Carlos II Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
D kaset ar bajenn Carlos II da Carlos II Spagn gant Bianchi-Bihan dreist un adkas
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Mae 2015 da 09:25

Carlos II, Roue Spagn

Carlos II (1661-1700), (el Hechizado) a oa roue Spagn ha diwezhañ roue spagnol eus Tiegezh Habsburg. Ma oa lesanvet El Hechizado (an hini strobinellet) eo peogwir e kreded e teue e varroù eus an huderezh pe a-berzh an diaoul.

E vuhez

Ganet e oa e Madrid d'ar 6 a viz Du 1661. Mab e oa da Felipe IV ha d'e bried Maria Anna Aostria (1634-1696).

Mervel a reas e dad e 1665. Anvet e voe Carlos da roue neuze, da bevar bloaz. D'an oad-se eo e krogas da gaozeal [1] . E vamm a oa rejantez e-kerzh e vugaleaj. Roue ar Spagnoù, an Indez, Naplez, Sardigna, ha Sikilia, e oa, ha dug Bourgogn ha Milano, soveren an Izelvroioù, entre 1665 ha 1700, goude marv e dad Felipe IV.
E 1675 e voe roue da vat, da bevarzek vloaz.

Fall e oa e yec'hed, ha diwezhat e spered. Krediñ a raed e oa ur mallozh warnañ, marteze a-berzh an diaoul e-unan, abalamour da se e oa bet anvet el hechizado, an den sorset. Hiziv e soñjer eo ar genwadelezh en tiegezh an hini zo kaoz ma oa klañvidik, dic'houest da gaozeal a-raok e bevar bloaz, da vont e-unan a-raok e eizh vloaz, ha da gaout bugale.

Abalamour ma n'halle ket kaout hêr ebet e savas bec'h ha tabut a-raok e varv ha goude. Gantañ e varvas Tiegezh Habsburg Spagn.

Carlos II pa oa 10 vloaz.


Kenwadelezh

Ren

Carlos II en e harnez brezel

Anvet e voe da roue en 1665, dindan e vamm Maria Anna Aostria. Bec'h a oa neuze entre Maria Anna, Juan José Aostria (bastard da Felipe IV), Valenzuela hag ar c'hardinal Johann Eberhard Nithard. Atav e voe dindan levezon unan bennak: pe e vamm da gentañ, pe don Juan Aostria, e lezvreur, pe e bried, Marie Louise d'Orléans, pe e vinistred.

Gant skoazell an uhelidi e kerzhas don Juan José gant un arme war-zu Madrid ma kemeras ar galloud en 1677, met mervel a eure diskoazell daou vloaz goude. Evel ma n'halle ket Carlos gouarn e-unan e voe skoazellet gant dug Medinaceli (1680-85), gant kont Oropesa (1685-91 et 1695-99) hag ar c'hardinal Fernández de Portocarrero (1699-1700).

Personelezh

Fall e komze spagnoleg, galleg dreist-holl a gomze, hag un tammig alamaneg. Ne ouie na lenn na skrivaén avat, se zo kaoz n'eus linenn ebet skrivet gant e zorn. Digomprenus e veze e gomzoù. N'en doa skiant ebet eus an amzer o tremen, eus an arc'hant, nag eus e rouantelezh.

Ne oa ket drouk, un den gwirion e oa, emgar un tamm evel ur bugel, met gouest da vout brokus, met n'halle ket stagañ e spered ouzh netra.

Dimezioù

Maria Anna von der Pfalz
Maria Anna poltredet gant Luca Giordano, 1695, Museo del Prado

Div wech e timezas.

E varv

En 1696 e oa tapet e 35 bloaz gant Carlos II. Neuze e krogas ar barradoù droug-sant da zont aliesoc'h. Bez en deveze c'hwec'h bemdez, hag unan gwashoc'h eget ar re all. En daou viz diwezhañ en devoa bet pemp barrad warn-ugent, ha tri eus ar re washañ. E 1697 e oa aet e yec'hed war washaat gant gweledigezhioù leun a grouadurioù diaoulek.

En 1698 e oa krog da gaout barradoù poan-benn ha da ambren. Un deiz , e-kreiz ur weledigezh, en devoa lazhet un den eus al lez, dre ma kave dezhañ e oa ur bleiz.

En 1699 ned ae ket e-maez e gastell ken, dalc'hmat e veze gant ar boan-benn, ha gwadañ a rae frei alies. E 1700 en devoa poan vras o chom en e sav hag o kaozeal. D'ar 1añ a viz Du 1700, da 11e15 diouzh ar beure, e varvas e-kreiz e boan, pemp deiz a-raok e 39 bloaz.

A bep seurt

Kêr Charleroi - (diwar ar gerioù gallek Charles le roi) en Belgia a zo bet anvet en enor da Carlos II. Place Charles II eo anv al leurgêr vras e kreiz-kêr.

Notennoù

  1. Juan Carlos, fils de Bourbon, est sauvé par ses gènes, Le Monde, 16 avril 2009.


Pennadoù kar