Wiski : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|scn}}, {{Link FA|sl}} using AWB (10902)
Linenn 26: Linenn 26:


[[Rummad:Wiski| ]]
[[Rummad:Wiski| ]]

{{Liamm PuB|scn}}
{{Link FA|sl}}

Stumm eus an 13 Ebr 2015 da 23:14

Banne wiski
Ur banne wiski hag un tamm skorn ennañ. Hervez tud zo eo ur pec'hed lakaat skorn er wiski. Gwelloc'h lakaat ur berad dour.

Ar wiski (pe whisky pe whiskey hervez ar saoznegerien) zo un evaj, pe died, graet diwar strilhañ heiz kellidet, a-wechoù segal, kerc'h pe maiz.

Tabut a vez etre Iwerzhoniz ha Skosiz da c'houzout gant pehini eus an div bobl eo bet ijinet an died. Graet e vez wiski e SUA, e Kanada, hag e Japan, e Kembre , hag e Breizh ivez.

Peurvuiañ e vez kavet an anv whisky war ar boutailhoù ha n'eus nemet Iwerzhoniz ha Stadunaniz a skriv Whiskey. Met n'eo ket un anv saoznek a orin.

Gerdarzh

Wiski a zo ur ger a deu eus ar gouezeleg, skrivet uisce beatha en iwerzhoneg, hag uisge beatha e skoseg, savet diwar uisce, "dour", ha beatha, "buhez". Neuze eo un droidigezh eus ar gerioù latin aqua vītae, a gaver ivez en aquavit Danmark, un anv meneget adalek ar XIVvet kantved. Skrivet eo bet usquebea (1706) hag iskie bae (1583) ivez.

Istor

Krediñ a reer e oa deuet an doare d'ober wiski eus broioù ar Mor Kreizdouar gant menec'h eus Iwerzhon bet o pirc'hirinañ dre eno etre ar VIvet hag ar VIIvet kantved. Gant an Arabed e veze lambiget frondoù ha louzoù c'hwezh vat e Spagn er Grennamzer, hogen lambigañ evaj ne veze ket graet ganto. .


Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.