Eleanora Akitania : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 33: Linenn 33:
|[[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)]]||8 Gwengolo 1157||6 Ebrel 1199|| dimezet da [[Berengaria Navarra]]; divugel
|[[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)]]||8 Gwengolo 1157||6 Ebrel 1199|| dimezet da [[Berengaria Navarra]]; divugel
|-
|-
|[[Jafrez II, Dug Breizh]]||23 Gwengolo 1158||19 Eost 1186|| dimezet da [[Constance, Dugez Breizh]]; bugale dezho
|[[Jafrez II (dug Breizh)]]||23 Gwengolo 1158||19 Eost 1186|| dimezet da [[Constance, Dugez Breizh]]; bugale dezho
|-
|-
|[[Eleanor Bro-Saoz, Rouanez Kastilha |Eleanor,Rouanez Kastilha]]||13 Here 1162||31 Here 1214|| dimezet da [[Alfonso VIII Kastilha]]; bugale dezho
|[[Eleanor Bro-Saoz, Rouanez Kastilha |Eleanor,Rouanez Kastilha]]||13 Here 1162||31 Here 1214|| dimezet da [[Alfonso VIII Kastilha]]; bugale dezho

Stumm eus an 12 Meu 2015 da 19:24

Eleanora Akitania gant he mab Yann

Eleanora, dugez Akitania (war-dro 1120– 1 a viz Ebrel 1204) a oa unan eus pinvidikañ ha galloudusañ maouezed Europa da vare ar Grennamzer uhelañ.

Da bemzek vloaz, war-lerc'h marv he zad, e voe Dugez Akitania ha kontez Poitiers. Tri miz goude e timezas da Loeiz, mab he diwaller, ar roue gall Loeiz VI, ha kenroue gantañ. Neuze enta eo evel Rouanez ar Franked eo e kemeras perzh en Eil Brezel ar Groaz. Pa voe echu ar brezel e tivizas an daou zen yaouank terriñ o dimeziñ, abalamour ma oa c'hoant Eleanora, hag ivez dre ma ne oa ganet nemet div verc'h : Marie hag Alix. Torret an dimeziñ eta d'an 11 a viz Meurzh 1152, abalamour ma oa bet kavet kenwadelezh er pevare derez. Chom a reas ar merc'hed gant o zad, ha roet e voe he douaroù da Eleanora en-dro.
Kenkent hag erru e Poitiers e kinnigas Eleanora da Herri, dug Normandi, 11 vloaz yaouankoc'h, dimeziñ ganti. Ha d'an 18 a viz Mae 1152, c'hwec'h sizhun goude an torr-dimeziñ, e timezas Eleanora Akitania da zug Normandi. D'ar 25 a viz Here 1154 e teue he fried da vout roue Bro-Saoz, ha setu Eleanora Akitania deuet da vout rouanez Bro-Saoz. E-pad an 13 vloaz a-c'houdevezh e roas teir merc'h ha pemp mab d'he fried, en o zouez Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar a zeuas da vout rouaned Bro-Saoz ha Jafrez a zeuas da vout Dug Breizh.


He bugale

Bugale Herri II hag Eleanora
Anv Ganet Marvet Dimezi(où)
Gant Loeiz VII (Bro-C'hall) (dimezet d'an 12 a viz Gouhere 1137, torret d'an 21 a viz Meurzh 1152)
Marie, kontez Champagn 1145 11 Meurzh 1198 dimezet da Herri Iañ, kont Champagn; bugale dezho
Alix, Kontez Bleaz 1151 1198 dimezet da Theobald V, Kont Bleaz; bugale dezho
Gant Herri II (Bro-Saoz) (dimezet d'an 18 Mae 1152), intañvet d'ar 6 a viz Gouhere 1189)
Gwilherm IX, kont Poitiers 17 Eost 1153 Ebrel 1156 marvet en-bugel
Herri ar Roue Yaouank 28 C'hwevrer 1155 11 Mezheven 1183 dimezet da Marc'harid Bro-C'hall; bugale marvet en-bihan.
Matilda, Dugez Saks Mezheven 1156 13 Gouhere 1189 dimezet da Henry al Leon, Dug Saks; bugale dezho
Richarzh Iañ (Bro-Saoz) 8 Gwengolo 1157 6 Ebrel 1199 dimezet da Berengaria Navarra; divugel
Jafrez II (dug Breizh) 23 Gwengolo 1158 19 Eost 1186 dimezet da Constance, Dugez Breizh; bugale dezho
Eleanor,Rouanez Kastilha 13 Here 1162 31 Here 1214 dimezet da Alfonso VIII Kastilha; bugale dezho
Janed, Rouanez Sikilia Here 1165 4 Gwengolo 1199 dimezet 1) da William II Sikilia 2) Raymond VI Toulouse; bugale dezho
Yann Iañ (Bro-Saoz) 27 Kerzu 1166 19 Here 1216 dimezet 1) da Isabel, Kontez Gloucester 2) da Isabella, Kontez Angoulême; bugale dezho

Lennadurezh


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Patrom:Link GA