Magnus Clemens Maximus : diforc'h etre ar stummoù
Levrlennadur |
→Daou enebour: Marv Maksim |
||
Linenn 33: | Linenn 33: | ||
==Daou enebour== |
==Daou enebour== |
||
Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh [[388]]. |
Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh [[388]]. |
||
Trec'het e voe Maximus en [[emgann ar Sava]], a-hed ar stêr [[Sava]], adstêr d'an [[Danav]], nepell diouzh [[Emona]]. [[Andragathius]], ''[[magister equitum]]'' Maximus, an hini en devoa lazhet [[Gratianus]], a voe trec'het e-kichen [[Siscia]], e vreur Marcellinus e [[Poetovio]]. |
Trec'het e voe Maximus en [[emgann ar Sava]], a-hed ar stêr [[Sava]], adstêr d'an [[Danav]], nepell diouzh [[Emona]]. [[Andragathius]], ''[[magister equitum]]'' Maximus, an hini en devoa lazhet [[Gratianus]], a voe trec'het e-kichen [[Siscia]], e vreur Marcellinus e [[Poetovio]]. |
||
Tec'hel a reas Maximus da-vetek |
Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost [[388]], gant kalz eus e soudarded all. Teodoz a reas diskouez penn Maksim e meur a rannvroioù, hag e Kartada. Andragathius, ''magister equitum'' (Penn-dragon) Maksim, e gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h a voe lezet e buhez. |
||
E vab [[Victor (impalaer roman)|Victor]], a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en [[Augusta Treverorum]] gant ''[[magister peditum]]'' [[Valentinian II|Valentinian]], [[Arbogast (jeneral roman)|Arbogast]] e fin ar bloavezh-hont. |
E vab [[Victor (impalaer roman)|Victor]], oajet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en [[Augusta Treverorum]] gant ''[[magister peditum]]'' [[Valentinian II|Valentinian]], [[Arbogast (jeneral roman)|Arbogast]] e fin ar bloavezh-hont. |
||
E-touez e ziskennidi e oa [[Olybrius]], impalaer en [[472]], meur a gonsul hag a eskob evel [[Ennodius|Saint Magnus Felix Ennodius]] eskob [[Pavia]] (514-21). |
E-touez e ziskennidi e oa [[Olybrius]], impalaer en [[472]], meur a gonsul hag a eskob evel [[Ennodius|Saint Magnus Felix Ennodius]] eskob [[Pavia]] (514-21). |
Stumm eus an 9 Gou 2015 da 13:03
Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximus pe Maximianus, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman e Kembre.
Lakaet e oa bet da impalaer an Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius Iañ.
E vuhez
Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.
En Enez Vreizh
Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas da Elena e Seguntium (Caernarfon), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet Octavius.
Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en dije bet.
Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e Caradocus.
E Galia
Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Trec'h e oa bet war an impalaer Gratianus e-kichen Pariz, ha tapet e voe gantañ ha lazhet e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.
Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag augustus (dies imperii) gant impalaer ar Reter Teodosius Iañ d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, en hanternoz da Vro-Drakia. En Augusta Treverorum (Trier) en Galia e tiazezas e gêr-benn.
Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder Priscillianus ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.
Tri impaler a oa neuze:
- Maximus en Augusta Treverorum (Trier),
- Valentinianus II, gant e vamm Justine, e Milano,
- Teodosius Iañ e Constantinopolis.
E 387 e voe trec'h Maximus war Valentinian II, ha kemer a reas Roma hag Italia a-bezh.
Aet e oa Maximus d'ober brezel da Valentinian II ha da Teodosius Iañ, e 387. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a eas da repuiñ da-gichen Teodosius Iañ, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.
Daou enebour
Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh 388.
Trec'het e voe Maximus en emgann ar Sava, a-hed ar stêr Sava, adstêr d'an Danav, nepell diouzh Emona. Andragathius, magister equitum Maximus, an hini en devoa lazhet Gratianus, a voe trec'het e-kichen Siscia, e vreur Marcellinus e Poetovio.
Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost 388, gant kalz eus e soudarded all. Teodoz a reas diskouez penn Maksim e meur a rannvroioù, hag e Kartada. Andragathius, magister equitum (Penn-dragon) Maksim, e gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h a voe lezet e buhez.
E vab Victor, oajet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en Augusta Treverorum gant magister peditum Valentinian, Arbogast e fin ar bloavezh-hont.
E-touez e ziskennidi e oa Olybrius, impalaer en 472, meur a gonsul hag a eskob evel Saint Magnus Felix Ennodius eskob Pavia (514-21).
Mojennoù
Hervez 'Historia regum Britanniae gant Jafrez Menoe (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout Roue ar Vrezhoned goude marv Octavius, hag e oa niz d'ar roue Coel Hen dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.
Hervez mojennoù ar Mabinogi, ha dreist-holl Breuddwyd Macsen (Hunvre Macsen), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù Segontium (a zo Caernarfon hiziv; (en) Fort de Segontium).
Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman ha hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.
Levrlennadur
- Pacatus : Meulbrezegenn an impalaer Teodoz.
- Sulpitius Severus : Kenbrezeg war sant Marzhin.
- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 26 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Edition Errance. 1994