Henc'hresianeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
D Kemmoù 86.219.121.127 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Kadwalan
Linenn 1: Linenn 1:
{{Yezh|anv=Henc'hresianeg|anveyezh=Ἀρχαία Ἑλληνική
|broiou=[[Gres]], [[Kiprenez]], [[Albania]], [[Turkia]], [[Italia]] hag en trevadennoù gresian
|rannved= [[Europa]], [[Azia-Vihanañ]]
|komzet=Dianav
|renkadur=
|livfamilh=Indezeuropek
|familh=[[Yezhoù Indezeuropek]]<br>
*[[Gresianeg]]<br>
**'''Henc'hresianeg'''
|YezhOfisiel= -
|akademiezh= -
|iso1= -
|iso2=grc
|lizherennoù= -
}}


An '''henc'hresianeg''' (e henc'hresianeg : ἡ Ἑλληνικὴ γλῶττα, ''hê hellênikề glỗtta'')<ref> Graet e vez "gregach" pe "gresim" anezhañ ivez e brezhoneg, daoust ma c'hall ar gerioù-se talvezout evit an [[henc'hresianeg]] koulz hag evit ar [[gresianeg]] a vremañ.</ref> eo eil prantad istorel ar gresianeg a badas etre an IXvet kantved kent J.-K. hag IVe kantved kent J.-K..
Gallout a reer rannañ ar prantad-se e daou varevezh : an Henc'hres (IXvet-VIvet kantved kent J.K.),ha Bro-C'hres klasel (Vvet-IVe kantved kent J.K.).
En istor Bro-C'hres en henamzer e kaver ivez ar [[rouantelezhioù helenistel|prantad helenistel]] a ya d'ober ur prantad disheñvel eus istor an henc'hresianeg anvet "[[Koine]]".

E henc'hresianeg e oa bet savet barzhonegoù [[Homeros]], en o zouez an [[Ilias]] hag an [[Odisseia]], hag an oberennoù bras eus al [[lennegezh]] pe ar [[prederouriezh|brederouriezh]], bet krouet en oadvezh aour atenat, zo bet diazez hor [[skiant]]où hag hor [[matematikoù]] a vremañ.

Evit kavout titouroù diwar-benn yezhoù Bro-C'hres kent krouidigezh al [[lizherenneg c'hresian]], sellet ouzh ar pennadoù [[Yezh mikene|gresianeg Mikene]] ha [[yezh kentgresianek|kentgresianeg]].






== Ar rannyezhoù ==

<!--
The origins, early forms, and early development of the Hellenic language family are not well understood, owing to the lack of contemporaneous evidence. There are several theories about what Hellenic dialect groups may have existed between the divergence of early Greek-like speech from the common [[Proto-Indo-European language|Indo-European]] language (not later than 2000 BC), and about 1200 BC. They have the same general outline but differ in some of the detail. The only attested dialect from this period<ref>Imprecisely attested and somewhat reconstructive due to its being written in a syllabary ([[Linenneg B]]) rather than an alphabet.</ref> is [[yezh Mycenaean|Mycenaean]], but its relationship to the historical dialects and the historical circumstances of the times imply that the overall groups already existed in some form.


The major dialect groups of the Ancient Greek period can be assumed to have developed not later than 1100 BC, at the time of the [[Dorian invasion]](s), and they first appear precisely documented in alphabetic writing beginning in the 8th Century BC. The invasion would not be "Dorian" unless the invaders had some cultural relationship to the historical Dorians; moreover, the invasion is known to have displaced population to the later Attic-Ionic regions, who regarded themselves as descendants of the population displaced by or contending with the Dorians.

-->
Diwanet eo ar strolladoù bras a rannyezhoù war-dro 1100 kent J.K., da vare aloubadegoù an Dorianed sañset. Kavout a reer roudoù skrivet resis anezhe adalek an VIIIvet kantved kent J.K.

