Korrblanedenn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Roll ar c'horrblanedennoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|en}} (2) using AWB (10902)
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 24: Linenn 24:


E-barzh [[Gouriziad an asteroidennoù]]
E-barzh [[Gouriziad an asteroidennoù]]
* [[Keres (korrblanedenn gorr)|Keres]]
* [[Keres (korrblanedenn)|Keres]]


En tu-hont da [[Neizhan (planedenn)|Neizhan]]
En tu-hont da [[Neizhan (planedenn)|Neizhan]]
Linenn 32: Linenn 32:
War ar renk ivez
War ar renk ivez
E-barzh [[Gouriziad an asteroidennoù]]
E-barzh [[Gouriziad an asteroidennoù]]
* [[4 Vesta]]
* [[(4) Vesta]]
* [[2 Pallas]]
* [[(2) Pallas]]
* [[10 Hygiea]]
* [[(10) Hygiea]]


En tu-hont da Neizhan
En tu-hont da Neizhan

Stumm eus an 22 Gou 2015 da 18:41

Evit sterioù ar ger "planedenn" gwelet Planedenn (disheñvelout).

Korrplanedennoù a reer eus ur rummad korfoù-egor a gelc'htro en-dro d'an Heol.
Diazezet eo bet ar rummad-se e-kerzh emvod meur an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel e Praha d'ar 24 a viz Eost 2006.

Ur gorrblanedenn n'eo ket ur blanedenn.

An hini vrasañ eus ar c'horrplanedennoù-se eo Eris. Ploudon a zo ur gorrblanedenn ivez ; un divgorrblanedenn eo e gwirionez gant he loarenn C'haron.


Termenadur

Hervez an termenadur bet degemeret d'ar 24 a viz Eost 2006 :

Ur gorrblanedenn a zo ur c’horf-egor :

  1. hag a gelc’htro en-dro d’an Heol,
  2. hag en deus a-walc’h a dolz evit ma c’hallfe e emc’hraviterezh trec’hiñ war nerzhioù reuted ar c’horfoù hag e virout gant ur c'hempouez hidrostatek en ur stumm pellenek (peuzront),
  3. ha n’en deus ket distrobet trowardroioù e gelc’htro,
  4. ha n’eo ket ul loarenn.

Menegiñ a ra an destenn ouzhpenn : UAE a lakaio war-sav un argerzh evit merkañ e-barzh pe rummad lakaat an traezoù a zo war vevenn, pe gorrblanedenn pe unan eus ar rummadoù all.

Roll ar c'horrblanedennoù

N'eo ket diarvar c'hoazh roll ar c'horrblanedennoù-korr :

E-barzh Gouriziad an asteroidennoù

En tu-hont da Neizhan

War ar renk ivez E-barzh Gouriziad an asteroidennoù

En tu-hont da Neizhan