Emsav : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: dilamet ar patrom hervez an diviz votet (-{{peurunvan}} +)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 74: Linenn 74:
An tu kleiz a zo an hini o kaout ar muiañ a c'halloud en Emsav hiziv an deiz. Seblantout a rae memes e oa echu gant an tu dehou betek ma voe krouet [[Adsav]] er bloavezh 2000. Ar strollad-mañ a vez kalz kaoz deus outañ memes ma z'eo yaouank a-benn ar fin. Tamallet e vez dezhañ bezañ a-du gant ar faskouriezh, dre al liammoù strizh a vez etrezañ ha strolladoù eus an tu dehoù nevez (nouvelle droite) pe ar re idantelezourien (identitaires): Vlaams Belang, Lega del Norte...
An tu kleiz a zo an hini o kaout ar muiañ a c'halloud en Emsav hiziv an deiz. Seblantout a rae memes e oa echu gant an tu dehou betek ma voe krouet [[Adsav]] er bloavezh 2000. Ar strollad-mañ a vez kalz kaoz deus outañ memes ma z'eo yaouank a-benn ar fin. Tamallet e vez dezhañ bezañ a-du gant ar faskouriezh, dre al liammoù strizh a vez etrezañ ha strolladoù eus an tu dehoù nevez (nouvelle droite) pe ar re idantelezourien (identitaires): Vlaams Belang, Lega del Norte...


[[en:History of Breton nationalism]]
[[fr:Emsav]]
[[fr:Emsav]]

Stumm eus an 27 Mae 2007 da 16:28


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Termenadur ar ger Emsav

An anvioù Emsav pe Emsaver a c'hell bezañ implijet evit tud o stourm a-gevret war un dachenn n'he deus netra da welout gant Breizh : emsavioù politikel da gentañ, hogen ivez sevenadurel, pe arzel zoken.

Amañ e vo kaoz eus an emsav a ra war-dro danvez Breizh ha pergen ar brezhoneg a zo, evel ma vez gwelet e Istor an Emsav, elfenn diazez stourm an Emsav.

An Emsav (distaget alies Emm-zao) a vez implijet evit termeniñ luskadoù politikel, en ur ster ledan-tre a zo bet gwelet e Breizh abaoe dibenn an XIXvet kantved. Talvezout a ra evel en em sevel sonn adarre hag evel ar relèvement e galleg hag ar Risorgimento, luskad politikel italiat an XIXvet kantved.

E dielloù al luskadoù brezhoneger pennañ o deus klasket ren e brezhoneg ur menoziadeg klok da ziazezañ o obereriantiz politikel "Emsav Stadel Breizh" ha "Emsav Ar Bobl Vrezhon" ez eus tu da gavout termenadurioù heñvel a-walc'h ouzh hemañ :

"Evit parrat ouzh an dañjer marvus n'en em gav ar yezh vroadel - war var da steuziañ a-grenn, pezh a lakfe Breizh mont da get - ez eo bet savet an Emsav e deroù ar XXvet kantved. Bez ez eo an Emsav eta an danvez broad vrezhon nevez adkavet ganti ster hec'h istor hag adpiaouet ganti he c'hevala istorek ha pergen he yezh, gouest dre-se da aozañ ur gevredigezh hag ur stad vroadel nevez a grouo ur sevenadur broadel nevez el lec'h." (Imbourc'h, Kefridi ha tonkad Skol an Emsav, 1971, p.4)

Anv a zo bet ivez gant ESB pe EBV eus al "Ledemsav" da envel al luskadoù rannvroelour.

- termenadur ledan, sevenadurezl, kevredigezhel : Metoù ar vretoned o stourm well-wazh evit Breizh emrenoc'h, Breizh Unvan, a-du gant brezhoneg ha zoken, evit lod, gant ar gallaoueg. Ur metoù eo, ur seurt 'familh', ha n'eo ket ur strollad.

An Emsav sevenadurel ez eo, derc'houezet dreist-holl gant Kuzul Sevenadurel Breizh.


Istor an Emsav

Amañ e vo anv eus istor an Emsav dre-vras, koulz sevenadurel, yezhel, ha n'eo ket politikel hepken rak, evel ma vo gwelet an arvez politikel en em ziskouezo da ziwezhañ e dibenn ar pezh a anvet ar c'hentañ Emsav.

