Magnus Clemens Maximus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
J.C EVEN (kaozeal | degasadennoù)
/* Lec'h an dilestradeg : hervez Zosismus, hag hervez Jafrez Menoe
Linenn 52: Linenn 52:


== Klask war lec'h an dilestradeg eus an nevez-amzer 383 ==
== Klask war lec'h an dilestradeg eus an nevez-amzer 383 ==
O tont diouzh petore porzh eus Breizh-Veur e oa arme Maksim ? N'ez eus anv bet dioutañ.

Etrezek pelc'h ?

- ''"... genoù ar Rhin"'', hervez Zosismus, o skrivañ 25-30 bloaz war lec'h Maksim;

- ''"... da gentañ etrezek rouantelezh an Armorici, anavezet bremañ Breizh(Vihan)"'', hervez Jafrez Menoe, o skrivañ war dro 750 bloaz war lec'h Maksim;


==E Kembre==
==E Kembre==
Linenn 65: Linenn 72:
* Sulpitius Severus : ''Kenbrezeg war sant Marzhin''.
* Sulpitius Severus : ''Kenbrezeg war sant Marzhin''.
* Pitre-Chevalier : ''La Bretagne ancienne et moderne''. Coquebert. Paris. 1844. Adembannet gant Les Editions du Choletais. 1989.
* Pitre-Chevalier : ''La Bretagne ancienne et moderne''. Coquebert. Paris. 1844. Adembannet gant Les Editions du Choletais. 1989.
* Lewis Thorpe : ''Geoffrey of Monmouth. The History of the Kings of Britain''. Penguin Books. 1966
* Gwenaël Leduc et Claude Sterckx : ''Chronicon Briocense. Chronique de Saint-Brieuc (fin XIVè siècle), éditée et traduite d'après les manuscrits BN 6003 - BN 8899''. Imprimerie Simon. Rennes. 1972
* Gwenaël Leduc et Claude Sterckx : ''Chronicon Briocense. Chronique de Saint-Brieuc (fin XIVè siècle), éditée et traduite d'après les manuscrits BN 6003 - BN 8899''. Imprimerie Simon. Rennes. 1972
* Léon Fleuriot : ''Les origines de la Bretagne. L'émigration''. Payot. 1982
* Léon Fleuriot : ''Les origines de la Bretagne. L'émigration''. Payot. 1982

Stumm eus an 10 Gou 2015 da 12:50

Magnus Maximus.

Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximus pe Maximianus, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman e Breizh-Veur.

Lakaet e oa bet da impalaer an Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius I.

E vuhez

Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.

Kaset e oa bet da Vreizh-Veur gant an arme roman, er bloavez 367-368, dindan ar c'hont Teodoz (ar Henañ), war urzh an impalaer Valentinian In, hemañ staliet d'ar c'houlz-se en Amiens.

En Enez Vreizh

Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas da Elena e Seguntium (Caernarfon), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet Octavius.

Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en dije bet.

Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e Caradocus.

E Galia

Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Trec'h e oa bet war an impalaer Gratianus e-kichen Pariz, ha tapet e voe gantañ ha lazhet e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.

Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag augustus (dies imperii) gant impalaer ar Reter Teodosius I d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, en hanternoz da Vro-Drakia. En Augusta Treverorum (Trier) en Galia e tiazezas e gêr-benn.

Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder Priscillianus ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.

Tri impaler a oa neuze:


E 387 e voe trec'h Maximus war Valentinian II, ha kemer a reas Roma hag Italia a-bezh.

Aet e oa Maximus d'ober brezel da Valentinian II ha da Teodosius I, e 387. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a eas da repuiñ da-gichen Teodosius I, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.

Daou enebour

Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh 388.

Trec'het e voe Maximus en emgann ar Sava, a-hed ar stêr Sava, adstêr d'an Danav, nepell diouzh Emona. Andragathius, magister equitum Maximus, an hini en devoa lazhet Gratianus, a voe trec'het e-kichen Siscia, e vreur Marcellinus e Poetovio.

Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost 388, gant kalz eus e soudarded all. Teodoz a reas diskouez penn Maksim e meur a rannvroioù, hag e Kartada. Andragathius, magister equitum (Penn-dragon) Maksim, e gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h a voe lezet e buhez.

E vab Victor, oajet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en Augusta Treverorum gant magister peditum Valentinian, Arbogast e fin ar bloavezh-hont.

E-touez e ziskennidi e oa Olybrius, impalaer en 472, meur a gonsul hag a eskob evel Saint Magnus Felix Ennodius eskob Pavia (514-21).

Mojennoù

Hervez 'Historia regum Britanniae gant Jafrez Menoe (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout Roue ar Vrezhoned goude marv Octavius, hag e oa niz d'ar roue Coel Hen dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.

Hervez mojennoù ar Mabinogi, ha dreist-holl Breuddwyd Macsen (Hunvre Macsen), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù Segontium (a zo Caernarfon hiziv; (en) Fort de Segontium).
Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman ha hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.

Klask war lec'h an dilestradeg eus an nevez-amzer 383

O tont diouzh petore porzh eus Breizh-Veur e oa arme Maksim ? N'ez eus anv bet dioutañ.

Etrezek pelc'h ?

- "... genoù ar Rhin", hervez Zosismus, o skrivañ 25-30 bloaz war lec'h Maksim;

- "... da gentañ etrezek rouantelezh an Armorici, anavezet bremañ Breizh(Vihan)", hervez Jafrez Menoe, o skrivañ war dro 750 bloaz war lec'h Maksim;

E Kembre

E Breuddwyd Macsen Wledig, e timezas Macsen da Elen Luyddog, merc'h da Eudaf eus tolead Segontium, caer roman e-kichen Caernarfon, ha kred zo e oa gwir ar vojenn.

Mibion da Vacsen hag Elen e vije bet Sant Peblig hag Owain fab Macsen Wledig.

Anv zo eu Macsen gant Dafydd Iwan en e ganaouenn 'Yma o Hyd'.


Levrlennadur

  • Pacatus : Meulbrezegenn an impalaer Theodosius Iañ.
  • Sulpitius Severus : Kenbrezeg war sant Marzhin.
  • Pitre-Chevalier : La Bretagne ancienne et moderne. Coquebert. Paris. 1844. Adembannet gant Les Editions du Choletais. 1989.
  • Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The History of the Kings of Britain. Penguin Books. 1966
  • Gwenaël Leduc et Claude Sterckx : Chronicon Briocense. Chronique de Saint-Brieuc (fin XIVè siècle), éditée et traduite d'après les manuscrits BN 6003 - BN 8899. Imprimerie Simon. Rennes. 1972
  • Léon Fleuriot : Les origines de la Bretagne. L'émigration. Payot. 1982
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 26 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Edition Errance. 1994

Pennad kar