Kentelioù an Noz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bot: Replacements: fix URL prefix
Linenn 19: Linenn 19:
E miz Gouhere 2013 eo bet dilennet Kevin Caillaud da brezidant, e penn ur c'huzul-merañ cheñchet penn da benn.
E miz Gouhere 2013 eo bet dilennet Kevin Caillaud da brezidant, e penn ur c'huzul-merañ cheñchet penn da benn.


Abaoe 2013 eo kêr Naoned an hini gentañ e-keñver an niver a zeskarded dre gentelioù sizhuniek.<ref name="test">[http://http://www.opab-oplb.org/98-kelenn.htm], OPAB Kelenn d’an oadourien Bilañs 2014
Abaoe 2013 eo kêr Naoned an hini gentañ e-keñver an niver a zeskarded dre gentelioù sizhuniek.<ref name="test">[http://www.opab-oplb.org/98-kelenn.htm], OPAB Kelenn d’an oadourien Bilañs 2014
.</ref> E penn ar meurgêrioù emañ ivez.
.</ref> E penn ar meurgêrioù emañ ivez.



Stumm eus an 30 Eos 2015 da 18:12

E 1985 e oa bet savet ar gevredigezh Kentelioù an Noz gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol.

E-pad pell ez eus bet graet skol vrezhoneg d'an dud deuet gant he c'helennerien e Naoned hepken.

E 2001 e oa aet an traoù kalzik war-raok pa oa bet krouet ur post a-vicher (implijad yaouank). Dre-se e oa bet ledanaet an dachenn kelenn d'al Liger-Atlantel a-bezh (eus Erbigneg betek Gored e-kichen Klison) ha divizet e oa bet diorren an obererezhioù tro-dro d'ar brezhoneg (sport, c'hoarioù-dudi, keginañ...).

D'an 29 Kerzu 2003 e oa bet roet ar gratadur Yaouankiz ha Sportoù dezhi.

E 2007 e oa deuet da vezañ ur gengevredigezh, enni Kentelioù an Noz - Gwinieg, Kentelioù an Noz - Chapel-Erzh, Kentelioù an Noz - Gwerzhav.

E 2008 ez eus 17 kelenner oc'h ober skol vrezhoneg da noz pe war an deiz, ha dre se eo ar framm brasañ e Breizh e-keñver niver a gelennerien.

O kenderc'hel da gas hec'h obererezhioù war-raok en departamant e oa bet graet, ouzhpenn stajoù e Naoned hag er Poulgwenn, he staj kentañ ganti e bro Raez, d'an 9 C'hwevrer 2009 e Kerverner-Raez.

E 2010 e oa 250 ezel gant ar gevredigezh. Krouidigezh ur gevredigezh lec'hiel ouzhpenn « Kentelioù an noz - Ar Groazig ».

E 2011 : savet eo bet « Kentelioù an noz - Reudied » ha « Kentelioù an noz - Kastell-Briant ». Digoret ez eus bet kentelioù e Nozieg.

E miz Gouhere 2013 eo bet dilennet Kevin Caillaud da brezidant, e penn ur c'huzul-merañ cheñchet penn da benn.

Abaoe 2013 eo kêr Naoned an hini gentañ e-keñver an niver a zeskarded dre gentelioù sizhuniek.[1] E penn ar meurgêrioù emañ ivez.

Lec'hioù ar c'hentelioù (2014/2015)

E departamant al Liger-Atlantel :

Prizioù

Liammoù diavaez

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. [1], OPAB Kelenn d’an oadourien Bilañs 2014 .