Délégation générale à la langue française et aux langues de France : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn nevez : An '''délégation générale à la langue française et aux langues de France''' (DGLFLF pe, en berr, DGLF) zo ur gwazva stag ouzh [[Ministrerezh ar Sevenadur (gall)|Ministrerezh ar... |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 27 Mae 2007 da 21:25
An délégation générale à la langue française et aux langues de France (DGLFLF pe, en berr, DGLF) zo ur gwazva stag ouzh Ministrerezh ar Sevenadur
E labour eo kenurzhiañ politikerezh yezh ar stad c'hall.
Savet e voe en 1989 hag anvet délégation générale à la langue française, ha 12 vloaz goude e voe ur c'hemm bras: en 2001 e voe anvet délégation générale à la langue française et aux langues de France.
Pennlabour an DGLF eo diwall ma vo doujet ouzh lezenn ar 4 a viz Eost 1994, anvet ivez lezenn Toubon.
Kemer a ra perzh ivez e gallekaat an dud enbroet. Kenurzhiañ a ra al listennoù gerioù nevez savet gant kengorioù a bep seurt hag an Akademiezh c'hall.
Skoazell vras a ro d'ar yezhoù rannvro, met poan a zo o kavout skouerioù resis. Ober a ra war-dro sekretouriezh ar c'h-Conseil supérieur de la langue française.