L'Heure Bretonne : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 14: | Linenn 14: | ||
===== L'Heure bretonne ha Vichy ===== |
===== L'Heure bretonne ha Vichy ===== |
||
Hanter-hent e glaske chom ar gazetenn da geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon [[Raymond Delaporte]]. Adal ar bloavezh e grog ar gazetenn l'Heure bretonne da vont war fonusa gant e dagadennoù a-enep gouarnamant Vichy. |
Hanter-hent e glaske chom ar gazetenn da geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon [[Raymond Delaporte]]. Adal ar bloavezh 1941 e grog ar gazetenn l'Heure bretonne da vont war fonusa gant e dagadennoù a-enep gouarnamant Vichy. |
||
== Doare skridoù l'Heure bretonne == |
== Doare skridoù l'Heure bretonne == |
Stumm eus an 7 C'hwe 2015 da 21:23
L'Heure Bretonne a oa ur gazetenn sizhuniek broadelour breton, kazetenn Strollad Broadel Breizh e vezo adal miz Even 1940 betek miz Even 1944 mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.
Bet e voe ur gendalc'hadenn d'ar gazetenn Breiz Atao. Divyezhek e oa ar gazetenn gant testennoù en Galleg hag en Brezhoneg. Liammet e oa gant ur gevredigezh anvet Kevar savet gant lennerien ar gazetenn l'Heure bretonne. Bruderezh a oa er gazetenn alies er bajenn gentañ a-benn brudañ Kevar hag a oa staliet e Pariz.
Istor l'Heure bretonne
Krouidigezh
L'Heure bretonne a zo bet krouet gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, da-heul ar c'hendalc'h a oa bet dalc'het e Pondi d'an 3 a viz Gouere 1940 : kannad Strollad Broadel Breizh a oa.
Gant aotre an Ac'huber alaman o klask seveniñ ur bolitikerezh evit minorelezhioù bro C'hall a-benn gwanaat ar Stad C'hall e oa bet moullet he niverenn gentañ. War-bouez gwaskerelloù-tro ar gazetenn L’Ouest-Éclair e vezo graet, e Roazhon, d'ar 14 a viz Gouere 1940 hag ingalet digoust e Breizh a-bezh.
L'Heure bretonne ha Vichy
Hanter-hent e glaske chom ar gazetenn da geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon Raymond Delaporte. Adal ar bloavezh 1941 e grog ar gazetenn l'Heure bretonne da vont war fonusa gant e dagadennoù a-enep gouarnamant Vichy.
Doare skridoù l'Heure bretonne
Linenn bolitikel ar gazetenn a oa kenderc'hel obererezh ar gazetenn Breiz Atao. Selloù l'Heure bretonne a oa neuze:
- Broadelour breton o stourm evit dieubidigezh Breizh
- Enep c'hall a-grenn
- Enep Jakobinour
- Evit modernaat Breizh war an holl tachennoù (Brezhoneg, labour-douar, ekonomiezh...)
- Enep estrenien
- Enep Yuzev
- Difenn ar ouenn brezhon
- Enep Vichy
Ar c'hentañ niverenn embannet d'ar 14 a viz Gouere 1940 a ziskler gant an titl " Breizh a vez ofisiel bremañ" ouzhpennet e vez en destenn ez eo « Anavezet dindan ur stumm ofisiel gant pennadurezhioù Alamagn ar vro dre ma z'eus bet krouet ganto ur post a gouarnour da Vreizh...».
Meur a bennad-skrid gouennelour hag a-enep ar Yuzevien a oa bet embannet enni.
Dibenn l'Heure bretonne
Daou c'hant teir niverenn a voe renablet betek an hini ziwezhañ, d'an 2 a viz Gouere 1944.
Pennskriverien
- Morvan Lebesque (e-kerzh hañv 1940),
- Jean Merrien (bet ganet René de la Poix de Fréminville) ; roet e oa bet e zilez gantañ e miz Kerzu 1940,
- Job Jaffré.
- Raymond Delaporte