Gregor Teurgn : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 19: | Linenn 19: | ||
=== An ''Dek Levrad Istor'' pe ''Istor ar Franked'' === |
=== An ''Dek Levrad Istor'' pe ''Istor ar Franked'' === |
||
[[Image:Grégoire de Tours, Histoire des Francs, livres 1 à 6, page de frontispice.jpg|thumb|200px|Gregor Teurgn, ''Histoire des Francs'', levrennoù eus 1 da 6, pajenn talbenn. Luxeuil pe Corbie, dibenn ar {{VIIe siècle}}. [[Bibliothèque nationale de France|BnF]], Manuscrits, Latin 17655 fol. 2.]] |
[[Image:Grégoire de Tours, Histoire des Francs, livres 1 à 6, page de frontispice.jpg|thumb|200px|Gregor Teurgn, ''Histoire des Francs'', levrennoù eus 1 da 6, pajenn talbenn. Luxeuil pe Corbie, dibenn ar {{VIIe siècle}}. [[Bibliothèque nationale de France|BnF]], Manuscrits, Latin 17655 fol. 2.]] |
||
''Decem libri historiarum'' eo anv al levr, ma venn an oberour kontañ istor ar bed hag an Iliz, adalek amzer ar C'heneliezh betek hini ar Rouaned frank, en Ebrel [[591]], astennet gant ''Libri octo miraculorum'' (''Levr ar Burzhudoù'') un dastumad buhezioù sent, eus Galia, savet e [[574]], goude marv Gregor<ref>Gabriel Monod, ''Études critiques sur les sources de l'histoire mérovingienne'', 1añ lodenn, {{p.}}44.</ref>. |
|||
Mont a ra an darn vrasañ eus ar skrid gant Galia dindan ar Franked, aneveztoc'h gant gregor eget peurrest ar bed : pemp eus an dek levr, ha ''Levr ar Burzhudoù'' ivez, zo gouestlet d'an amzer ma veve an oberour. |
|||
⚫ | |||
⚫ | |||
--> |
|||
Dre al levr-se eo ez eo anavezet istor [[lestr Soissons]]. |
|||
=== Lennadurezh === |
=== Lennadurezh === |
Stumm eus an 1 Mae 2015 da 14:15
Gregor Teurgn (Georgius Florentius Gregorius e latin, Grégoire de Tours e galleg a vremañ), a voe ganet e Riom, e-tal Clermont war-dro 538, en ur familh eus an noblañs alvernat, hag a varvas e Teurgn war-dro 594, a voe eskob Teurgn er VIvet kantved. Brudet eo e skridoù diwar-benn istor an Iliz, ar Franked, hag Arvern.
E vuhez
E dad Florentius a oa un noblañs arvernat, hag a oa bet senedourien e dad hag e dad-kozh Georgius. E eontr Gallus Clermont a oa bet eskob Clermont (hiziv Clermont-Ferrand, en Alvern). Dre e vamm e oa kar da eskibien Lyon, Sacerdos ha Nizier Lyon, ha da eskibien Langres, Gregorius Langres (anezhañ e teu e anv-badez) ha Tetricus Langres.
Mervel a reas e 594 e Teurgn e lec'h ma oa bet dilennet evel eskob e 593. Lakaet e voe da sant ha lidet e vez e c'houel d'ar 17 a viz Du.
Klasket en deus difenn gwirioù an Iliz pa oa reuz bras etre ar pennoù uhel frank. Mont a reas a-enep Chilperig ha staliañ a reas ar feur-emglev sinet en Andelot etre Childebert II, roue Aostrazia ha Gontran, roue Burgondia (587).
Kronikour
Evel kronikour istorel eo anavezet Gregor a Deurgn p'eo gantañ eo bet savet Historia Francorum (Istor ar Franked) e 40 levrenn.
Buhezskridoù sent zo bet savet gantañ ivez. Ur vammenn a-bouez bras eo Historia Francorum evit istor Breizh er c'hantvedoù kentañ.
Rebechet ez eus bet dezhañ bezañ re domm ouzh e bobl ha neuze barnañ ar Vrezhoned hep neptuegezh, da lavarout eo kavout si enne dalc'hmat.
Oberennoù
An Dek Levrad Istor pe Istor ar Franked
Decem libri historiarum eo anv al levr, ma venn an oberour kontañ istor ar bed hag an Iliz, adalek amzer ar C'heneliezh betek hini ar Rouaned frank, en Ebrel 591, astennet gant Libri octo miraculorum (Levr ar Burzhudoù) un dastumad buhezioù sent, eus Galia, savet e 574, goude marv Gregor[1].
Mont a ra an darn vrasañ eus ar skrid gant Galia dindan ar Franked, aneveztoc'h gant gregor eget peurrest ar bed : pemp eus an dek levr, ha Levr ar Burzhudoù ivez, zo gouestlet d'an amzer ma veve an oberour.
Dre al levr-se eo ez eo anavezet istor lestr Soissons.
Lennadurezh
- Diwar-benn amzer rouaned ar Franked
- Luce Piétri, La ville de Tours du Patrom:S- au Patrom:S-, coll. École française de Rome, 1983
- Bruno Dumézil, La Reine Brunehaut, Fayard, Paris, 2008
- Diwar-benn Gregor Teurgn
- Abbé Odoat, La vie de Grégoire de Tours, disponible en ligne sur le site : Remacle.org
- Article "St. Gregory of Tours", dans Catholic encyclopedia, disponible en ligne sur le site Newadvent.org
- Charles Lelong, Grégoire de Tours. Sa vie et son œuvre, CLD, Chambray (37), 1995. [ISBN 2-85443-285-1]
- Diwar-benn oberenn Gregor Teurgn
- Martin Heinzelmann, Grégoire de Tours, père de l’histoire française? en « histoire de France, historiens de la France
- Jean Verdon, Grégoire de Tours « Le père de l’Histoire de France », Horvath, 1989, Saint-Étienne
- Grégoire de Tours (538-594) Père de l’histoire de France (catalogue publié, par le Conseil Général de la Seine Maritime à l’occasion de la célébration nationale du 1400ème anniversaire de la mort de Grégoire de Tours, bon résumé) Rouen 1994
- Martin Heinzelmann Gregory of Tours: history and society in the Patrom:6th Century. Cambridge CUP 2001
- P. Fouracre, « Merovingian History and Merovingien Hagiography », Past and Present, 127, 1990
- W. Goffart, The Narrators of Barbarian History : Jordanes, Gregory of Tours, Bede and Paul Deacon, Princeton, 1988, pages 112-134.
- Nira Pancer, Sans peur et sans vergogne. De l'honneur et des femmes aux premiers temps mérovingiens, Éditions Albin Michel, « Bibliothèque Histoire », Paris, 2001, 320 p. [ISBN 2-226-12133-1], pajennoù 50-53.
- ↑ Gabriel Monod, Études critiques sur les sources de l'histoire mérovingienne, 1añ lodenn, p. 44.