Gresianed an henamzer o-unan a soñje dezhe e oa teir rann vras en o fobl : an Dorianed, an Eolianed hag Ioniz (Ateniz en o zouez). Bep a rannyezh disheñvel a gomzent. Ma lakaer a gostez an arkadieg, ur rannyezh divrud eus menezioù ar Peloponnesos hag ar c'hiprenezeg, gwall bell diouzh kreiz ar bed gresian, ez eo heñvel a-walc'h ar rannidigezh-se eus ar poblañsoù hag eus ar rannyezhoù ouzh disoc'hoù an enklaskoù graet nevez zo en [[arkeologouriezh]] hag e [[yezhoniezh]].


Ar rannyezhoù henc'hresianek a c'haller bodañ e pevar strollad<ref>Gallout a reer lenn ar memes doare da ginnig ar strolladoù rannyezhoù en embannadurioù nevez an ''Encyclopedia Britannica'', a renabl ivez an oberennoù pouezusañ diwar-benn an danvez-se.</ref> : ar strollad arkadiat-ha-kiprenezat, ar strollad kornogat, ar strollad eolian hag ar strollad ionian-hag-attek :



* Strollad kornogat
** Henc'hresianeg ar gwalarn (NW war ar gartenn)
** [[Henc'hresianeg dorek|Doreg]]

* Strollad eolian
** Eolieg Azia
** Thesalieg
** Boeotiaeg

* Strollad ionian-hag-attek
** [[Henc'hresianeg Aten|Atteg]]
** Euboea ha trevadennoù en Italia
** Kikladoù
** Ionia Azia

* Strollad arkadiat-ha-kiprenezat
** Arkadieg
** Kiprenezeg
** Pañfilieg

[[Image:Greek dialects.png|thumb|right|305px|Kartenn eus rannyezhoù an henc'hresianeg, war-dro [[-400|400]] kent J.K..]]

Peurliesañ, pa gomzer eus an henc'hesianeg e komzer eus rannyezh [[Aten (Henamzer)|Aten]], ur rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. An atteg, anv ar rannyezh-se, eo ar yezh bet implijet evit skrivañ ar pep brasañ eus al [[lennegezh c'hresian]] klasel. Da-heul aloubadegoù [[Aleksandr Veur]] hag ar meskad gresianed a orin diheñvel a voe, e kreskas implij ar ''c'h/koinè'', kenyezh (hemañ eo ster an anv-gwan ''koinos'') diwanet diwar meur a rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. Implijet e veze en arme hag er melestradur ha desket e veze gant annezidi ar broioù aloubet, ar varc'hadourien, ha kement zo. Dont a reas evel se da vezañ ''lingua franca'' an [[henamzer]], war un dro gant al [[latin]]. ar ''c'hoine'' a zeuas da vezañ [[yezh ofisiel]] [[impalaeriezh roman ar reter]]. Diwezhatoc'h e emdroas a-nebeudoù evit dont da vezañ ar [[gresianeg]] a-vremañ.

== Doareoù skrivañ ==

Al [[linenneg B]] eo ar c'hentañ doare skrivañ testeniekaet evit skrivañ ur rannyezh c'hresian. Ur [[silabenneg]] eo ha n'en deus tamm kerentiezh ebet gant al [[lizherenneg c'hresian]]. Implijet e veze e [[Kreta]] ha war an douar-bras evit diskrivañ ur stumm kozh-bras eus ur rannyezh arkadiat-ha-kiprenezat etre [[-1500]] ha [[-1200]].
Etre [[-800]] ha [[-200]] e voe implijet un doare skrivañ tost, ar silabenneg kiprenezat, e [[Kiprenez]] evit diskrivañ [[henc'hresianeg]] hag [[eteokiprenezeg]])



[[Image:Beginning Odyssey.svg|thumb|left|280px|Nav gwerzenn gentañ an ''[[Odyseia]]'' gant [[Homeros]]]]

Bet zo bet skriturioù koshoc'h evit al [[linenneg B]] hag ar silabenneg kiprenezat e [[Bro-C'hres]], met n'o deus ket servijet evit skrivañ henc'hresianeg moarvat :

* Al [[linenneg A]] (etre [[-1800]] ha [[-1450]], e [[Kreta]] hag en inizi an [[Enezvor]]) ;
* An [[hieroglifoù kretat]] (etre [[-1750]] ha [[-1600]], e [[Kreta]]) ;
* Kavout a reer ur skritur dianav all war [[Pladenn Faistos]] (bloaziad diasur) ;
* Ar [[c'hiprenezeg-minoeeg]], anvet a-wezhioù "[[linenneg C]]", (etre [[-1500]] ha [[-1200]], e [[Kiprenez]]), deveret eus al [[linenneg A]] marteze ; talvezout a rae ar silabenneg-se da skrivañ ur stumm kozh-bras eus [[eteokiprenezeg]].


