Tour-tan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10: Linenn 10:


==E yezhoù all==
==E yezhoù all==
E [[kembraeg]] eo ''goleudy'' hag e [[kerneveureg]] ''golowji'', diwar skouer ar [[saozneg]] ''lighthouse'', da lavaret eo "goulaoudi"; en [[iwerzhoneg]] eo ''teach solais'' hag e [[gouezeleg Skos]] ''tigh soluis'', ''taigh-solais'', da lavaret eo "ti-gouloù".
E [[kembraeg]] eo ''goleudy'' hag e [[kerneveureg]] ''golowji'', diwar skouer ar [[saozneg]] ''lighthouse'', da lavaret eo "goulaoudi"; er yezhoù gouezelek eo "ti-gouloù" gant ''teach solais'' en [[iwerzhoneg]], ''thie soilshee'' pe ''thie sollyshe'' e [[manaveg]], ha ''tigh soluis'' pe ''taigh-solais'' e [[gouezeleg Skos|skoseg]].


==Levrlennadur==
==Levrlennadur==

Stumm eus an 9 Her 2015 da 15:59

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tour-tan Beg Lokmazhe (Bro-Leon)

Un tour-tan a zo ur sistem arouezadur war ar mor staliet en un tour gant ur benveg goulaouiñ ouzh krec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an aodoù evit ma c'hellfe ar bigi hag al listri gouzout e pelec'h emañ an dañjerioù: (kerreg, bazinier) pe e pelec'h emañ ar porzhioù.
Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al listri modern, pa implijont sistemoù lec'hiadur nevez dre skingomz, dre sonar ha dre loarelloù. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed.

An tourioù-tan kentañ

Tour-tan Treoger er-maez da Vro-Dreger

En Henamzer, war a greder, e oa bet staliet an tourioù-tan kentañ evit bastañ da ezhommoù ar verdeadurezh c'hresian ha goude d'an hini roman pa oa war-gresk er Mor Kreizdouar. Evit diskouez lec'hiad an aodoù hag ar porzhioù e oant staliet. Gant tan e veze graet ar gouloù, diwar eoul peurliesañ.
An tour-tan brudetañ en Henamzer a oa an hini savet war enez Pharos (gwelet anv gallek an tour-tan : phare) e perzhier porzh Aleksandria en Egipt. Adkavet 'z eus bet e dibenn an XXvet kantved ul lodenn eus e vein-ben kouezhet er mor goude ur c'hren-douar c'hoarvezet kantvedoù 'zo.

E yezhoù all

E kembraeg eo goleudy hag e kerneveureg golowji, diwar skouer ar saozneg lighthouse, da lavaret eo "goulaoudi"; er yezhoù gouezelek eo "ti-gouloù" gant teach solais en iwerzhoneg, thie soilshee pe thie sollyshe e manaveg, ha tigh soluis pe taigh-solais e skoseg.

Levrlennadur

  • Daniel Collet, Phares du Ponant, Skol Vreizh niv. 26, 1992

Liammoù diavaez

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger tour-tan er
wikeriadur, ar geriadur frank.