Elisabeth von Hessen-Darmstadt : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14: Linenn 14:

Dilojañ a reas daou bried d'ur palez e Nevskiy Prospekt, Palez Beloselskiy-Belozerskiy, anvet goude Sergievskiy. Ur palez all o doa en Ilyinskoye, e-lec'h ma oa savet un ospital hag e veze aozet foarioù evit ar goueriaded.

[[Restr:Ella205.jpg|thumb|Dugez veur Elisaveta Feodorovna.]]

Deskiñ a reas Elisaveta Feodorovna rusianeg mat, ha gallout a rae komz hep pouez-mouezh.
Deskiñ a reas Elisaveta Feodorovna rusianeg mat, ha gallout a rae komz hep pouez-mouezh.

Stumm eus an 3 Du 2015 da 23:55

Elisaveta Feodorovna, 1887.

Elisabeth von Hessen-Darmstadt, pe Elizaveta Feodorovna (d'ar 1 a viz Du 1864, Darmstadt - d'an 18 a viz Gouere, 1918, Alapaievsk) a oa priñsez Hessen-Darmstadt ha dugez-veur eus familh Romanov dre he dimeziñ gant an dug-meur Sergey Aleksandrovitch Romanov, mab da Aleksandr II ha da Varia Aleksandrovna.

Familh ha bugaleaj

Elisabeth a oa eil merc'h da Ludwig IV Hessen-Darmstadt ha da briñsez Alice Breizh-Veur, merc'h da Victoria, rouanez Breizh-Veur. He c'hoar Alix a zeuas da vezañ Impalaerez Rusia goude m'he doa dimezet gant Nikolaz II e miz Du 1894. He c'hoar henañ, Viktoria, a oa dimezet gant Ludwig Battenberg hag a oa mamm-gozh da bried ar rouanez Elesbed II. He c'hoar all, Irena von Hessen-Darmstadt, a oa dimezet gant Heinrich von Preußen, mab da Frederig III. Daou vreur he doa, Ernst Ludwig, dug Hessen, ha Friedrich, marvet en abeg d'an hemophilia e 1873, pa oa tri bloaz.

E 1878 he doa kollet he mamm hag he c'hoar yaouankañ, Marie, abalamour d'an diphteria. An holl dud eus he familh a oa tapet gant ar c'hleñved e miz Du 1878, estreget Ella. Dimeziñ a reas he zad gant Alexandrine von Hutten-Czapska, hag ar merc'hed, Ella hag Alix a veze desavet gant o mamm-gozh Victoria en Osburne House. A-vihanik e oa ar c'hoarezed levezonet gant ar relijion ha skoazellañ a rae o mamm, hag honnezh a oa madoberourez anavezet ha karet gant an dud. Anvet e oa bet Elisabeth en enor Santez Elisabeth Thüringen, lakaet da santez abalamour ma rae vad d'ar re baour.

Er bloavezhioù 1878-1881 e rae ar priñs Gwilherm al lez dezhi hag e seblante e felle dezhañ dimeziñ gant ar briñsez, met Elisabeth ne oa ket plijet gant ar soñj-mañ. Ur priñs all hag a c'halle dimeziñ ganti a oa Friedrich von Baden.

Dugez veur

D'an 3 (15) a viz Mezheven 1884 e timezas Elisabeth gant an dug meur Sergey Aleksandrovitch Romanov en iliz-veur a zo e Palez Goañv e Sant-Petersbourg, hag e teuas da vezañ dugez veur Impalaerezh Rusia. Cheñchet e oa e anv Elisabeth von Hessen-Darmstadt evit Elisaveta Feodorovna, evel ma veze cheñchet d'an holl briñsezed a zimeze gant an duged veur. Ereudet e oa gant ur beleg ortodoks hag ul lid luteriek a oa aozet goude, peogwir e oa chomet protestantez betek 1891. Ne oa ket gwreg an hêr hag evel-se ne ranke ket cheñch he relijion.

Dilojañ a reas daou bried d'ur palez e Nevskiy Prospekt, Palez Beloselskiy-Belozerskiy, anvet goude Sergievskiy. Ur palez all o doa en Ilyinskoye, e-lec'h ma oa savet un ospital hag e veze aozet foarioù evit ar goueriaded.

Dugez veur Elisaveta Feodorovna.

Deskiñ a reas Elisaveta Feodorovna rusianeg mat, ha gallout a rae komz hep pouez-mouezh.