Istor an Emsav n'emañ ket da zrouk-kemer evit istor ar boblañs vrezhon, rak kement-se a aparchant d'ar gkevredadouriezh.


Marevezhioù diforc'h a c'heller studiañ : amañ eo implijet ar marevezhioù boas, hogen ne oufed ket reiñ d'ar rannadur-se un dalvoudegezh c'hroñs.

An Emsav kentañ etre 1843 ha 1925

1. Eginadur an Emsav e penn kentañ an XIXvet kantved

E 1843 e voe savet an "Association Bretonne", anvet "Breuriezh Breizh" e dibenn ar c'hantved. E gwirionez ez eo kellidet goustadik an emsav a-dreuz ar chouanterezh, ar marevezh impalaerezhel gall hag adsavidigezh ar roueelezh e Pariz.

1. Ar Chalotez a gaver da gentañ. 2. Dibab dispac'hel ar yezh e deroù an naontekvet kantved. 3. Skoulmadur an darempredoù etrekeltiek en hanterenn gentan an 19vet kantved. 4. Pevare pennad : ar spered broadel o tiwanañ e-korf hanterenn gentañ an XIXvet kantved. 5 meizadur ar stourm evit ar yezh "hag arnod ar vrogarourion da genurzhian an Emsav sevenadurel en naontekvet kantved. 6 Eginadur an Emsav politikel e-kreiz an XIXvet kantved

E 1907 e voe sinet Emglev ar skrivagnerien


Levrlennadurezh

  • Istor an Emsav a-raok 1914, gant Youenn Olier, Imbourc'h 1972, 323 p.

An eil Emsav : etre 1925 ha 1945

An trede Emsav

Adalek 1945 betek 1985.

1985 peogwir e verk daou droc'h a-bouez :

- gant badezadur ar Skolaj brezhonek kentañ gant anv Roparz Hemon ha dibab ar peurunvan da zoare-skrivañ nemeti en emsav Diwan e oa tizhet gant an Emsav ul live 'sirius' a fed kelennadurezh – kement-mañ penn-da-benn e linenn istorel Gwalarn ha skol Blistin - hag echu e voe er pleustr gant rendael hirbad an doare-skrivañ ;

- ur rummad nevez a stourmerien a gemer krog e ensavadurioù an Emsav, levezonet gant darvoudoù 1968 : distaolet e vo mui ouzh mui ar vroadelouriezh klasek, hini an eil Emsav evit kemer harp war ur gleizelouriezh o vont alies gant distaol ar feiz kristen. Ar bruderezh (pe, hervez lod, ar gealiadurezh) evit an Divyezhegezh a voe embannet ez ofisiel gant Kendiviz Diwan Landerne e 1985.


An amzer vremañ

Biskoazh n'eus bet un talbenn gwirion o liammañ an holl re a stourm evit kaout muioc'h a frankiz evit Breizh. Bec'h a sav a-wechoù etre ar rannvroelourien (UDB, Parti Breton) ha broadelourien (Emgann, Adsav, CBIL). Setu dre vras an daou rummad a ya da sevel an Emsav a-vremañ. Hiziv an deiz ez eo kostezenn ar rannvroelourien a ya war wel gant an UDB o kaout tri eus e re er c'huzul-rannvro. An UDB a glask chom hep bezañ gwelet e-giz ur strollad eus an Emsav, n'eo ket gwelet betek re vat gant ar vroadelourien (treitourien d'ar stourm evit Breizh, hervez lod).

An tu kleiz a zo an hini o kaout ar muiañ a c'halloud en Emsav hiziv an deiz. Seblantout a rae memes e oa echu gant an tu dehou betek ma voe krouet Adsav er bloavezh 2000. Ar strollad-mañ a vez kalz kaoz deus outañ memes ma z'eo yaouank a-benn ar fin. Tamallet e vez dezhañ bezañ a-du gant ar faskouriezh, dre al liammoù strizh a vez etrezañ ha strolladoù eus an tu dehoù nevez (nouvelle droite) pe ar re idantelezourien (identitaires): Vlaams Belang, Lega del Norte...