Goude se ez eo al [[lizherenneg c'hresian]] zo bet implijet, gant stummoù disheñvel, adalek an IXvet pe an VIIIvet kantved kent J.K.. Savet eo bet diwar skouer al lizherenneg [[fenikianeg|fenikian]]. O lakaat vogalennoù ouzhpenn arouezennoù an [[abjad]], ar C'hresianed o doa ijinet patrom al lizherennegoù kornogat.




[[Rummad:Yezhoù ar bed]]
[[Rummad:Yezhoù Europa]]
[[Rummad:Yezhoù Gres]]
[[Rummad:Yezhoù Kiprenez]]
[[Rummad:Yezhoù Albania]]
[[Rummad:Yezhoù Italia]]
[[Rummad:Yezhoù Turkia]]
[[Rummad:gresianeg]]


==Notennoù==
<references/>

[[bg:Старогръцки език]]
[[de:Altgriechische Sprache]]
[[el:Αρχαία ελληνική γλώσσα]]
[[en:Ancient Greek]]
[[es:Griego clásico]]
[[fi:Muinaiskreikka]]
[[fr:Grec ancien]]
[[gl:Grego antigo]]
[[hi:प्राचीन यूनानी भाषा]]
[[hr:Starogrčki jezik]]
[[hu:Ógörög nyelv]]
[[ko:고대 그리스어]]
[[la:Lingua Graeca Antiqua]]
[[li:Aajdgrieks]]
[[nl:Grieks#Oud-Grieks]]
[[no:Gammelgresk]]
[[pt:Língua grega antiga]]
[[ru:Древнегреческий язык]]
[[simple:Ancient Greek]]
[[sv:Klassisk grekiska]]

Stumm eus an 18 Mae 2007 da 18:00

Henc'hresianeg
(Ἀρχαία Ἑλληνική)
Perzhioù
Komzet e : Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia hag en trevadennoù gresian
Rannved : Europa, Azia-Vihanañ
Komzet gant : Dianav
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 grc
ISO 639-3
Kod SIL -
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


An henc'hresianeg (e henc'hresianeg : ἡ Ἑλληνικὴ γλῶττα, hê hellênikề glỗtta)[1] eo eil prantad istorel ar gresianeg a badas etre an IXvet kantved kent J.-K. hag IVe kantved kent J.-K.. Gallout a reer rannañ ar prantad-se e daou varevezh : an Henc'hres (IXvet-VIvet kantved kent J.K.),ha Bro-C'hres klasel (Vvet-IVe kantved kent J.K.). En istor Bro-C'hres en henamzer e kaver ivez ar prantad helenistel a ya d'ober ur prantad disheñvel eus istor an henc'hresianeg anvet "Koine".

E henc'hresianeg e oa bet savet barzhonegoù Homeros, en o zouez an Ilias hag an Odisseia, hag an oberennoù bras eus al lennegezh pe ar brederouriezh, bet krouet en oadvezh aour atenat, zo bet diazez hor skiantoù hag hor matematikoù a vremañ.

Evit kavout titouroù diwar-benn yezhoù Bro-C'hres kent krouidigezh al lizherenneg c'hresian, sellet ouzh ar pennadoù gresianeg Mikene ha kentgresianeg.




Ar rannyezhoù

Diwanet eo ar strolladoù bras a rannyezhoù war-dro 1100 kent J.K., da vare aloubadegoù an Dorianed sañset. Kavout a reer roudoù skrivet resis anezhe adalek an VIIIvet kantved kent J.K.

