Eured : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+kerandafar |
D →Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|eu}} using AWB (10902) |
||
Linenn 46: | Linenn 46: | ||
[[Rummad:Tiegezh]] |
[[Rummad:Tiegezh]] |
||
[[Rummad:Eured]] |
[[Rummad:Eured]] |
||
{{Liamm PuB|eu}} |
Stumm eus an 13 Ebr 2015 da 22:57
An eured (pe eureud) zo ur fest a vez graet en-dro da zimeziñ daou bried, a zo vont da vevañ er stad a briedelezh.
Disheñvel eo an euredoù hervez ar broioù, ar pobloù, ar relijionoù, ha renk an dud er gevredigezh. E broioù zo e c'hoarvez an dimeziñ hervez lezenn a-raok deiz an eured, pa vez sinet ur baperenn hervez lezenn gant an daou bried nevez.
E Breizh, hervez ar c'hiz en Europa ar c'hornôg, e vez sinet ar baperenn ofisiel en ti-kêr da zeiz an eured, ha daou dest a vez o sinañ ivez.
Ar paotr-nevez a vez graet eus ar paotr o timeziñ, ar plac'h-nevez eus danvez e wreg. An dud-nevez a vez graet eus an daou bried.
Div lodenn a vez en eured eta:
- an dimeziñ, al lid a vez graet
- ar pred eured (anvet friko e Kerne-Izel) hag an diduamantoù a ya da-heul.
- Gwelout: garigell ar plac'h nevez.
Eurediñ e brezhoneg
- Gallout a ra ar re a c'houlenn, ma'c'h anavezont ur c'huzulier-kêr hag a zo brezhoneger a-walc'h, bezañ dimezet e brezhoneg, da lavarout eo klevout ur gaoz ofisiel e brezhoneg. An traoù ofisiel avat, ar paperioù, ne vezont nemet e galleg.
Euredoù a bep seurt
Skeudennoù
-
Eured en Indonezia.
-
Eured Hakka e Timor ar Reter, 2006.
-
Eured heñvelrevidi. Daou baotr eureujet an eil d'egile e Toronto, Kanada. E broioù zo e vez dimezet paotred etreze pe plac'hed etreze.
-
Pok an dud nevez
-
Ur plac'h nevez o skeiñ he zorkad bleunioù dreist he skoaz.
-
Gwalennoù-dimeziñ
-
An dimeziñ en un ti-kêr en Alamagn
-
An dud-nevez en o dilhad eured, e Thornbury, e Bro-Saoz