Napoleon Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 25: Linenn 25:
[[Restr:napoleon-retreating-from-moscow.jpg|thumb|right|260px|[[Napoleone Buonaparte]] war varc'h, kuitaet gantañ Moskva e penn e arme e 1812,livet gant [[Jean-Louis-Ernest Meissonier]].]]
[[Restr:napoleon-retreating-from-moscow.jpg|thumb|right|260px|[[Napoleone Buonaparte]] war varc'h, kuitaet gantañ Moskva e penn e arme e 1812,livet gant [[Jean-Louis-Ernest Meissonier]].]]


== Taol-stad an 18 miz ar Vrumenn bloavezh VIII ==
== Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII ==
* Pennad spisoc'h: [[Taol-stad an 18 miz ar Vrumenn]]
* Pennad spisoc'h: [[Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn]]


Taol-stad an 18 miz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 aviz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a vezo ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar bolitikerezh.
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 aviz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a vezo ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar bolitikerezh.


== Ren ar C'hoñsul ==
== Ren ar C'hoñsul ==

Stumm eus an 10 Mae 2015 da 18:33

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Napoléon Bonaparte, ganet Napoleone Buonaparte

Napoleon[1] (Napoléon Bonaparte hervez ar stumm gallekaet, Napoleone (di) Buonaparte hervez ar stumm italianek orin, Napulione Buonaparte e korseg), a oa bet ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu (Korsika), marvet d'ar 5 a viz Mae 1821 en harlu e Santez-Elena.

Kuitaat a reas Korsika da vont da soudard en arme c'hall. Buan e teuas da vezañ jeneral, ha neuze politikour ha den a stad, ha war-lerc'h impalaer gall.

E vuhez

Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.

Tad, mamm ha bugale

Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli.Met pa voe diskaret ar Republik kors e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounit an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleon.

Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas 8 en buhez:

Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed.

Napoleone Buonaparte war varc'h, kuitaet gantañ Moskva e penn e arme e 1812,livet gant Jean-Louis-Ernest Meissonier.

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 aviz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a vezo ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar bolitikerezh.

Ren ar C'hoñsul

Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre Taol-stad an 18 miz ar Vrumenn‎. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.

Ren ar C'hoñsul a bado betek an 28 miz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha diskleriadur ar c'hentañ impalaeriezh.

Harlu

E 1815 e voe harluet da Saint Helena (enezenn). C'hwec'h vloaz a vevas eno ha mervel a reas e 1821.

Gwelout ivez

Notennoù ha daveennoù

  1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, p. 593.