L'Heure Bretonne : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 13: Linenn 13:
===== L'Heure Bretonne ha Vichy =====
===== L'Heure Bretonne ha Vichy =====
Hanter-hent e klaske chom ar gazetenn da-geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon [[Raymond Delaporte]]. Adal ar bloavezh 1941 e krog ar gazetenn l'Heure Bretonne da vont war fonnusaat gant he zagadennoù a-enep gouarnamant Vichy.
Hanter-hent e klaske chom ar gazetenn da-geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon [[Raymond Delaporte]]. Adal ar bloavezh 1941 e krog ar gazetenn l'Heure Bretonne da vont war fonnusaat gant he zagadennoù a-enep gouarnamant Vichy.

== Evit an Europa Nevez ==

Ar gelaouenn ''l'Heure bretonne'' a oa a-du gant mennozh an Europa Nevez. Talvezout a ra e oa kavet testennoù o vrudañ stourm politikel an Alamanted dreist-holl gant ur sell [[enep-komunour]], bep sizhun e veze kavet ivez un istor eus ar stourm kaset da benn gant ar [[Wehrmacht]] a-enep d'an URSS.


== Doare skridoù l'Heure Bretonne ==
== Doare skridoù l'Heure Bretonne ==

Stumm eus an 8 C'hwe 2015 da 16:54

Restr:L'Heure bretonne, journal hebdomadaire nationaliste breton.jpg
L'Heure Bretonne,
kazetenn an 31 a viz Here 1942

L'Heure Bretonne a oa ur gazetenn sizhuniek broadelour breton, kazetenn Strollad Broadel Breizh e vezo adal miz Even 1940 betek miz Even 1944 mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.

Bet e voe ur gendalc'hadenn d'ar gazetenn Breiz Atao. Divyezhek e oa ar gazetenn gant testennoù en galleg hag en brezhoneg. Liammet e oa gant ur gevredigezh anvet Kevar savet gant lennerien ar gazetenn l'Heure Bretonne. Bruderezh a veze er gazetenn alies er bajenn gentañ evit brudañ Kevar hag a oa staliet e Pariz.

Istor l'Heure Bretonne

Krouidigezh

L'Heure Bretonne a oa bet krouet gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, da-heul ar c'hendalc'h a oa bet dalc'het e Pondi d'an 3 a viz Gouere 1940 : kannad Strollad Broadel Breizh a oa.

Gant aotre an Ac'huber alaman o klask seveniñ ur bolitikerezh evit minorelezhioù Bro-C'hall evit gwanaat ar Stad c'hall e oa bet moullet he niverenn gentañ. War-bouez gwaskerelloù-tro ar gazetenn L’Ouest-Éclair e vezo graet, e Roazhon, d'ar 14 a viz Gouere 1940 hag ingalet digoust e Breizh a-bezh.

L'Heure Bretonne ha Vichy

Hanter-hent e klaske chom ar gazetenn da-geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon Raymond Delaporte. Adal ar bloavezh 1941 e krog ar gazetenn l'Heure Bretonne da vont war fonnusaat gant he zagadennoù a-enep gouarnamant Vichy.

Evit an Europa Nevez

Ar gelaouenn l'Heure bretonne a oa a-du gant mennozh an Europa Nevez. Talvezout a ra e oa kavet testennoù o vrudañ stourm politikel an Alamanted dreist-holl gant ur sell enep-komunour, bep sizhun e veze kavet ivez un istor eus ar stourm kaset da benn gant ar Wehrmacht a-enep d'an URSS.

Doare skridoù l'Heure Bretonne

Linenn bolitikel ar gazetenn a oa kenderc'hel obererezh ar gazetenn Breiz Atao. Selloù l'Heure Bretonne a oa neuze :

  • Broadelour breton o stourm evit dieubidigezh Breizh
  • Enep c'hall a-grenn
  • Enep Saoz daonet
  • Enep Jakobinour
  • Evit modernaat Breizh war an holl dachennoù (brezhoneg, labour-douar, ekonomiezh...)
  • Enep estrenien
  • Enep Yuzev
  • Difenn ar ouenn vrezhon
  • Istor Breizh
  • Enep Vichy
  • Istor ar stourm kaset da benn gant ar Wehrmacht a-enep d'an URSS

Ar c'hentañ niverenn embannet d'ar 14 a viz Gouere 1940 a zisklêr gant an titl "Breizh a vez ofisiel bremañ" ouzhpennet e vez en destenn ez eo « Anavezet ar vro dindan ur stumm ofisiel gant pennadurezhioù Alamagn dre ma'z eus bet krouet ganto ur post a c'houarnour da Vreizh...».

Meur a bennad-skrid gouennelour hag a-enep ar Yuzevien a oa bet embannet enni.

Dibenn l'Heure Bretonne

Daou c'hant teir niverenn a voe renablet betek an hini ziwezhañ, d'an 2 a viz Gouere 1944.

Uzhiadur un niverenn l'Heure bretonne

Er bajenn gentañ e kaver an titl e bras l'Heure bretonne gant an istitl "Journal Breton hebdomadaire " (Kazetenn sizhuniek Breton). Kavet e vez war ar bajenn gentañ un destenn en Brezhoneg war meur a sujedoù hervez an niverenn:

  • Relijiel (niverenn 120 d'an 31 a viz Here 1942 " An Holl-sent hag an anaon hag ar vuhez", niverenn 194 d'ar 26 a viz Ebrel 1944 "Frañsez paourig Asiz")
  • Ekonomikel (niverenn 172 d'ar 7 a viz Du 1943 "Evit c'hwec'h ugenvet bloaz an tren" gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
  • Politikel (niverenn 170 d'ar 24 a viz Here 1943 "N'ankounac'homp ket" gant W.B Kourted, niverenn 193 d'an 9 a viz Ebrel 1944 "Nag hor bro-ni?")
  • Yezhel (niverenn 169 d'ar 17 a viz Here 1943 "Ar Galleg Chimik", niverenn 176 d'ar 5 a viz kerzu 1943 "Arc'hant da c'hounid gant ar Brezhoneg!" gant Tin Gariou / Youenn Drezen, niverenn 177 d'an 12 a viz kerzu 1943 "Arc'hant da c'hounid...met ya!"gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
  • Lennegel ( D'ar 26 a viz Du 1943 "Bugelig ar c'hraou ha deroù-mat ar bloavezh nevez" gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
  • Tudennoù Breizh ( niverenn 187 d'ar 27 a viz C'hwevrer 1944 "Jozeb-Mari ar Brix" adal an haroz nijer breton Joseph Le Brix gant Tin Gariou / Youenn Drezen)


Kavet e vez ivez alies ul ludresadenn o flemmañ bro C'hall hag ar spered C'hall hervez an aozerien.

Pennskriverien

Kenlabourerien

Notennoù ha daveennoù