Gresianed an henamzer o-unan a soñje dezhe e oa teir rann vras en o fobl : an Dorianed, an Eolianed hag Ioniz (Ateniz en o zouez). Bep a rannyezh disheñvel a gomzent. Ma lakaer a gostez an arkadieg, ur rannyezh divrud eus menezioù ar Peloponnesos hag ar c'hiprenezeg, gwall bell diouzh kreiz ar bed gresian, ez eo heñvel a-walc'h ar rannidigezh-se eus ar poblañsoù hag eus ar rannyezhoù ouzh disoc'hoù an enklaskoù graet nevez zo en arkeologouriezh hag e yezhoniezh.


Ar rannyezhoù henc'hresianek a c'haller bodañ e pevar strollad[2] : ar strollad arkadiat-ha-kiprenezat, ar strollad kornogat, ar strollad eolian hag ar strollad ionian-hag-attek :


  • Strollad kornogat
    • Henc'hresianeg ar gwalarn (NW war ar gartenn)
    • Doreg
  • Strollad eolian
    • Eolieg Azia
    • Thesalieg
    • Boeotiaeg
  • Strollad ionian-hag-attek
    • Atteg
    • Euboea ha trevadennoù en Italia
    • Kikladoù
    • Ionia Azia
  • Strollad arkadiat-ha-kiprenezat
    • Arkadieg
    • Kiprenezeg
    • Pañfilieg
Kartenn eus rannyezhoù an henc'hresianeg, war-dro 400 kent J.K..

Peurliesañ, pa gomzer eus an henc'hesianeg e komzer eus rannyezh Aten, ur rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. An atteg, anv ar rannyezh-se, eo ar yezh bet implijet evit skrivañ ar pep brasañ eus al lennegezh c'hresian klasel. Da-heul aloubadegoù Aleksandr Veur hag ar meskad gresianed a orin diheñvel a voe, e kreskas implij ar c'h/koinè, kenyezh (hemañ eo ster an anv-gwan koinos) diwanet diwar meur a rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. Implijet e veze en arme hag er melestradur ha desket e veze gant annezidi ar broioù aloubet, ar varc'hadourien, ha kement zo. Dont a reas evel se da vezañ lingua franca an henamzer, war un dro gant al latin. ar c'hoine a zeuas da vezañ yezh ofisiel impalaeriezh roman ar reter. Diwezhatoc'h e emdroas a-nebeudoù evit dont da vezañ ar gresianeg a-vremañ.

Doareoù skrivañ

Al linenneg B eo ar c'hentañ doare skrivañ testeniekaet evit skrivañ ur rannyezh c'hresian. Ur silabenneg eo ha n'en deus tamm kerentiezh ebet gant al lizherenneg c'hresian. Implijet e veze e Kreta ha war an douar-bras evit diskrivañ ur stumm kozh-bras eus ur rannyezh arkadiat-ha-kiprenezat etre -1500 ha -1200. Etre -800 ha -200 e voe implijet un doare skrivañ tost, ar silabenneg kiprenezat, e Kiprenez evit diskrivañ henc'hresianeg hag eteokiprenezeg)


Nav gwerzenn gentañ an Odyseia gant Homeros

Bet zo bet skriturioù koshoc'h evit al linenneg B hag ar silabenneg kiprenezat e Bro-C'hres, met n'o deus ket servijet evit skrivañ henc'hresianeg moarvat :


Goude se ez eo al lizherenneg c'hresian zo bet implijet, gant stummoù disheñvel, adalek an IXvet pe an VIIIvet kantved kent J.K.. Savet eo bet diwar skouer al lizherenneg fenikian. O lakaat vogalennoù ouzhpenn arouezennoù an abjad, ar C'hresianed o doa ijinet patrom al lizherennegoù kornogat.


Notennoù

  1. Graet e vez "gregach" pe "gresim" anezhañ ivez e brezhoneg, daoust ma c'hall ar gerioù-se talvezout evit an henc'hresianeg koulz hag evit ar gresianeg a vremañ.
  2. Gallout a reer lenn ar memes doare da ginnig ar strolladoù rannyezhoù en embannadurioù nevez an Encyclopedia Britannica, a renabl ivez an oberennoù pouezusañ diwar-benn an danvez-se.