Alan Heusaff : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 5: Linenn 5:
== Alan Heusaff e-pad an Eil Brezel-bed ==
== Alan Heusaff e-pad an Eil Brezel-bed ==
Alan Heusaff a gemeras perzh er [[Bezen Perrot]] gant ar renk a SS-Oberscharführer. Lesanvet e oa ''Rouat'' pe ''Professeur''. Penn eil bagad stourm ar Bezen Perrot e oa.
Alan Heusaff a gemeras perzh er [[Bezen Perrot]] gant ar renk a SS-Oberscharführer. Lesanvet e oa ''Rouat'' pe ''Professeur''. Penn eil bagad stourm ar Bezen Perrot e oa.

Alan Heusaff a oa bet gloazhet don e-pad un emgann gant paotred ar strouezheg. Abalamour d'e emezeliñ e lu an [[Trede Reich]] se e vo kondaonet d'ar marv goude an [[Eil Brezel Bed]], met graet e voe un distaoler dezhañ e 1967.
Alan Heusaff a oa bet gloazhet don e-pad un emgann gant paotred ar strouezheg. Abalamour d'e emezeliñ e lu an [[Trede Reich]] e vo kondaonet d'ar marv goude an [[Eil Brezel Bed]], met graet e voe un distaoler dezhañ e 1967.
Repuet eo en Iwerzhon goude ar brezel gant sikour obererezh falspaperioù [[Yann Fouéré]].

Repuet eo en Iwerzhon goude ar brezel gant sikour obererezh falspaperioù [[Yann Fouéré]].


== Goude an Eil Brezel-bed ==
== Goude an Eil Brezel-bed ==

Stumm eus an 11 C'hwe 2015 da 17:42

Alan Heusaff, pe Alan Heussaff (23 a viz Gouere 1921, Sant-Ivi, Kernev – 3 a viz Du 1999, An Spidéal, Kontelezh Gaillimh) a oa ur yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat. Stourm a rae evit ar c'hengred etre ar Gelted. Gantañ e voe kensavet ar C'hevre Keltiek Kevre Keltiek e 1961, ha sekretour meur an aozadur e voe betek 1984.

Brezhoneger a-vihanik e oa. Goude bezañ studiet ar jedoniezh hag ar fizik e skol-veur Marburg en Alamagn ez eas da Iwerzhon da chom e 1950. Kenderc'hel a reas da studiañ e Skolaj ar Skol-Veur e Gaillimh, ha, tapet e ziplom gantañ, e stagas da labourat e Servij Hinouriezh Iwerzhon. Dont a reas da vezañ keodedour iwerzhonat e 1955.

Alan Heusaff e-pad an Eil Brezel-bed

Alan Heusaff a gemeras perzh er Bezen Perrot gant ar renk a SS-Oberscharführer. Lesanvet e oa Rouat pe Professeur. Penn eil bagad stourm ar Bezen Perrot e oa.

Alan Heusaff a oa bet gloazhet don e-pad un emgann gant paotred ar strouezheg. Abalamour d'e emezeliñ e lu an Trede Reich e vo kondaonet d'ar marv goude an Eil Brezel Bed, met graet e voe un distaoler dezhañ e 1967.

Repuet eo en Iwerzhon goude ar brezel gant sikour obererezh falspaperioù Yann Fouéré.

Goude an Eil Brezel-bed

E-pad e amzer vak ha war e leve e labouras evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù keltiek, hag evit emrenerezh politikel ar broioù keltiek. Enoret e voe e 1986 gant priz an Phiarsaigh (Gradam an Phiarsaigh), roet dezhañ gant ar prezidant iwerzhonat Patrick Hillery. Er memes bloavezh e voe dilennet da varzh Goursez Kembre en Eisteddfod. Gouest e oa da gomz ar c'hwec'h yezh keltiek a-vremañ, koulz hag ar saozneg, ar galleg hag an alamaneg.

Ar C'hevre Keltiek

Sellet e vez krouidigezh ar C'hevre Keltiek evel unan eus oberoù meur Alan Heussaff. Diwan a reas spered an hollgeltiegezh arnevez, hini ar c'henlabour etre ar c'hwec'h broad kelt a-vremañ (Iwerzhon, Manav, Skos, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh) diwar soñjoù ar barzh Charlez a Vro-C'hall (1837–1880) da gentañ, anezhañ ur barzh brezhoneger en doa embannet e vennozhioù el levr Les Celtes au XIXe siécle (Ar Gelted en XIXvet kantved) e 1864. Krouet e voe ar C'hevre da geñver un emvod eus an Eisteddfod e Rhos, nepell eus Llangollen, e hanternoz Kembre e 1961.

Palioù pennañ an aozadur a oa: broudañ ar c'henlabour etre emsavioù broadel ar broioù keltiek, dreist-holl en o strivoù da vezañ anavezet er bed a-bezh, ha lakaat anezho da lodañ o skiant-prenet diwar-benn ar stourm ha mennozhioù talvoudus all.

Dilennet e voe Heusaff da sekretour meur, ha derc'hel a reas e garg etre 1984 ha 1985, tra ma voe dilennet Gwynfor Evans, prezidant Plaid Cymru, hag a oa da vezañ kannad kentañ Plaid Cymru e Parlamant Breizh-Veur, da brezidant. Da deñzorer e voe dilennet an Dr Noelle Davis. Skignet e oa mennozhioù ar C'hevre en ur gelaouenn anvet Celtic Voice. Da vare an eil emvod, d'an 30 a viz Gwengolo 1962, e oa ur skourr eus ar C'hevre e pep bro geltiek, koulz hag e Londrez.

Emsaver evit an iwerzhoneg

Heusaff hag e wreg, Bríd Ní Dhochartaigh, a oa izili eus Conradh na Gaeilge ha kemer perzh a raent e Na Teaghlaigh Ghaelacha, un aozadur evit an tiegezhioù iwerzhoneger. Kemer a reas Heusaff perzh e stourmoù evit an iwerzhoneg evel Cearta Sibhialta na Gaeltachta, hag an hini kentañ e voe o nac'h paeañ tailhoù ar skinwel abalamour ma oa re zister an abadennoù iwerzhonek e chadennoù Raidió Teilifís Éireann (RTÉ). Da heul ar stourm-mañ e voe savet ar chadenn skinwel Teilifís na Gaeilge (bremañ TG4) e 1996. Tad eo Alan Heusaff da Anna Heussaff, ur skrivagnerez iwerzhonek a-vremañ.


Yezhoniour breizhat

Tra ma oa o stourm taer evit yezh ha sevenadur e vro nevez, n'en doa Heusaff morse paouezet da vroudañ ar brezhoneg, ha da stourm evit dizalc'hiezh Breizh. Kentelioù brezhoneg a roe e-pad e amzer vak e Dulenn, ha dont a reas da vezañ ur c'hazetenner strujus er gazetenn Argoad, dezhi un doare saoznek anvet Breton News, savet e 1959. Kenlabourat a reas ivez gant kelaouennoù brezhonek e Breizh, evel Hor Yezh, Galva, Breman, Gwalarn, Arvor, Ar Bed Keltiek, An Amzer hag Al Liamm. Embannet e voe ar geriadur hollvrezhonek kentañ, Geriadur Brezhoneg, gant An Here e 1995, a-drugarez da genlabour Heusaff peurgetket. Embann a reas Heusaff e-unan ur geriadur eus e rannyezh dezhañ: Geriaoueg Sant Ivi.

Liamm diavaez