Mouezh (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 39: Linenn 39:


[[Rummad:Yezhoniezh]]
[[Rummad:Yezhoniezh]]
[[Rummad:Kensonennoù]]
[[Rummad:Fonetik ha fonologiezh]]


[[de:Stimmhaftigkeit]]
[[de:Stimmhaftigkeit]]

Stumm eus an 17 Mae 2007 da 13:30

Er yezhoniezh e vez implijet an termen mouezh (saoz.: voice pe voicing) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus unan eus an tri ferzh pennañ hervez fonetik an distagañ implijet a-gevret gant an doare distagañ hag al lec'h distagañ evit renkañ ur sonenn.

Dre vras e reer un diforc'h etre sonennoù mouezhiet ma vez lakaet kerdenn ar vouezh da froumal (d.s. [p, t, k, s]) ha sonennoù divouezh (d.s. [d, d, g, z]) ma ne froum ket kerdenn ar vouezh. Liveoù mouezh etre a c'hell bezañ avat, da skouer fri ([fri]) > ar fri ([ar v̥ri] e rannyezhoù brezhonek zo.

Peurliesañ e vez mouezhiet ur vogalenn daoust ha ma vez implijet ivez vogalennoù divouezh e yezhoù zo, keit ha ma c'hall ur gensonenn bezañ mouezhiet pe divouezh.

Setu parioù fonomennoù kensonennel mouezhiet ha divouezh skouer implijet gant ar brezhoneg m'en devez an diforc'h-se un arc'hwel yezhadurel (gw. "kemmadur"):

Kensonenn divouezh Kensonenn mouezhiet
[p] ar penn [b] e benn
[t̪] an tad [d̪] e dad
[k] ho kig [g] da gig
[f] fulenn [v] ur fulenn (rannyezhoù zo)
[s] sail) [z] ur sailh (rannyezhoù zo)
[ʃ] chupenn [ʒ] ur chupenn (rannyezhoù zo)


Gwelit ivez: