Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Poblañs: Sifroù nevez
D →‎Notennoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|ast}} using AWB (10902)
Linenn 119: Linenn 119:
[[Rummad:Breizh| ]]
[[Rummad:Breizh| ]]



{{Liamm PuB|ast}}
{{Link FA|eu}}
{{Link FA|eu}}

Stumm eus an 13 Ebr 2015 da 22:18

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Breizh
Banniel Breizh
(Ar Gwenn ha Du)
Ger-ardamez : Kentoc’h mervel eget bezañ saotret

Breizh hag ar broioù amezek dezhi
Yezh vroadel Brezhoneg
Kêr-benn Roazhon ha Naoned (kêrioù-penn melestradurel), Naoned ha Gwened (kêrioù-penn istorel)
Prezidant rannvro Breizh Pierrick Massiot
Prezidant departamant Liger-Atlantel Philippe Grosvalet
Prezidant rannvro Broioù al Liger Jacques Auxiette
Kan broadel Bro gozh ma zadoù

Breizh a zo anezhi ur vroad europat. Ur vro geltiek eo. Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok bezañ enframmet e rouantelezh Bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep da arme Rouantelezh Bro-C'hall war dachenn emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Chomet eo Breizh emren betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamantoù. Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit un darn anezhi.

Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e penn kornôkañ Europa war un tiriad strategel-kenañ, etre ar Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika.

Div rannvro

Evit ar poent eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel.

Evit un nebeud tachennoù ez eo unvan Breizh. Evit ar justis da skouer e talvez lez-c'halv Roazhon evit Breizh en he fezh.

Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ hag all...), he yezh (ar brezhoneg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an Emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.

Istor

Pennad pennañ : Istor Breizh

Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ en Europa e mare diskar an Impalaeriezh roman, met e kaver roudoù niverus obererezhioù an Den a zo bet kavet e takadoù tostañ an aodoù ha war an inizi peurvuiañ. Roudoù un tan elumet 500 000 bloaz 'zo a zo bet kavet e Ploeneg (Kerne - Penn-ar-Bed), ar re goshañ kavet en Europa. En Enez-Eusa ez eus bet meur a vonedonea gant annezidi a bep seurt abaoe hoalad an Neolitik. Etre 4 000 ha 1 200 kt JK e savas tud ne anavezer kalz a draoù diwar o fenn meur a savadur mein: peulvanoù, mein sonn, taolioù-maen hag alezioù toet. Sevenadur ar meurvein en em astennas war Europa a-bezh, met e Breizh e tizhas un diorren bras, seul vui m'eo roc'hellek-kenañ an douar.

Douaroniezh

Pennad pennañ : Douaroniezh Breizh

Div bastell-vro vras zo e Breizh : Gorre-Breizh (Breizh-Uhel) ha Goueled-Breizh (Breizh-Izel).

Poblañs

E 2012 e oa 4 640 419 a dud o chom e Breizh hervez an INSEE.[1]

Kêrioù Breizh

Kêrioù Breizh hervez o foblañs (2007), diazezet war an unvez kêr:

Yezhoù

Lennegezh Breizh

Rannvro Breizh

Lod eus Breizh 'zo e rannvro Breizh. Implijout a ra ar rannvro-se an anv "Breizh" eta, met n'eo ket Breizh a-bezh.

Rannvro Broioù al Liger

Al lodenn all eus Breizh zo lec'hiet e rannvro Broioù-al-Liger (departamant al Liger-Atlantel).

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. INSEE, [1]




Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.


Patrom:Link FA