Padrig (sant) : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 14: | Linenn 14: | ||
[[Rummad:Sent vrezhon]] |
[[Rummad:Sent vrezhon]] |
||
{{Liamm PuB|ru}} |
Stumm eus an 13 Ebr 2015 da 23:16
Padrig , pe Maewyn Succat (war-dro 385-461), zo ur sant brezhon ha roman, avielour ha sant broadel Iwerzhon. Lidet e vez d'ar 17 a viz Meurzh e kement bro ma'z eus Iwerzhoniz war an douar.
Istor
Ganet e vije Maewyn Succat en un tiegezh brezhon ha roman war-dro 385 e Bannaven Taberniae (pe Banna Venta Berniae), nepell diouzh Carlisle, hiriv en Cumbria.
E dad e oa Calpurnius, a laboure er velestradurezh, da zastum arc'hant an tailhoù, hag a oa diagon. Beleg e oa e dad-kozh. E vamm-gozh a deue eus Galia, eus kostez Teurgn, ha kar e oa da Martinus Teurgn.
En 405, hervez ar vojenn, pa oa en e 16 vloaz, e voe skrapet Maewyn Succat gant morlaeron iwerzhonat, ha Niall « e nav gouestlad» a oa unan anezho, hag a werzhas anezhañ evel sklav. E-pad c'hwec'h vloaz e voe bac'het en ur gaoued e-kichen koad Fochoill, en Kontelezh Maigh Eo. Mesaer e oa evit ur penntiern iwerzhonat. Neuze eo e kavas Doue.