneg betek e varv.
Adkavout a reer Job Jaffre evel skidaozer er gelaouenn Breizh war ul luc'hskeudenn bet embannet e 1979.

D'an 12 a viz Meurzh 1986 e varvas Job Jaffre en Alre.

Dre-vras, memes tra, daoust d'un nebeud skridoù direnkus e-kerzh ar brezel, e chomo en eñvor an dud ez eo bet Job Jaffre ur Breizhad feal, fentigeller ha kelaouenner ampart.

Oberennoù

E brezhoneg

• Yann ar Baluc'henn. Kempennet gant Daniel Doujet. Dastum 1986
• Etrezomp e brezhoneg, dastumad pennadoù tennet eus La Liberté du Morbihan, kempennet evit an embann gant Daniel Doujet, hag embannet gant Emglev Bro an Oriant:
• Etrezomp e brezhoneg 1980-1981 (2008)
• Etrezomp e brezhoneg 1982-1983 (2009)
• Etrezomp e brezhoneg 1974-1975 (2010), anezhañ adembannadur ar pennadoù a gaver e Yann ar Baluc'henn (evit an darn vrasañ)
• Etrezomp e brezhoneg 1976-1977 (2011) (gant Pierre Le Sausse)
• Etrezomp e brezhoneg 1984-1986 (2012)
• Etrezomp e brezhoneg 1978-1979 (2013) (gant Pierre Le Sausse)
• Pennadoù e Dihunamb war-dro 1922
• Petrol e Bro-Gwened 35/1940/3<=>Pardon chapel ar c'hoad 141/1943/6 e L'Heure Bretonne.
• C'hoarioù goañv 112/1943/2<=> Skouer an Ao. Kotonneg 135/1943/1-2, en Arvor
• Diaoul Nignol 4-5/1945/14<=> Un deiz e vo, en Avel
• Loeiz Herrieu en dihuner 26-27/1953/4<=>De hortoz kementrall 45/1958/3 e Bro Guéned
• Aogust Brizeug marv div wezh 40/1953/59<=>Mar dit da jiboes : ur sant n'eo ket ur c'had 46/1954/56, Al Liamm
• Avanked koad Pont Kalleg 75/1954/11<=>Xavier de Langlais : A Roahon de Sarhau 205/1975/30, e Bleuñ Brug
• Morholou miz Meurzh 07.03.1986, La Liberté du Morbihan.
• Er bed endro dem 2/1981/1<=>En tad koh hag en tele 18/1985/8, en Doéré

E galleg

• Seigneurs et Seigneuries du Kemenet-Heboé , Dalc'homp Soñj, 1986.
• Breizh hor bro (gant skoazell Charlez ar Gall). 1955. Adembannet e 2005. Diwar-benn ar sevenadur e Breizh, Emb. Skol Vreizh. Dindan renerez Polig Monjarret, ez eo bet savet al levrig-mañ gant Charles ar Gall ha Job Jaffre, evit reiñ un tamm deskamant war danvez Breizh da izili ar c'helc'hioù keltiek hag ar bagadoù.
• Secrets et Mystères de nos Kêr, Dalc'homp Soñj.