Muqdisho : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : en:Mogadishu a zo ur pennad vat; Kemm dister |
D Removing Link GA template (handled by wikidata) |
||
Linenn 12: | Linenn 12: | ||
[[Rummad:Somalia]] |
[[Rummad:Somalia]] |
||
[[Rummad:Kêrioù-penn Afrika]] |
[[Rummad:Kêrioù-penn Afrika]] |
||
{{Link GA|en}} |
Stumm eus an 16 Ebr 2015 da 13:23
Kêr-benn ofisiel Somalia eo Muqdisho (somalieg: Muqdisho, ivez Xamar; arabeg: مقديشو Maqadīshū ; swahilieg Mogadishu) war aod Meurvor Indez. Hervez sifroù ar Broadoù Unanet e oa war-dro 1,2 milion a annezidi enni e 1990.
Er XVIvet kantved e voe dindan veli Portugal. E 1871 e voe aloubet ar vro tro-dro gant Sultan Zanzibar. Kregiñ a reas Italianed d’en em staliañ eno hag e 1905 e voe prenet kêr gant Italia. Dont a reas da vezañ kêr-benn an drevadenn italian anvet Somalia italian.
Abaoe marv an diktatour Syaad Barre e 1991 ez eus emgannoù etre kostezennoù disheñvel e Somalia ha ne c’heller ket sellout ouzh ar gêr-se evel sez ur galloud en defe aotrouniezh war ar vro a-bezh. E diwezh ar bloavezh 2006 eo deuet gouarnamant da c'hortoz Somalia d'en em staliañ e Muqdisho. Unan eus lec’hioù dañjerusañ ar bed eo ar gêr, etre daouarn bandennadoù armet a stourm an eil re a-enep ar re all.
Daoust da se e chom oberiant porzh Muqdisho. Lec’hiet-mat eo kêr e kroashent hentoù a gas da Genya hag Etiopia. Ur greizenn genwerzhel a bouez eo c’hoazh evit ul lodenn vat eus Somalia.