Galileo Galilei : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : ro:Galileo Galilei a zo ur pennad vat
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|als}} (8), {{Link GA|en}} (5) using AWB (10902)
Linenn 25: Linenn 25:
[[Rummad:Marvioù 1642]]
[[Rummad:Marvioù 1642]]
[[Rummad:Steredoniourien Italia]]
[[Rummad:Steredoniourien Italia]]

{{Liamm PuB|als}}
{{Liamm PuB|bg}}
{{Liamm PuB|de}}
{{Liamm PuB|fi}}
{{Liamm PuB|it}}
{{Liamm PuB|ja}}
{{Liamm PuB|ru}}
{{Liamm PuB|vi}}
{{Link GA|en}}
{{Link GA|no}}
{{Link GA|th}}
{{Link GA|tt}}
{{Link GA|ro}}

Stumm eus an 13 Ebr 2015 da 23:02

Galileo Galilei

Galileo Galilei (15 a viz C'hwevrer 1564 - 8 a viz Genver 1642) a oa ur fizikour hag ur steredoniour italian en XVIIvet kantved a c'hoarias ur perzh bras en Dispac'h skiantel. Krouet gantañ diazezoù ar skiantoù mekanikel. Dizoloet en doa peder loarenn vrasañ ar blanedenn Yaou ha brudet en doa teoriennoù Nicolaus Copernicus. Sevel a reas an Ofis santel a-enep dezhañ ha rediet e voe da zilezel e dezenn. Tremen a reas fin e vuhez bac'het en e di.

Bugaleaj

Galileo a oa bet ganet e Pisa d'ar 15 a viz C'hwevrer 1564, mab da Vincenzo Galilei ha Giulia Ammannati, hini henañ ar seizh bugel. Abaoe ma oa bihan en doa ur c'houestoni labour-dorn bras hag ur skiant evezhierezh eus ar c'hentañ. Bugel e c'hoarie sevel maketennoù ar mekanikoù en doa bet gwelet. Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pisa e lec'h ma heulias kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'echuas ket e studioù.

Orolaj Iliz-veur Pisa (Duomo)

Dizoloadenn e c'halvedigezh:

E 1583 e krogas Galileo da vezañ kelennet war ar matematik gant Ostilio Rici. N'eo ket anavezet mat an den-mañ, met gouzout a ra liammañ an damkanoù hag an taolioù arnod pleustrek ar pezh a oa ral er mare-se. Da 19 bloaz, en iliz-veur Pisa, e verz ul lamp hag a oa o vrañsigellat, en deus bet ar menoz da lakaat an orolaj evit muzuliañ an amzer. Hogen, n'eo nemet e fin e vuhez, e 1638, e embannas ul levr e lec'h ma tisplegas e zizoloadenn. Dedennet gant ar pezh en deus graet Euklides, Galileo a chom a-sav gant ar medisinerezh evit mont war ar matematik. Pa oa c'hoazh studier e tizoloas lezenn an izokronism hag an orolajoù, prantad kentañ eus ar pezh a vo dizoloadenn ur skiant nevez : ar mekanikerezh. E-pad e vuhez a-bezh e nac'has Galileo en em welet evel ur c'helenner e-giz ar re all, setu perak en do a-hed e vuhez ur bern enebourien.

Galileo Galilei gant Domenico Robusti e 1605.

Liammoù diavaez