Algarve : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : fr:Algarve a zo ur pennad vat; Kemm dister |
D Removing Link GA template (handled by wikidata) |
||
Linenn 11: | Linenn 11: | ||
[[Rummad:Rannvroioù Portugal]] |
[[Rummad:Rannvroioù Portugal]] |
||
{{Link GA|fr}} |
Stumm eus an 16 Ebr 2015 da 16:20
An Algarve zo ur rannvro hag ur broviñs kozh e kreisteiz Portugal. Klotañ a ra gant Distrig Faro, dezhi ur gorread a 5 412 km² ha 451 005 a annezidi hervez niveradeg 2011, da lavarout eo 4,27% eus poblañs Portugal. Faro eo ar gêr vrasañ. Gwechall e oa a bouez ar beskerezh hag al labour-douar, hiriv eo an touristerezh.
Gerdarzh
Dont a ra an anv Algarve eus an anv arabek الغرب (al-gharb), da lavarout eo al-Gharb al-Ândalus (Kornôg Andalouzia), an anv a oa bet roet da Algarve hag Alentejo izelañ en amzer ar Vuzulmaned.
En XIIIvet kantved ne oa Gharb al-Ândalus nemet un tamm douar er c'hreisteiz da rouantelezh Portugal, ha Silves e gêr-benn. An anv al-Gharb, deuet da vout Algarve e portugaleg, ne voe roet ken nemet d'an diwezhañ tachenn dindan an Arabed.